See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Mastaba - Wikipedia

Mastaba

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Framm ur mastaba
Framm ur mastaba

Ur mastaba zo ur savadur kañv hirgarrezek a dalveze da veziañ ar faraoned en Henegipt ha diwezhatoc'h an noblañs hag ar pennoù bras.

Taolenn

[kemmañ] Taolenn ur mastaba klasel

Delwenn an hini marv en he siklud e deun chapell ar mastaba
Delwenn an hini marv en he siklud e deun chapell ar mastaba

War-c'horre an douar, ur mastaba zo ur savadur hirgarrezek gant mogerioù brikennoù crues pe mein-ben stouet un tamm etrezek an diabarzh evel sichenn ur biramidenn. Gallout a reer mont dre un nor en ur chapel kañv peurliesañ. Speurennoù ar pezh-se, a-stur gant mogeriù diavaez ar mastaba, a c'halle bezañ goloet a livadurioù a daolenne buhez pemdez an hini marv. Engravet e vez war ar voger a-dal d'an nor un nor faos a gas, en un doare aroueziek, da rouantelezh ar re varv. Aozet e veze an nor-se e doare da aesaat distro an hini marv e bed ar re vev. Gwelet e veze eno delwenn an hini marv ha degas a raed profoù ha boued dezhañ. Ur puñs, a zo e zigor e lein ar mastaba, a sank en douar (betek en tu all da 20 metrad donder hervez pouez an hini marv er gevredigezh) hag a zigor war ar gambr kañv e lec'h ma veze lakaet sarkofagenn an hini marv.


ment keitat ar mastabaoù :

  • hirder: 30 m,
  • Ledander : 15 m,
  • Uhelder: 6 m.


[kemmañ] Etimologiezh

Dont a rafe ar ger mastaba eus an arabeg مَصْطَبَة maṣṭabaʰ (a c'haller da dreuzlizherennañ maṣṭaba), a dalvez « skaon maen ». Hemañ eo an anv a oa roet d'ar seurt savadurioù gant micherourien egiptat Aogust Mariette. War a seblant e vije bet amprestet ar ger arabek digant an arameeg miṣṭubbā, a vije bet amprestet digant an henc'hresianeg στιϐάς stibás, « gwele geot », pe στύπος stúpos, « kef ».

[kemmañ] Orin

Talbenn Mastaba Senedjemib Mec'hi
Talbenn Mastaba Senedjemib Mec'hi

Ar mastabaoù a zeu eus ar c'hrugelloù kañv (tumulus) a veze savet a-us d'ar poull ma veze lakaet kelan an hini marv hag e beadra e-pad ar prantad raktierniezh. Aroueziañ a ra ar grugell an duchenn gentañ ma teuzs an Heol er bed hervez mitologiezh Heliopolis, ha gronnet e veze moarvat gant ur gouriz mein.

Implijet e oa mastabaoù adalek deroù Henimpalaeriezh Henegipt. Graet e vezent gant brikennoù da gentañ, met tamm-ha-tamm e oa bet implijet maen, maen-raz peurgetket, en o lec'h. Da gentañ e vezent savet evit ar Faraoned hepken, met bep un tammig en em ledas o implij d'ar renkadoù uhelañ (ar re o doa peadra da lakaat o sevel) a vuzul ma kroge ar Faraoned da vezañ beziet e bezioù e stumm piramidennoù.

Talvezout a rae ar mastabaoù da vez evit familhoù a-bezh alies ha kavout a reer enne eta meur a buñs, ha a-wezhioù zoken meur a gev er memes puñs, kleuzet e donderioù disheñvel. Ur sin galloud ha pinvidigezh eo donder ar c'hev.

Ar mastabaoù a oa war un dro ur bez evit kelan an hini marv ha lec'h annez e ga. Abalamour da se e laka stumm ar mastabaoù da soñjal e palezioù a-wezhioù.

[kemmañ] Eus ar mastabaoù d'ar piramidennoù

Bered-veur Menfis, piramidenn dereziek Djoser
Bered-veur Menfis, piramidenn dereziek Djoser

Cheñveht o deus ar mastabaoù da vare an Henimpalaeriezh da zont da vezañ Piramidennoù dereziek zo ar c'hentañ savadurioù e stumm ur biramidenn. Abalamour ma venned tizhout uhelderioù brasoc'h-bras evit diskouez pouez ha galloud an hini marv (Faraoned d'ar c'houlz-se), e teuas ar mastabaoù, dezho ul live hepken, da vezañ mastabaoù gant daou live, ar pezh a roe tu d'ar saverien da sevel frammoù kañv ouzhpenn. An eil live ne veze ket ken ledan nag uhel hag an hini kentañ.

gant deroù an IIIe tierniezh (war-dro -2700 à -2600) e teuas ar mastabaoù da vezañ piramidennoù dereziek, gant meur a live savet an eil a-us d'egile, dezho stumm un diri ramz o sevel etrezek an neñv. Ar gentañ hag an hini vrudetañ eus holl ar piramidennoù dereziek-se eo piramidenn Djoser e Saqqarah, savet gant an tisavour Imhotep. Imhotep a oa fellet dezhañ seel ur biramidenn dereziek hag a savfe evel ur viñs ramz, etrezek an neñv da aroueziañ beaj an hini marv eus ar « bed dindandouar » etrezek an « neñv ».

Ar prantad da-heul en emdroerezh ar piramidennoù dereziek a grogas pa oa savet ur piramidenn romboidek gant ar faraon Sneferou e Daschour. Ur stad etre e oa etre ar piramidennoù dereziek hag ar piramidennoù o c'hostezioù levn. Ar piramidenn romboidek zo ur piramidenn a ya he c'hostezioù levn d'ober un diribin gant tammoù zo disheñvel o stouadur. N'eo ket unvan an diribin hed-ha-hed kostezioù ar biramidenn, met romboidek, abalamour ma soñje d'aan disavourien a savas raktres ar biramidenn a soñje dezhe e vije re serzh diribinoù eeun ha ma vefe gwanaet ar savadur gante. Treuzfurmiñ a rejont anezhe evit ma vefe solutoc'h.

Savet eoa piramidennoù levn adalek ar IVe tierniezh (war-dro -2573 betek -2454). E-mesk ar re vrudetañ e kaver Piramidenn C'houfou, piramidenn C'hefren, ha piramidenn Menkaoura, e Gizah e-kichen Kaero.


[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fet an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki Commons
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -