* War-raok atav. D’an 10 a viz Genver 2008 e oa bet tremenet an niver a 18 000 pennad gant an holloueziadur brezhonek. Ha derc'hel a ra o niver da greskiñ bemdez abaoe ! Labour a chom avat evit kenderc'hel da grouiñ pennadoù hag evit kempenn ar pennadoù zo bet savet : an holl anezho pe dost o deus ezhomm bezañ adwelet, reizhet, kempennet ha klokaet. Ar 55vet yezh eo ar brezhoneg evit an niver a bennadoù bremañ, e-touez raktresoù holloueziadur Wikipedia. Evit gouzout hiroc'h : An Deizlevr
* Raktresoù all, kar da Wikipedia, zo ivez : ar raktresoù Wikimammenn (un diellaoueg e brezhoneg, enni testennoù klok hag en o furm orin) ha Wikiarroud (un dastumad arroudoù e brezhoneg), hag ar Wikeriadur. Ur geriadur e meur a yezh, ha bremañ e brezhoneg ivez eo hemañ.
Un nebeudig tud oberiant evit ar raktres Wikipedia e brezhoneg a labour evit se. Ouzhpenn 8000 pennad zo bremañ er Wikeriadur brezhonek, ar pezh a lak ar brezhoneg er 36vet renk e-touez ar raktresoù geriadur heñvel. en tu all da 3500, Mar fell deoc’h mont da welet al labour-se, kit war Wikeriadur e brezhoneg.
* Evit kaozeal diwar-benn kement tra a denn d'ar Wikipedia brezhonek hag adkavout ar Wikipediourien all e c'hallit mont d'ober un dro betek an An davarn.
* Evit gwellaat ar pennadoù e c’hall pep hini teurel ur sell ouzh roll ar fazioù stankañ, ur roll a c'hallo bezañ klokaet evel-just...
22 a viz Mae : Bodadenn Vroadel Bro-C'hall he deus degemeret ur c’hemm d’ar Vonreizh d’ober anv eus ar yezhoù « rannvroel » er mellad 1 anezhi. Digemm e chom ar mellad 2 avat, an hini ma lenner ez eo ar galleg yezh ofisiel nemeti ar Republik c'hall.
20 a viz Mae : krogad mell-droad etre c'hoarierien vreizhat a vicher ha skipailh Republik Kongo e Sant-Brieg. N'eo ket alies e vez bodet ur skipailh mell-droad breizhat.
12 a viz Mae: gant Enez Manav ez eu bet embannet c'hwec'h timbr ha warno pep a vanniel eus ar broioù keltiek [1].
Pennad ar sizhun : Berlin Kêr-bennAlamagn eo Berlin. Deuet e oa da vezañ ur gêr-benn en-dro d'an 3 a viz Du1990.
Krouet e oa Berlin e-tro ar bloavezh 1200. Hec'h anv en dije un orin slavek hag a zeufe eus ar sorabegbarlen pe berlén, hag a dalvez "kloued e koad", a veze lakaet gwechall war bord ar stêr Spree gant ar besketaerien. Ur gêr kozh a-walc'h eo, daoust ma ne vez ket santet kement-se pa vezer eno. Traoùigoù eus an amzer-se zo da welet memes tra, evel ar c’harter anvet Nikolaiviertel, e-kichen an ti-kêr.
Pa voe unvanet Alamagn en XIXvet kantved, e teuas Berlin da vezañ ar gêr-benn anezhi. Er bloavezhioù 1920 e teuas Berlin da vezañ ar gêr vras a anavezer hiziv an deiz. Dont a reas neuze da vezañ unan eus kêrioù brasañ ar bed, gant war-dro 3,8 milion a annezidi.
Goude kuzuliadeg Yalta (e miz C’hwevrer 1945) e voe rannet Alamagn e pevar zakad goude an Eil brezel-bed, ha rannet e voe Berlin ivez. E divizoù Potsdam e miz Gouere hag e miz Eost 1945 a-benn eskemm diwar-benn dazont Alamagn, dizemglev a savas buan etre Saozon, Amerikaned ha Gallaoued diouzh un tu, hag ar Rusianed diouzh an tu all. Evit ar re gentañ e oa pouezus adreiñ lañs buan da armerzh Alamagn, padal e felle d’ar Rusianed pouezañ war an digoll.
Rann Berlin hag Alamagn a voe ofisiel e 1949. Tachad ar c’hornôg a zeuas da vezañ Bundesrepublik Deutschland (BRD), ha Bonn a voe lakaet da gêr-benn. Diouzh an tu all e teuas an tachad soviedel da vezañ Deutsche Demokratische Republik (DDR) ; lakaet e voe Berlin ar Reter da gêr-benn. Berlin ar C’hornôg a voe staget ouzh Alamagn ar C’hornôg ha dispartiet e oa an div lodenn eus kêr gant ur voger vras. Evel-se e chomas an traoù betek 1989-1990. Dilennadegoù dieub kentañ DDR abaoe 1949 a c’hoarvezas e miz Meurzh 1990. Buan goude e voe adunvanet Alamagn, diskaret ar voger hag adunvanet ivez an div lodenn eus Berlin.
Parlamant Alamagn a guitaas Bonn e 1999, ha d’an 19 a viz Ebrel en em stalias er Reichstag nevesaet. Kalz cheñchamantoù a zo bet abaoe m’eo bet adunvanet Berlin. Karterioù zo bet nevesaet, ha Mitte a zo deuet da vezañ kreiz ar gêr en-dro.