Latin
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Latin (lingua latina) |
|
---|---|
Hen yezh | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Keoded ar Vatikan |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | n'eus mammyezher ebet |
Renkadur : | goude 100 |
Familh-yezh : | Indez-Europek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | Keoded ar Vatikan |
Akademiezh : | hini ebet |
Rizhouriezh | |
Urzh ar gerioù | {{{urzh}}} |
Frammadur silabek | {{{frammadur}}} |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | la |
ISO 639-2 | lat |
ISO 639-3 | {{{iso3}}} |
Kod SIL | LAT |
Deuit da welet ivez Yezh. |
Ur yezh italek eus familh ar yezhoù indezeuropek eo al latin. Yezh ar Romaned en Henamzer e oa hag eo bet implijet gant an diplomatiezh betek ar XVIvet kantved. Ur yezh voutin d'an holl vroioù europat ha kristen e oa diwar ar pouez a oa gant an Iliz katolik roman. Chomet eo un danvez-studi ret evit ar grennarded hag ar studierien en Europa betek derou an XXvet kantved goude Jezuz-Krist.
Renket eo al latin e-touez ar yezhoù aet da get ha koulskoude e chom unan eus an teir yezh ofisiel ma ra ar Sez Santel ganto goude bezañ bet yezh ret al liderezh katolik er C'hornôg (hag e chom implijet evit-se a-wechoù). Ne vez ket mui desket d'an danvez-kloareged er c'hloerdioù, met e skolioù-meur pabel e Roma hag e Breuriezh Sant Pius V ivez.
Un toullad tud o devez plijadur o komz e latin hag embann testennoù gant nevezc'herioù e-leizh (ober a ra ar Sez santel an dra-se ivez). N'eus nemet teurel ur sell ouzh Vicipedia, un doare latin eus Wikipedia ouzhpenn 14 000 pennad ennañ.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Yezh-vamm ar yezhoù romanek eo al latin pa zeu meur a yezh europat eus al latin poblel, ha n'eo ket eus ar yezh lennegel tamm ebet.
Ar yezhoù romanek :
- galleg
- italianeg
- kastilhaneg (yezh Bro-Gastilha deuet da vezañ ar spagnoleg)
- katalaneg
- okitaneg
- portugaleg
- romañcheg
- roumaneg
Ha yezhoù nann-romanek o deus degemeret ul lodenn vras eus o gerioù : an albaneg hag ar saozneg (gerioù gallek deuet er Grennamzer pa oa ar galleg, yezh ofisiel ar roueed saoz a oa bet duged Normandi e Bro-C'hall.
P'eo bet al latin yezh ar ouiziegezh hag an deskadurezh alies ha yezh an Iliz katolik roman e-pad kantvedoù, n'eo ket dic'hortoz m'en deus bet ul levezon bras war un toullad mat a yezhoù europat.
[kemmañ] Latin ar Grennamzer
A-wechoù e vez graet gant latin izel evit termeniñ al latin skrivet eus diwezh an Henamzer betek mareoù kentañ ar Grennamzer. Goude e vez komzet eus latin ar Grennamzer. Latin klasel a vez graet eus ar yezh skrivet gant Kikero ha Jul Kaezar er c'hantved kent ar C'hrist.
E latin ar Grennamzer ez eus en em silet gerioù deuet eus ar yezhoù germanek hag ivez eus termenoù cheñchet o sterioù dindan levezon ar gristeniezh. Da skouer : Credo, scriptorium.
Ezhomm a oa en Europa ar Grennamzer eus jubennourien ha troourien evit mont eus al latin d'ar yezh lec'hel hag ar c'hontrol. E galleg e veze graet latiniers eus outo hag e brezhoneg latinerien. Chomet ez eus roud eus ar ger-se e Breizh pa gaver an anv-familh Latimier c'hoazh. Ar c'hentañ geriadur embannet e Breizh (hag e Bro-C'hall) eo bet ar C'hatolicon (1499), ur geriadur teiryezhek, brezhoneg-galleg-latin. Kelennet e veze al latin e brezhoneg evel e tiskouez an Donoet, ur yezhadur latin e brezhoneg.
[kemmañ] Al latin bev
Betek fin an XIXvet kantved e veze ret kinnig hag embann e latin tezennoù war ar medisinerezh ha war ar skiantoù. Paeet e veze ur studier latineger evit an droidigezh.
Chomet eo al latin yezh diplomatiezh ar Vatikan, met muioc'h-muiañ a ziaesterioù o devez ar gloer evit ober gantañ. Diaes eo d'ar gardinaled komz ha skrivañ ul latin a-zoare. Ne chomfe nemet daou gardinal e-doug bodad Sened-kardinaled 2005 (evit dilenn ar Pab) a zo bet gouest da gompren hag ar Pab nevez en o zouez.
Ur servij evit al latin modern ha kempred a ren ar Sez Santel ha 60 000 ger a zo bet ouzhpennet abaoe daou c'hant vloaz evit lakaat ar yezh a-blom gant ar bed kempred. Ne c'heller ket krediñ n'eo ket mui bev al latin c'hoazh ha pa vije lavaret ar c'hontrol d'an aliesañ.
[kemmañ] Al latin hag Unaniezh Europa
Ur wech an amzer e implij Unaniezh Europa al latin pa ne c'hell ket ober gant al liesyezhegezh ofisiel. Setu perak e ra gant formulennoù simpl e latin evel he ger-ardamez (sell ouzh ar foto).
Da vezañ kendalc'het
[kemmañ] Gerioù
- latinat a zo komz latin
- latinaat, lakaat e latin
[kemmañ] Liammoù diavaez