Urzhiataerezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
An urzhiataerezh pe ar c'hompoderezh eo ar skiant hag ar pleustr a denn d'an urzhiataerioù. Un nebeud a vrezhonegerien a ra gant stlennataerezh deveret eus stlenn a dalvez evit ar reiñ da c'houzout hag an elfennoù ditour a c'heller lakaat en un urzhiataer. Med lod a ra gant informatik ivez.
Deveret eo ar ger urzhiataer eus ar galleg ordinateur ijinet er bloavezhioù 1950 war goulenn IBM, met ar saoznegerien a ra gant computer, computer science hag ivez gant data processing evit keweriañ (tretiñ) dre urzhiataer.
E-touez un toullad skiantourien hag ijinerien ez eus bet pouezet gant istorourien an urzhiataerezh war oberenn Alan Turing er bloavezhioù 1940.
Taolenn |
[kemmañ] Lodennoù ur c'hompoder pe un urzhiataer
- an unvez keweriañ kreiz ennañ ar c'hewerier pe mikroprosesor
- periferelloù ne c'heller ober hepto d'an aliesañ
- unan pe vuoc'h unvezioù kadaviñ evel an disk kalet pe ar bladenn galet pe ar gantenn galet pe unvezioù all evel ar gantenn luc'h lenn/skrivañ pe ar memor flash
- ar c'hlavier kompoder pe an douchennaoueg
- ar skramm pe monitor ar c'hompoder
[kemmañ] Benvegoù periferek a c'hell bezañ lianmmet outi ma 'z eus ezhomm
- Benvegoù moullañ
- ar voullerez
- an treseller
- Benvegoù kehentiñ
- ar modem
- ar router
- Benvegoù gorren roadennoù
- ar scanner pe an niverelaer
[kemmañ] Plas ar brezhoneg en urzhiataerezh
Tamm ha tamm eo posupl ober muioc'h-muiañ a draoù e brezhoneg gant an urzhiataerioù hag amañ e vo kavet Roll ar meziantoù gant un etrefas e brezhoneg.
Gant tud An Drouizig, ambrouget gant Ofis ar Brezhoneg mui un nebeut hiniennoù ez eus bet troet e brezhoneg meur a veziant kenwerzhel pe frank. Sell ouzh [lec'hienn An Drouizig http://www.drouizig.org]
[kemmañ] Liammoù diavez
An embannadurioù Preder o deus embannet "Geriadur ar stlenneg", Preder, 542 p., 1995, [ISBN 2-901383-14-9] e stumm ul levr galleg-saozneg-brezhoneg (savet gand Guy Étienne hag ur goulennataerez war lec'hienn g(eriadurioù) Preder meneget a-us.