Mouezh (yezhoniezh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen mouezh (saoz.: voice pe voicing) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus unan eus an tri ferzh pennañ hervez fonetik an distagañ implijet a-gevret gant an doare distagañ hag al lec'h distagañ evit renkañ ur sonenn.
Dre vras e reer un diforc'h etre sonennoù mouezhiet ma vez lakaet kerdenn ar vouezh da froumal (d.s. [p, t, k, s]) ha sonennoù divouezh (d.s. [d, d, g, z]) ma ne froum ket kerdenn ar vouezh. Liveoù mouezh etre a c'hell bezañ avat, da skouer fri ([fri]) > ar fri ([ar v̥ri] e rannyezhoù brezhonek zo.
Peurliesañ e vez mouezhiet ur vogalenn daoust ha ma vez implijet ivez vogalennoù divouezh e yezhoù zo, keit ha ma c'hall ur gensonenn bezañ mouezhiet pe divouezh.
Setu parioù fonomennoù kensonennel mouezhiet ha divouezh skouer implijet gant ar brezhoneg m'en devez an diforc'h-se un arc'hwel yezhadurel (gw. "kemmadur"):
Kensonenn divouezh | Kensonenn mouezhiet |
---|---|
[p] ar penn | [b] e benn |
[t̪] an tad | [d̪] e dad |
[k] ho kig | [g] da gig |
[f] fulenn | [v] ur fulenn (rannyezhoù zo) |
[s] sail) | [z] ur sailh (rannyezhoù zo) |
[ʃ] chupenn | [ʒ] ur chupenn (rannyezhoù zo) |