See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Euskadi - Wikipedia

Euskadi

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Pelec'h emañ Bro-Vask en Europa
Ar 7 proviñs
Ar 7 proviñs

Euskadi (anv euskarek distaget e-ouch-ka-di) pe Bro-Vask eo an anv a vez roet da dri hollad melestradurel, daou e Spagn hag unan e Frañs:

En darn vrasañ eus an tiriadoù-se e vez komzet euskareg koulz ha yezh ofisiel ar riez e-lec'h m'emaint. Kastilhaneg evit an daou hollad melestradurel kentañ, galleg evit an hini diwezhañ.

An Ikurriña, Banniel ar vro
An Ikurriña, Banniel ar vro

[kemmañ] Euskadi hag Euskal Herria

Euskadi a zo ur ger bet savet e dibenn an XIXvet kantved, e 1896, gant Sabino Arana Goiri. Un anvadur politikel a zo anezhañ, troet eo bet gant “broad Vask” pe “Stad Vask”. Brudet eo bet an anv-se, hag anavezet-mat eo dre ar bed a-bezh. Hiziv an deiz avat, er vro end-eeun, ne dalvez Euskadi mui-ouzh-mui nemet evit ar Gumuniezh emren (3 froviñs hepken). Graet e vez gant Euskal Herria evit ober anv eus ar vro a-bezh (ar 7 proviñs). Herri a dalvez “bro”, a zo ur ger-mell, hag Euskal a dalvez “Bask” (adkavout a reer er ger euskal ar memes gwrizienn hag en euskara, anv ar yezh, an euskareg), EH eo ar berradur evel ma c’haller gwelet ouzh penn a-dreñv ar c’hirri-tan.

Un den eus ar vro a zo un euskaldun (liester euskaldunak), ar pezh a dalvez e penn kentañ “euskareger”. Diazezet eo ar vroadelezh war ar yezh eta (evel-se e c'haller klevet tud zo o lavaret n'int ket euskarat dre ma n'ouzont ket ar yezh, daoust ma oa euskarat holl o zadoù-kozh dre ma ouient ar yezh). Evit ober anv eus tud bask a-orin, pe tud o chom e Bro-Vask e vez graet gant gerioù nevez evel euskotar pe euskal erritar.

[kemmañ] Kumuniezh emren Euskadi

Emañ Kumuniezh emren Euskadi e Norzh Rouantelezh Spagn war ribl ar Meurvor atlantel. E menezioù an aradennad kantabrik emañ, menezioù a reer Menezioù Euskadi anezho ivez. Er Gevred emañ harzoù Frañs, er Reter emañ Kumuniezh forel Nafarroa, er Su ar Rioja ha Kastilla-ha-Leon hag er C'hornôg kumuniezh Kantabria.
Hervez bonreizh ar Rouantelezh eo anavezet kumuniezh Euskadi evel unan eus broadelezhioù Spagn war diriadoù proviñsoù Araba, Gipuzkoa ha Bizkaia. Dezho ur gorread a 7 234 km², hag ur boblañs a 2 124 846 a annezidi (2005) gant ur stankter poblañs a 292,4 annezad/km². Emañ kêr-benn ar Gumuniezh e Gasteiz (spagnoleg : Vitoria) en Araba. Staliet eo gouarnamant Euskadi ha Breujoù ar Gumuniezh eno.

Divyezhek eo an annezidi p'eo, hervez ar vonreizh, dever an holl Spagnoled gouzout spagnoleg, yezh ofisiel ar riez, met 45% a oar komz euskareg, ur yezh ha na zeu ket eus al latin evel ar yezhoù all komzet en Iberia. Anavezet eo da bep annezad e Bro-Spagn ar gwir da implij yezhoù ar broadelezhioù er vuhez foran. Bez' ez eus skolioù unyezhek e-lec'h ma vez implijet yezh ar vroadelezh lec'hel, reoù all unyezhek e spagnoleg ha reoù all gant spagnoleg hag ar yezh lec'hel.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -