Morfologiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un dachenn-studi yezhoniel eo ar vorfologiezh a bled gant an doare da sevel ha da grouiñ gerioù.
Meur a doare morfologiezh a zo e gwirionez, da skwer ar vorfologiezh diazezet war studi ar gerioù (saoz. word based morphology). Dre vras avat, e c'heller lâret eo kevatal peurliesañ an termen morfologiezh gant studi ar morfem. Setu an doare teoriennoù a vo displeget er pennad-mañ.
Pep ger a vez savet diwar elfennoù nebeutañ anvet morfemoù. Klasket e vez reolennoù evit displegañ penaos e c'hell bezañ implijet pep doare morfem evit sevel gerioù diwarne.
Ret eo ober un diforc'h ivez etre an daou doare morfemoù pennañ:
-
- morfemoù distag: a c'hell bezañ implijet hepmuiken evel gerioù leun.
- morfemoù stag: na c'hellont ket bezañ implijet o-unan fenn hep ur morfem diazez
(Gw. kenger)
Taolenn |
[kemmañ] An displegadur
Displeget e vez ur ger pa vez staget morfemoù all outañ evit diskwel perzhioù yezhadurel ar ger-se er frazenn met hep cheñch na rummad na ster ar ger, da skwer:
- komz > komzan
- merc'h > merc'hed
- 'kador > kadorioù
Morfem yezhadurel (saoz. inflectional morphemes) a vez graet eus ar morfemoù-mañ. Morfemoù stag eo ar re a dalv da displegañ ur ger.
[kemmañ] An deveradur
Deveret e vez ur ger pa vez staget morfemoù all outañ evit cheñch rummad pe ster ur ger bennak, da skwer:
- ober > adober (cheñch ster)
- ober > oberour (cheñch rummad, verb > anv-kadran)
Morfem krouiñ (saoz. derivational morpheme) a vez graet eus ar morfem-mañ. Morfemoù stag eo ar re a dalvez da cheñch rummad yezhadurel ur ger evel-hen.
[kemmañ] Ar c'hevrennadur
Ur ger kevrennek a zo anezhañ ur ger savet diwar div pe vui a vorfemoù distag, da skwer:
- ti-post
- morgazh
- ki-bleiz
Ur ger a c'hell bezañ krouet e yezhoù 'zo diwar div morfeme stag. Diouzh an tu all avat, morfemoù stag a c'hell dont da vezañ implijet evel morfemoù distag. E saozneg, da skwer, e vez implijet an nevezc'her ism tennet diwar al lost-ger -ism (kevatal da -iezh e brezhoneg, d.s. socialism, conservatism, fascism hag ivez hinduism, buddhism) evit talvezout kement ha ur gredenn benaket.
[kemmañ] Alovorfemoù
Bep morfem a c'hell bezañ distaget e doareoù disheñvel hervez reolennoù rik-pe-rikoc'h o tennañ, peurliesañ, da lec'h ar morfem-se hag ar sonioù all tro-dro dezhi dreist-holl. E saozneg, da skwer, e vez distaget mouzhiet pe divouezh ar vorfemenn '-S' a dalvez da verkañ al liesterioù reizh a-benn klotaat gant doare distagañ ar sonenn gent:
- cat > cats (distaget /s/ abalamour d'an /t/)
- dog > dogs (distaget /z/ abalamour d'an /d/)
[kemmañ] Enteuzadur
Gant ar yezhoù enteuzel evel al latin da skwer, e vez enteuzet meur a vorfem yezhadurel en unan. Da skwer:
- dominus ("mestr") savet diwar ar wrizienn domin- hag ul lost-ger (morfem distag) enteuzet a dalvet kement ha "(anv-kadarn) gourel, unander, nominativel" war un dro.
Disheñvel rik eo kement-mañ diouzh ar pezh a c'hoarvez gant ar yezhoù daspegel evel an turkeg e lec'h ma vez sklaer ar vevenn etre pep morfemm gant pep a berzh resis.
[kemmañ] Treuzstummadur
Treuzstummadur (saoz. suppletion) e vez graet outañ pa vez implijet ur ger disheñvel-mik diouzh unan all evit diskwel ur c'hemm a c'hellfe bezañ graet a-hendall dre implijout morfemoù, da skwer:
- lakaet < laka (gwrizienn) + -et (morfem reizh evit merkañ an anv-gwan verb)
- mont < aet
- paotred < paotr
- chas < ki
[kemmañ] Gesamtbedeutung
Implijet e vez an termen alamanek Gesamtbedeutung evit deskrivañ perzhioù semantikel pennañ ur morfem hep derc'hel kont eus ar fed ma vez distag pe get. Da skwer, e berzhoneg ar morfemoù "-er" hag "-our" a dalvez da verkañ an oberour.