See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Henc'hresianeg - Wikipedia

Henc'hresianeg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Henc'hresianeg
(Ἀρχαία Ἑλληνική)
Perzhioù
Komzet e : Gres, Kiprenez, Albania, Turkia, Italia hag en trevadennoù gresian
Rannved : Europa, Azia-Vihanañ
Komzet gant : Dianav
Renkadur :
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : -
Rizhouriezh
Urzh ar gerioù {{{urzh}}}
Frammadur silabek {{{frammadur}}}
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 -
ISO 639-2 grc
ISO 639-3 {{{iso3}}}
Kod SIL -
Deuit da welet ivez Yezh.


An henc'hresianeg (e henc'hresianeg : ἡ Ἑλληνικὴ γλῶττα, hê hellênikề glỗtta)[1] eo eil prantad istorel ar gresianeg a badas etre an IXvet kantved kent J.-K. hag IVe kantved kent J.-K.. Gallout a reer rannañ ar prantad-se e daou varevezh : an Henc'hres (IXvet-VIvet kantved kent J.K.),ha Bro-C'hres klasel (Vvet-IVe kantved kent J.K.). En istor Bro-C'hres en henamzer e kaver ivez ar prantad helenistel a ya d'ober ur prantad disheñvel eus istor an henc'hresianeg anvet "Koine".

E henc'hresianeg e oa bet savet barzhonegoù Homeros, en o zouez an Ilias hag an Odisseia, hag an oberennoù bras eus al lennegezh pe ar brederouriezh, bet krouet en oadvezh aour atenat, zo bet diazez hor skiantoù hag hor matematikoù a vremañ.

Evit kavout titouroù diwar-benn yezhoù Bro-C'hres kent krouidigezh al lizherenneg c'hresian, sellet ouzh ar pennadoù gresianeg Mikene ha kentgresianeg.




[kemmañ] Ar rannyezhoù

Diwanet eo ar strolladoù bras a rannyezhoù war-dro 1100 kent J.K., da vare aloubadegoù an Dorianed a-hervez. Kavout a reer roudoù skrivet resis anezhe adalek an VIIIvet kantved kent J.K. N'emañ ket a-du an holl arbennnigourien war gwirionez an aloubadegoù dorian-se. Lod a soñj dezhe

Gresianed an henamzer o-unan a soñje dezhe e oa teir rann vras en o fobl : an Dorianed, an Eolianed hag Ioniz (Ateniz en o zouez). Bep a rannyezh disheñvel a gomzent. Ma lakaer a gostez an arkadieg, ur rannyezh divrud eus menezioù ar Peloponnesos hag ar c'hiprenezeg, gwall bell diouzh kreiz ar bed gresian, ez eo heñvel a-walc'h ar rannidigezh-se eus ar poblañsoù hag eus ar rannyezhoù ouzh disoc'hoù an enklaskoù graet nevez zo en arkeologouriezh hag e yezhoniezh.


Ar rannyezhoù henc'hresianek a c'haller bodañ e pevar strollad[2] : ar strollad arkadiat-ha-kiprenezat, ar strollad kornogat, ar strollad eolian hag ar strollad ionian-hag-attek :


  • Strollad kornogat
    • Henc'hresianeg ar gwalarn (NW war ar gartenn)
    • Doreg
  • Strollad eolian
    • Eolieg Azia
    • Thesalieg
    • Boeotiaeg
Kartenn eus rannyezhoù an henc'hresianeg, war-dro 400 kent J.K..
Kartenn eus rannyezhoù an henc'hresianeg, war-dro 400 kent J.K..
  • Strollad ionian-hag-attek
    • Atteg
    • Euboea ha trevadennoù en Italia
    • Kikladoù
    • Ionia Azia
  • Strollad arkadiat-ha-kiprenezat
    • Arkadieg
    • Kiprenezeg
    • Pañfilieg


Peurliesañ, pa gomzer eus an henc'hesianeg e komzer eus rannyezh Aten, ur rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. An atteg, anv ar rannyezh-se, eo ar yezh bet implijet evit skrivañ ar pep brasañ eus al lennegezh c'hresian klasel. Da-heul aloubadegoù Aleksandr Veur hag ar meskad gresianed a orin diheñvel a voe, e kreskas implij ar c'h/koinè, kenyezh (hemañ eo ster an anv-gwan koinos) diwanet diwar meur a rannyezh eus ar strollad ionian-hag-attek. Implijet e veze en arme hag er melestradur ha desket e veze gant annezidi ar broioù aloubet, ar varc'hadourien, ha kement zo. Dont a reas evel se da vezañ lingua franca an henamzer, war un dro gant al latin. ar c'hoine a zeuas da vezañ yezh ofisiel impalaeriezh roman ar reter. Diwezhatoc'h e emdroas a-nebeudoù evit dont da vezañ ar gresianeg a-vremañ.

[kemmañ] Doareoù skrivañ

Al linenneg B eo ar c'hentañ doare skrivañ testeniekaet evit skrivañ ur rannyezh c'hresian. Ur silabenneg eo ha n'en deus tamm kerentiezh ebet gant al lizherenneg c'hresian. Implijet e veze e Kreta ha war an douar-bras evit diskrivañ ur stumm kozh-bras eus ur rannyezh arkadiat-ha-kiprenezat etre -1500 ha -1200. Etre -800 ha -200 e voe implijet un doare skrivañ tost, ar silabenneg kiprenezat, e Kiprenez evit diskrivañ henc'hresianeg hag eteokiprenezeg)


Nav gwerzenn gentañ an Odyseia gant Homeros
Nav gwerzenn gentañ an Odyseia gant Homeros

Bet zo bet skriturioù koshoc'h evit al linenneg B hag ar silabenneg kiprenezat e Bro-C'hres, met n'o deus ket servijet evit skrivañ henc'hresianeg moarvat :

  • Al linenneg A (etre -1800 ha -1450, e Kreta hag en inizi an Enezvor) ;
  • An hieroglifoù kretat (etre -1750 ha -1600, e Kreta) ;
  • Kavout a reer ur skritur dianav all war Pladenn Faistos (bloaziad diasur) ;
  • Ar c'hiprenezeg-minoeeg, anvet a-wezhioù "linenneg C", (etre -1500 ha -1200, e Kiprenez), deveret eus al linenneg A marteze ; talvezout a rae ar silabenneg-se da skrivañ ur stumm kozh-bras eus eteokiprenezeg.


Goude se ez eo al lizherenneg c'hresian zo bet implijet, gant stummoù disheñvel, adalek an IXvet pe an VIIIvet kantved kent J.K.. Savet eo bet diwar skouer al lizherenneg fenikian. O lakaat vogalennoù ouzhpenn arouezennoù an abjad, ar C'hresianed o doa ijinet patrom al lizherennegoù kornogat.



[kemmañ] Notennoù

  1. Graet e vez "gregach" pe "gresim" anezhañ ivez e brezhoneg, daoust ma c'hall ar gerioù-se talvezout evit an henc'hresianeg koulz hag evit ar gresianeg a vremañ.
  2. Gallout a reer lenn ar memes doare da ginnig ar strolladoù rannyezhoù en embannadurioù nevez an Encyclopedia Britannica, a renabl ivez an oberennoù pouezusañ diwar-benn an danvez-se.


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -