See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Spagn - Wikipedia

Spagn

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Reino de España
Regne d'Espanya (Katalaneg),
Espainiako Erresuma (Euskareg)
Reino de España (Galisianeg)
Banniel Spagn Skoed-ardamez Spagn
(Banniel) (Skoed-ardamez)
Kan broadel Marcha Real
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel Spagnoleg (Katalaneg, Euskareg, Galisianeg, Okitaneg Aran)
Kêr-benn Madrid
Gorread
-En holl
-% dour

504.782 km²
1,04%
Poblañs
-Hollad
-Stankder ar boblañs

43 209 511 annd. (2005)
85/km²
Roue Juan Carlos I
Kentañ ministr José Luis Rodríguez Zapatero
Gouel broadel 12 a viz Here
Moneiz Euro (€)
Kod pellgomz 34
Kod war ar Genrouedad .es

Ur vro etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreizdouar eo Spagn (pe Bro-Spagn). Dont a ra hec’h anv eus ar ger latin Hispania. Spagn, zo "Rouantelezh Spagn" hec’h anv ofisiel, zo anezhi ur vro eus Mervent Europa, gant div englozadenn e Norzhafrika (Maroko). Un demokratelezh eo hag aozet eo evel ur vonarkiezh barlamantel. Ur vro diorroet eo ha zo en 9vet plas evit a sell an armerzh er bed a-bezh. Ur vro all, Portugal hec’h anv, a gaver e Kornôg hag e Mervent al Ledenez ispanek pe iberek (diwar anv an Iberianed, ar bobl he doa graet hec’h annez eno er Ragistor. Er Su da Spagn emañ Jibraltar (un tiriad tramor saoz) hag ivez Maroko, zo enklozet enni div geoded spagnat (Ceuta) ha (Melilla). Er biz da Spagn emañ ar Pireneoù, zo ul lod anezho da Frañs, hag ivez Andorra, ur briñselezh vihan dizalc'h anezhi. E Spagn emañ ivez an inizi Balearez er mor Kreizdouar, an inizi Kanariez er Meurvor Atlantel hag enezennoù didud niverus er Mor Kreizdouar eus tu strizh-mor Jibraltar, anavezet eo evel lec’hioù ar riegezh (Plazaz de soberanía), evel an inizi Chafarinas, Enez Alborán, ar « reier » eus Vélez hag eus Alhucemas hag an enzenn vihan Enez Perisilh. Er biz da Spagn, er Pireneoù, ez eus un englozadenn vihan eus Katalonia, ur gêr zo Llívia hec’h anv hag hi gronnet gant an tiriad gall.

Taolenn

[kemmañ] Istor

An Iberianed a oa anv ar poblañsoù emren a oa o vevañ e Ledenez Iberia. Da c’houde e oa deuet poblañsoù kelt avat, a veze graet ar Geltiberianed anezho, da vevañ ganto.

Adalek an IXvet kantved a-raok Jezuz-Krist e krouas ar Fenikianed, ar C'hresianed ha Kartadiz kontoerioù war aodoù ar Mor kreizdouar.

En 2vet kantved e voe aloubet al ledenez gant ar Romaned. Ar c’hastilhaneg, ar relijion hag al lezennoù a zeu evit darn eus ar mare ma oa bet ar Romaned enni.

Pa’z eas an impalaeriezh roman war an diskar er Vvet kantved e voe aloubet ar vro gant ar Sueved, ar Vandaled hag ar Wisigoted. Ar Vandaled, bet staliet evit ur mare e su al ledenez, a yeas buan d’ober o annez e Tunizia, tra ma voe renet ar vro gant ar Wisigoted betek aloubidigezh ar vro gant ar Vuzulmaned.

Aloubiñ a reas an arabed-berbered, kaset gant Tariq ibn Ziyad, ar vro e 711. E 756 e teuas Spagn, anezhi ur vro vuzulman, da vezañ dizalc'h, dindan ren Omeyaded Spagn. E 929 e teuas ar vro da vezañ kalifelezh. En XIvet kantved ez eas ar galifelezh war an diskar hag e-se e voe savet meur a stadoù bihan, a veze anvet Taifaoù (betek 25).

Neuze e krogas ar gristenien, a veze repuet e Norzh ar vro, en-dro da aloubiñ Spagn ha da skarzhañ ar Vuzulmaned eus ar vro. Padout a reas an adperc’hennigezh-se betek 1492, pa voe skarzhet ar Vuzulmaned diwezhañ eus rouantelezh Grenada dindan ren ar roueed katolik, Isabel de Castilla ha Fernando de Aragón. E fin ar bloaz 1792 e voe dizoloet pe addizoloet Amerika gant Kristof Goulm. Peurunvanet e voe Spagn ent ofisiel e 1512. Adalek ar mare-se e krogas ar Gonkistadored da sevel un impalaeriezh drevadennel divent evit Spagn en div Amerika .

E 1492 e tivizas penntierned Spagn, broudet gant ar pezh a c’hoarveze er vro a-fet relijion gant an Adperc’hennidigezh, da lakaat ar Yuzevien da zibab etre treiñ ouzh Doue pe mont d’an harlu. An darn vrasañ eus ar Yuzevien a oa aet da repuiñ en impalaeriezh otoman hag ar vuzulmaned a oa chomet e Spagn war-lerc’h an Adperc’hennigezh-se, a veze graet ar Vorisked diouto, a voe lakaet da dreiñ ouzh Doue dre ret adalek deroù ar XVIvet kantved. Skarzhet e voent eus ar vro e 1609, goude m’o doa kemeret perzh e meur a emsavadeg

Dont a reas Spagn da vezañ ur rouantelezh er XVIvet kantved, unan eus ar riezoù galloudusañ Europa abalamour ma oa bet aloubet-mat Amerika ganti hag abalamour ma tegase pinvidigezhioù a-leizh eus ar c'hevandir-se.

Koulskoude e voe kaset galloudegezh ar Spagnoled tamm-ha-tamm da netra peogwir e rae brezel ouzh broioù all hag e-se e kouste ker-ruz dezhi brezeliañ. A-hend-all e voe freuz ha reuz er vro gant an emsavadegoù a zirollas enni.

E 1700 e teuas mab-bihan ar roue gall Loeiz XIV, bet e wreg kentañ merc’h yaouaer roue Spagn, da vezañ Roue Spagn, Fulup V e anv. Sevel ar reas tierniezh Bourboned Spagn. Un emglev a oa bet skoulmed etrezo ha roueed Frañs (Tiernezh ar re Vourbon). En XVIIIvet kantved e stourme an danvez roueed an eil ouzh egile hag e-se ez eas rouantelezh Spagn war wanaat.

Da vare Napoleon Iañ, e deroù an XIXvet kantved, e voe aloubet Spagn gant Frañs hag abalamour da se e tirollas [[Brezel Spagn (Impalaeriezh), ur brezel gwadek-kenañ er vro.

Abalamour ma voe meur a wech er blegenn e kollas Spagn an darn vuiañ eus he zrevadennoù en XIXvet kantved, dreist-holl adalek ar bloavezhioù 1820.

Lakaet e voe Republik kentañ Spagn war-sav e 1873 hag e 1874 met ne badas pell.

Distaget e voe an trevadennoù diwezhañ (Kuba, Filipinez, Puerto Rico, Guam) diouzh ar rouantelezh e 1898, goude ar brezel a voe etre Spagn hag ar Stadoù-Unanet.

Spagn, n’he doa kalz a zarempredoù gant broioù all Europa, a voe warlerc’hiet evit a sell ouzh an armerzh hag ar politikerezh.

Gant Eil Republik Spagn e voe skarzhet tiernezh ar re Vourbon diwar an tron e 1931. E 1936, goude trec'h Talbenn poblek Spagn, en em savas an tu dehoù pellañ, a oa ennañ Charleziz hag ar Falanjisted. E 1936 e tirollas ur brezel diabarzh a badas betek [1939]]. Goude ar brezel-se e voe renet Spagn gant ar Jeneral Franco. Divizout a reas an diktator Franco, a oa a-du gant ar roueelezh koulskoude, mirout ar galloud evitañ ha goulennet en doa adlakaat ar roueelezh war-sav war-lerc’h e varv hepken.

Goude marv ar Jeneral Franco, e 1975, e voe adlakaet ar roueelezh war-sav evel m’en doa divizet ar diktator. Met Juan Carlos I(añ), ar roue nevez, a lakaas an demokratelezh buan war-sav hag e 1986 e teuas Spagn ezel eus Unvaniezh Europa. Gant ar Vonreizh nevez, anezhi ur Vonreizh frank-tre, e voe freuzet ar greizennelouriezh bet lakaet e plas gant Franco ha digreizennet-mat e voe ar vro. Kalz a strolladoù broadelourien lec’hel, bet difennet da vare Franco, a oa aotreet en-dro, dreist-holl er c'humuniezhoù, ma vez graet gant yezhoù rannvroel disheñvel diouzh ar c’hastilhaneg, evel Euskadi ha Katalonia. E kumuniezhoù zo e vez goulennet muioc’h a emrenerezh, lod anezho a c’houlenn bezañ dizalc’h (en Euskadi hag e Katalonia dreist-holl)).

Dindan tregont bloavezh eo deuet armerzh Spagn d’ober berzh kaer, ar pezh n’eo ket c’hoarvezet gant amerzh Portugal avat. Tud zo a lavar ez eus bet ur burzhud armerzhel e Spagn pa zeskrivont emdroadur an armerzh er vro.

[kemmañ] Douaroniezh

[kemmañ] Politikerezh

Skeudenn:Palez ar Roueed e Madrid.jpg
Palez ar Roueed e Madrid

Pennad dre ar munud : Politikerezh Spagn

Abaoe 1978 e vez meret aozadur politikel Spagn gant Bonreizh Spagn 1978. Gant ar Vonreizh eo deuet Spagn da vezañ war un dro ur vonarkiezh vonreizhel hag un demokratelezh. Liesseurt eo ar strolladoù politikel enni ivez.

Galloudoù politikel hag arouezel en deus ar roue. Termenet eo ar galloudoù-se e mellad 612 ar Vonreizh : peurwiriekaat al lezennoù, divodañ ar parlamant (Las Cortes Generales), envel a ra Prezidant ar Gouarnamant, hag e penn an armeoù emañ. E penn diplomatiezh ar Stad emañ ivez (mellad niv. 63). Juan Carlos Iañ eo ar roue er mare-mañ.

E penn ar galloud erounit emañ Prezidant ar gouarnamant (Presidente del Gobierno) (ur garg damheñvel diouzh hini ur C’hentañ ministr. Pevar bloavezh e pad e respet. Anvet eo da Brezidant ar gouarnamant gant ar roue, ur wech m’eo bet degemeret gant Congreso de los Diputados. E penn Kuzul ar Vinistred emañ. José Luis Rodriguez Zapatero zo e penn ar gouarnamant abaoe hanter miz Meurzh 2004, goude bezañ bet trec’h en dilennadeg kannad. Dont a ra war-lerc'h José Maria Aznar.

Bodet eo ar gallout erounit e Palez ar Parlamant (Las Cortes Generales). Er palez-se ez eus ur gambr izel a vez anvet Congreso de los Diputados (Kendalc'h ar Gannaded) hag ur gambr uhel a vez anvet ar "Senedo” (Sened). 300 dilennad zo e Kendalc’h ar Gannaded. Evit pevar bloavezh e vezont dilennet gant ar mouezhiañ eeun. 248 den zo ezel eus ar Sened, en o zouez 208 den zo dilennet gant ar mouezhiañ eeun ha 40 den zo anvet gant ar rannvroioù.

Kumuniezhioù emren
Annezidi
(2000)
Annezidi
(2005)
Andalouzia 7 340 052 7 849 799
Aragón 1 189 909 1 269 027
Asturiez 1 076 567 1 076 635
Inizi Balearez 845 630 983 131
Kanariez 1 716 276 1 968 280
Kantabria 531 159 562 309
Castilla-La Mancha 1 734 261 1 894 667
Castilla y León 2 479 118 2 510 849
Katalonia 6 261 999 6 995 206
Kumuniezh Valencia 4 120 729 4 692 449
Extremadura 1 069 420 1 083 879
Galiza 2 731 900 2 762 198
Madrid 5 205 408 5 964 143
Rannvro Murcia 1 149 329 1 335 792
Navarra 543 757 593 472
Kumuniezh emren Euskadi 2 098 596 2 124 846
Ar Rioja 264 178 301 084
Kêrioù emren
Ceuta 75 241 75 276
Melilla 66 263 64 488

Bep 4 bloaz e vez aozet dilennadegoù e Spagn. E miz Meurzh 2004 e voe aozet an dilennadegoù hollek diwezhañ.

Ezel eus AFNA hag eus Unaniezh Europa eo Spagn.

[kemmañ] Tiriadoù Spagn

Pennad dre ar munud : Kumuniezhioù emren Spagn, Proviñsoù Spagn

Kartenn Spagn hag he rannvroioù
Kartenn Spagn hag he rannvroioù

17 rannvro zo e Spagn. Anvet e vezont "kumuniezhioù emren". Seurtoù stadoù kevreet int ha peuzdizalc’h int, ha pa vefe kalz a ziforc'h er galloudoù roet d’an eil pe eben gant ar stad kreiz. Ar c’humuniezhioù emren zo enno ur broviñs pe meur a hini. En holl ez eus 50 proviñs. Ouzhpenn da se ez eus div gêr dibar o statud, (Ceuta ha Melilla o anv.

111 kumun zo e Spagn, en o zouez enklozenn Livia e Reter ar Pireneoù.

[kemmañ] Poblañs

Skeudenn:Niver an dud dre km2 e Spagn (2005).png
Dasparzh an dud e Spagn e 2005
Emdroadur ar boblañs etre 1900 ha 2005 (sifroù gant Institute Nationa d'Estadistique 2005 (Ensavadur Broadel ar Stadegoù)
Emdroadur ar boblañs etre 1900 ha 2005 (sifroù gant Institute Nationa d'Estadistique 2005 (Ensavadur Broadel ar Stadegoù)
Kartenn Spagn
Kartenn Spagn

Pennad dre ar munud : Poblañs Spagn

40 499 799 annezad a oa e Spagn d’ar 1añ a viz Genver [[2000] ha 46 005 127 annezad d’ar 1añ a viz Genver 2006. N’eo ket ken uhel stankted ar boblañs e Spagn (87,41 annezad/km2) hag en darn vuiañ eus ar broioù all e kornôg Europa. N'eo ket ingal-kenañ dasparzh an dud er vro a-bezh. Muioc'h a dud zo o chom war an aod pe en trowardroioù da Vadrid, tra ma'z eus nebeut-tre a dud o chom en diarbarzh.

Kresket kalz eo poblañs Spagn abaoe dibenn ar bloavezhioù 1990, pa oa en em gavet en tu all da 3 milion a enbrodi d’ober o annez enni. Evit gwir, etre 2000 ha 2005, e voe ar feur uhelañ a enbroidi e Spagn evit a sell ar bed a-bezh. Eus Su Amerika, Reter Europa ha Maghreb e teue an dud-se dreist-holl. 8,47 % eus poblañs Spagn a oa eus an estrenvro e 2005.

[kemmañ] Kêrioù pennañ

Ar c’hêrioù brasañ (e 2005) :

  1. Madrid 5 843 041
  2. Barcelona 4 686 701
  3. Valencia 1 694 970
  4. Sevilla 1 317 098
  5. Málaga 1 074 074
  6. Bilbao 947 581
  7. Asturiez (Gijón,Oviedo, Avalés ha Langreo) 855 199
  8. Zaragoza 833 455
  9. Alicante-Elche 711 215
  10. Bae Cádiz (Cádiz-Jerez) 638 076
  11. Las Palmas de Gran Canaria 616 903
  12. Murcia 563 272
  13. Valladolid 519 249

[kemmañ] Armerzh

E-pad pell e oa bet Spagn ur vro labour-douar anezhi dreist-holl met abaoe 1975 mui pe vui ez eus bet kemmoù sokioarmerzhel bras enni. Liesseurt eo an armerzh enni hiziv an deiz. Deuet eo al liesseursted-se diwar kresk buan ar greantelezh er bloavezhioù hanter-kant ha diwar diorren an touristerezh. Etre 1995 ha 2001 e oa kresket an implijoù er greanterezhioù a 38%. Adalek 1964 ez eus bet kaset da benn meur a rakres evit diorren armerzh ar vro. Diorroet e oa bet ar vetalouriezh, al lestrsaverezh hag gennad an ezteuler kailh. Dindan 20 vloaz eo deuet Spagn da vezañ ur Stad a bouez evit a sell ar greantelezh hag al labour-douar. Eus gennad an touristelezh avat e teu ar goundioù brasañ.

Deuet eo Spagn da vezañ an navvet Stad er bed a-bezh hiziv an deiz.

[kemmañ] Sevenadur

Pont Kursaal, e San Sebastian - Donostia
Pont Kursaal, e San Sebastian - Donostia

Hervez un enklask bet graet nevez zo gant Kreizenn foran an enklaskoù sokiologel (Le Monde, miz Gouere 2005), ez eus 82,4% eus Spagnoled a lavar ez int katoliked, en o zouez 47,7% anezho a lavar ez int katoliked wirion.

[kemmañ] Relijion

Gouelioù ha deizioù gouel

Deiziad Anv brezhonek Anv kastilhanek Evezhiadennoù
1 Genver Kalanna Año Nuevo
16 a viz Genver Gouel ar Rouaned Epifanía
19 a viz Meurzh Sant Jozeb San José Ne vez ket lidet en Andalouzia, Inizi Balearez, Inizi Kanariez, Katalonia hag e La Rioja
5 a viz Ebrel Yaou-Gamblit Jueves Santo Ne vez ket lidet e Katalonia nag e Valencia
6 a viz Ebrel Gwener-ar-Groaz Viernes Santo
1 Mae Gouel al Labour Día del Trabajo
25 a viz Gouere Sant Jakez Santiago Apóstol Ne vez ket lidet en Andalouzia nag e Katalonia, Ceuta, Melilla nag e Navarra.
15 a viz Eost Gouel-Maria-Hanter-Eost Asunción
12 a viz Here Gouel an Hispaniadelezh Día de la Hispanidad Gouel broadel Spagn
1 Du An Hollsent Día de Todos los Santos
16 a viz Kerzu Devezh ar Vonreizh Día de la Constitución
8 a viz Kerzu Gouel Maria dinamm krouet Inmaculada Concepción
25 a viz Kerzu Nedeleg Navidad

[kemmañ] Liammoù diavaez

Sellit ouzh Spagn er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Spagn en Open Directory Project Espagne travel guide war Wikitravel


Kumuniezhioù emren Spagn
Andalucía - Aragón - Asturies - Illes Balears - Islas Canarias - Cantabria - Castilla-La Mancha - Castilla y León - Catalunya - Comunitat Valenciana - Euskadi - Extremadura - Galiza - Madrid - Murcia - Nafarroa - La Rioja
Kêrioù emren
Ceuta - Melilla
E yezhoù all


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -