Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Ilias - Wikipedia

Ilias

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Pajenn-dalbenn an Ilias, war-dro 1572
Pajenn-dalbenn an Ilias, war-dro 1572

Unan eus an daou varzhoneg, pe meurganoù, a vije bet savet gant Homeros eo an Ilias (Ἰλιάς, Ilias, en henc'hresianeg, Ιλιάδα, Iliada e gresianeg). An Odisseia eo ar barzhoneg all. Kontet eo Homeros da vezañ bet ur barzh dall eus Ionia. Peurvuiañ e seller ouzh ar meurganoù-se evel pezhioù koshañ al lennegezh hellazek, goude ma lakaer oberennoù Hesiodos tost da gen kozh (VIII-vet pe VII-vet kantved kent JK).

En VIIIvet kantved kent JK eta e vije bet savet an Ilias. Tennañ a ra an darvoudoù danevellet da Brezel Troia, pe gentoc'h d'an dekvet bloavezh eus ar sez lakaet ouzh kêr Ilion, pe Troia, gant ar C'hresianed, betek diwezh ar brezel .

[kemmañ] Anvioù kêr Troia

  • Troia ( 'Τροία' e gregach, Troia en latin) eo anv ar stad
  • Ilias hag Iliada a dalv "eus Ilion", kêrbenn ar stad-se, m'edo palez ar roue Priam.

Alies e vez implijet Ilion pe Troia hep ober ar c'hemm etre an eil hag egile.

[kemmañ] Penn kentañ ar varzhoneg

μηνιν άειδε θεὰ Πηληιάδεω Αχιληος
ουλομένην, ὴ μυρί' Αχαιοις άλγε' έθηκε,
πολλὰς δ' ιφθίμους ψυχὰς ́Αιδι προίαψεν
ηρώων, αυτοὺς δὲ ελώρια τευχε κύνεσσιν
οιωνοισί τε πασι, Διὸς δ' ετελείετο βουλή,


« Kan, a zoueez, fulor ar Peleid Ac'hilleüs ,
Brouez marvus a zegasas poanioù diniver d'an Akeaned
hag a reas diskenn da di Hades kement a eneoù kalonek
a harozed a voe roet o c'horfoù d'ar chas da zrailhañ
ha d'an evned diniver : evel-se e oa sevenet youl Zeus  »


Resisaat a ranker e talv ar ger kentañ (henc'hresianeg μηνις, mênis) kement ha fulor, ha ne vez implijet nemet evit ober anv eus ur gonnar doueel, drougiezhus, Ac'hilleos eo an den nemetañ, ouzhpenn an doueed, a vez graet μηνις eus e fulor en oberenn Homeros. Ar fulor-se en-eeun an hini zo kalon hag alc'hwez an oberenn penn-da-benn.

[kemmañ] Diverradenn eus an Ilias

  • Kan I: Nav bloaz goude deroù ar brezel, Agamemnon a zalc’h Kriseis, merc’h ur beleg eus Apollon, e sklavelezh ha kaset en deus an doue ar vosenn war an arme. Dizoleiñ a ra an urisinour Kalkas abeg ar c’hleñved hag Akilleus a c’houlenn start gant Agamemnon kas ar sklavez d’he zad. Evit en em zigoll, hennezh a gemer Briseis, sklavez muiañ-karet Akilleüs ; Fuloret an tamm outañ e paouez Akilleüs a en em gannañ hag a c’halv e vamm Thetis. Tapout ra hounnezh kavout digant Zeus ar bromesa e vo trec’h an Droianed ; war ar Menez Olimpos e riot an doueed diwar-benn disoc’h ar brezel.
  • Kan II: Kaset zo un hunvre trec’h da Agamemnon. Van a ra neuze da gaout c’hoant da gas ar C’hresianed d’ar gêr evit amprouiñ o youl d’en em gannañ ; Prest a-walc’h e vefent da vont kuit ; Broudañ a ra Odisseüs ar C’hresianed da genderc’hel ar brezel ; Roll eus al listri, roll eus an Droianed hag eus o c’hevredidi.
  • Kan III: Paris a zifi Menelaos d’en em gannañ den ouzh den evit disoc’h gant ar brezel ; Savetaet eo Paris diouzh ar marv gant Afrodite
  • Kan IV: Torret eo an dreverz ha kregiñ a ra ur gombat all.
  • Kan V: Gloazañ a ra Diomedes Aeneias hag Afrodite deut war e sikour. Plegañ a ra an Droianed a-raok kemer kalon en-dro pa zistro Aineias, savetaet gant Apollon. Diskenn a ra an doueezed Atena ha Hera war an dachenn emgann ha gant o sikour e teu Diomedes a-benn da c’hloazañ Ares e-unan
  • Kan VI: Glaukos and Diomedes a salud an eil egile e-pad un dreverz ; Distreiñ a ra Hektor da Droia ha komz gant e wreg Andromac’he.
Skeudenn:Iliad VIII 245-253 in cod F205, Milan, Biblioteca Ambrosiana, late 5c or early 6c.jpg
Iliad, Kan 8, lines 245-253, in a manuscript of the late fifth or early sixth century AD
  • Kan VII: Hektor hag Ajas en em gann betek an noz. Dispartiañ a reont goude un eskemm profoù. Douaret eo ar re varv ha tennañ a ra an Akeaned o mad eus an noz evit sevel ur voger difenn, ar pezh a zisplij da Boseidon
  • Kan VIII: En em dennañ a ra an doueed eus an dachenn emgann war urzh groñs Zeus. Sellet a ra hennezh ouzh an emgann diwar-lein ar Menez Ida ha pouezañ tonkad an div arme.
  • Kan IX: C’hoant en deus Agamemnon da zilezel ar seziz met nac’hañ a ra Odisseüs ha Nestor ; kinnig a ra Agamemnon rentañ Briseis da Akilleüs neuze. Chom a ra hennezh divrall en e vennad koulskoude ha lâret emañ e soñj mont war e giz da Vro-C’hres.
  • Kan X: Diomedes hag Odisseüs a ya da spiañ o enebourien en noz hag a lazh ar spier Dolon
  • Kan XI: Kurioù Agamemnon a gas an Droianed dindan mogerioù Ilion. Iris a zeu neuze a-berzh Zeus da lavaret da Hektor argadiñ d’e dro ha plegañ a ra ar C’hresianed. Gloazet eo Diomedes gant Paris; Nestor a c’houlenn digant Patrokles kendrec’hiñ Akilleüs da stagañ gant an emgann a-nevez
  • Kan XII: Kilañ a ra ar C’hresianed betek o c’hamp ha sezizet int gant an Droianed. Diskaret zo ul lodenn eus ar voger gant Sarpedon hag Hektor a dorr dorioù ar c’hamp. Mont tre a ra an Droianed .
  • Kan XIII: Poseidon a gennerzh ar C’hresianed. A-drugarez dezhañ ha da gurioù Idomeneus e teu a-benn an difennerien da lakaat an Droianed da gilañ
  • Kan XIV: Hera a sikour Poseidon da vroudañ ar C’hresianed. zo Gloazet eo Hektor . Kerse a gav Zeus pa zizolo emañ an doueed o kemer perzh en emgann
  • Kan XV: Fuloret eo Zeus o vezañ bet desevet. Reiñ a ra urzh da Boseidon da zilezel an dachenn emgann. Broudet gantañ ha pareet gant Apollon, Hektor a laka ar spont da sevel en arme c’hresian.
  • Kan XVI: Patrokles a amprest harnez Akilleüs' evit kemer perzh en emgann e penn ar Virmidoned. Lazhañ a ra Sarpedon ha lakaat an arsailherien da souzañ met lazhet eo d’e dro gant Hektor.
  • Kan XVII: En em gannañ a ra an armeoù evit korf Patrokles ha kezeg hag harnez Akilleüs. Difennet gant an daou Aias e teu Merion ha Menelaos a-benn da gas e gorf gante.
  • Kan XVIII: Klevet a ra Akilleüs ez eo marv Patrokles ha goveliet zo un harnez nevez dezhañ gant Hefaistos. Deskrivañ a reer skoed Akilleüs.
  • Kan XIX: Akilleüs , divroc’het gant Agamemnon, a gemer perzh en emgannoù en-dro
  • Kan XX: Kemer a ra perzh an doueed en emgann gant asant Zeüs ; Akilleüs a glask lazhañ Aeneias zo savetaet gant Poseidon.
  • Kan XXI: En em gannañ a ra Akilleüs a-enep ar ster Skamandros hag e krog an doueed d’en em gannañ etreze zoken.
  • Kan XXII: Akilleüs a zegouezh gant Hektor dirak mogerioù Troia. Tec’hout a ra Hektor dirakañ da gentañ a-raok talañ outañ war atiz Atena dic’hizet. Akilleüs a lazh Hektor hag a stlej e gorf betek kamp an Helened
  • Kan XXIII: C’hoarioù kañv en enor da Batrokles
  • Kan XXIV: Dont a ra Priam, roue an Troianed da gamp ar C’hresianed dre guzh. Aspediñ a ra Akilleüs da rentañ korf e vab Hektor dezhañ. Roet eo dezhañ gant Akilleüs hag eñ kuit gantañ da lakaat deviñ anezhañ.
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com