Su
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar Su a zo unan eus ar pevar avel ha merket eo war an nadoz-vor. E tu kontrol an Norzh emañ hag e ra ankloù skouer gant ar C'hornôg hag ar Reter.
Ar C'hreisteiz e vez anvet ivez
Dre ur reolenn voutin e vez kempennet ar c'hartennoù evit ma vo d'an traoñ lodenn su an diriad a weler treset warno.
Emañ ar "Su douaroniel" e penn traoñ an ahel ma ya ar voul-Douar da dreiñ en-dro dezhañ hag e vez ar pol Su eus ar poent-se. E kevandir Antartika emañ.
Emañ ar "Su gwarellek" (pe vagnetek) e poent ma'z eus ar pol Su gwarellek, da lavaret eo ar poent e-lec'h ma kaver ar brasañ nerzh gwarellek negativel. En Antarktika emañ ivez, un nebeud kantadoù kilometrad pelloc'h eget ar Su douaroniel.
Implijet e vez an termen Su evit menegiñ takadoù bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termlenet evel broioù ar Su ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa : alies e intenter evel-se ez eus diforc'hioù e keñver araokadur an teknologiezh. An darn vrasañ eus broioù ar Su a vez kavet e hemisferenn su.
Evel pep a du eus rod an avelioù e c'hell bezañ ar ger Su un anv, un anv-gwan hag un adverb, an daou diwezhañ gant un s bihan.