Semantik
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
'Steroniezh' e c'hellfer lâret ivez, rak studi sterioù ar gerioù pe 'termenoù' eo ar semantik.
Plediñ a ra ar semantik gant studi ster n'eus forzh peseurt unded yezh, hag a reer 'termen' outañ. Graet e vez 'smenatik gerva' ouzh skiant ar studi-gerioù hervez o ster. A-hend-all e c'hell ar semantik studiañ ster frazennoù a-bezh pe c'hoazh darnoù gerioù.
Ar semantik a c'hell bezañ teorikel pe kantouezel ('empirikel'), da lâret eo sevel damkanoù diwar disoc'hoù arnodennoù pleustrek, dreist-holl war tachenn ar bredyezhoniezh ('psikoyezhoniezh').
Un dachenn-studi semantikel all a denn d'an termenoù kevrennek, ha re all a denn da studi al liammoù etre ster termenoù disheñvel, da skwer an termennoù kenster, an enepster, al liesterioù, hag all
Ar semantik poellel ('lojik') a denn da studi gwirionez ar frazennoù.