See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Yezhadur - Wikipedia

Yezhadur

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Er yezhoniezh e vez implijet ar ger yezhadur evit komz eus an hollad reolennoù a zispleg mont-en-dro ur yezh bennak. Disheñvel eo neuze yezhadur pep yezh diouzh hini ar yezhoù all.

[kemmañ] Gwechall ha bremañ

A-gozh ne veze kontet nemet ar vorfologiezh hag ar gevreadurezh evel tachennoù eus ar yezhadur.

Bremañ avat e vez graet "yezhadur", en un doare kalz ledanoc'h, ouzh hollad an holl dachennoù studi zo e-barzh ar yezhoniezh estreget ar pragmatik, da lâret eo ar fonetik, ar fonologiezh, ar vorfologiezh, ar gevreadurezh, hag ar semantik.

Implijet e vez ivez ar ger "yezhadur" da ober dave da oberennoù dre skrid bet savet evit displegañ reolennoù yezhadur ur yezh bennak, da skouer "Yezhadur bras ar brezhoneg" gant Frañsez Kervella.

[kemmañ] Yezhadur dre skrid

Ur yezhadur dre skrid a c'hell bezañ dereadegel, da lâret eo pa dalvezont da zisplegañ penaos e rankfed implijout ar yezh en un doare "reizh" hervez reolennoù normativel an implij hengounel pe deskrivel, da lâret eo pa dalvezont da zisplegañ reolennoù mont-en-dro ur yezh evel ma vez implijet e gwirionez gant an dud hep soursial evit gouzout hag-eñ eo "reizh" pe get an implijoù-se.

War dachenn ar c'hompoderezh e vez termenet kevreadurezh pep yezh programmiñ gant ur yezhadur furmel dre ma'z eus anezhi ur yezh furmel evel ma vez implijet ivez war dachenn ar matematik. Gant urzhaz Chomsky e vez kinniget meur a zoare yezhadur furmel pennañ.


[kemmañ] Gwelit ivez :


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -