Yezhoniezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ez-ledan e c'heller lâret ez eo ar yezhoniezh studi yezhoù mab-den.
Deskrivañ en un doare objektivel ha dielfennañ mont-en-dro ar yezhoù dres ma vezont implijet gant an dud hep en em soursial da varnañ hag-eñ ez eo 'mat' pe 'fall' an implijoù-se eo pal kentañ ar skiant ar yezhoniezh a-vremañ.
Ar yezhoniezh-gourc'hemenn diouzh he zu, a fell dezhi lakaat reolennoù implij-mat ar yezh daoust d'an doareoù ma vez implijet ger pe ger gant an dud.
Bez' e c'heller isrannañ ar yezhoniezh evel-mañ:
- yezhoniezh sinkronel pe yezhoniezh diakronel
- gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh diakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer.Hiziv an deiz, an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel a denn d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ.
- yezhoniezh teorikel ha yezhoniezh pleustrek
- ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da deskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat ar ouziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji yezh. Hiziv an deiz, meur a dachenn bleustrek a denn dreist-holl da implij an urzhiataerezh, da skwer an treiñ dre urzhiataer. D'o zro, ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek a degasas ganti doareoù nevez da gompren ar gevreadurezh pe ar semantik gant un diazez matematik resisoc'h.
- yezhoniezh kenarroudel ha yezhoniezh dizalc'h
- Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh (yezhoniezh kevredel pe 'sokialyezhoniezh'); penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh dizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.
[kemmañ] Tachennoù-studi ar yezhoniezh teorikel dre ar munud
Peurliesañ e vez isrannet ar yezhoniezh teorikel e meur a dachenn-studi resis pe resisoc'h:
- fonetik
- studi ar sonioù a vezont implijet e yezhoù ar bed;
- fonologiezh
- studi mont-en-dro sonioù ur yezh;
- morfologiezh
- studi an doare da sevel gerioù, da skwer implij ar rakgerioù, al lost-gerioù hag ar gerioù kevrennek;
- kevreadurezh
- ('sintaks') studi ar frazennadur, d.e. an doare da sevel frazennoù reizh;
- semantik
- studi ster ar gerioù (semantik gerva) hag an doare ma vez savet ster ar frazennoù diwar ar gerioù a implijer;
- pramatik
- studi implij pleustrek ar yezh gant an dud en o darempredoù
- yezhoniezh istorel
- studi al liammoù etre ar yezhoù dre dielfennañ ar c'hemmoù yezhoniel a-hed an amzer;
- yezhoniezh tipologel
- studi ar familhoù-yezh hervez ar perzhioù boutin kenetreze;
- stiloniezh
- studi stiloù implij ar yezhoù