Pevar avel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
En douaroniezh eo ar pevar avel roudoù pennañ un nadoz-vor war ur gartenn : an Norzh, ar Reter, ar C'hornôg hag ar Su.
Taolenn |
[kemmañ] Rod an avelioù
War ar c'hartennoù e vez peurliesañ treset rod an avelioù, an Norzh war wel. Tu a zo ivez da grouiñ avelioù hanterek. (Neuze e komzer eus an eizh avel). An Norzh a ziskouez tost atav an nec'h.
Berradur | Avel | Azimut |
---|---|---|
H | Norzh | 0° |
Bz | Biz | 45° |
R | Reter | 90° |
Gv | Gevred | 135° |
S | Su | 180° |
Me | Mervent | 225° |
K | Kornôg | 270° |
Gw | Gwalarn | 315° |
H | Norzh | 360° |
N.B. : Pa vez graet anvioù-gwan pe adverboù gant an avelioù, e vezont skrivet gant tallizherennoù bihan.
[kemmañ] Anvioù all ar pevar avel
An Norzh a zo ivez graet anezhañ :
an Hanternoz ;
ar Sterenn ;
ar C'hleiz ;
ar Gougleiz (en henvrezhoneg).
Ar Reter a zo ivez graet anezhañ ar sav-heol.
Ar Su a zo ivez graet anezhañ :
ar C'hreistez ;
an Dehoù ;
an Dehoubarzh (en henvrezhoneg).
Ar C'hornôg (pe Gornaoueg) a zo ivez graet anezhañ ar c'huzh-heol.
[kemmañ] Sellit ivez ouzh
- Penn-ahel gwarellek
- Penn-ahel douaroniel