Meurgan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar meurgan a zo ur skrid e gwerzennoù, hir-tre, dediet d'un haroz pe da veur a haroz pe d'an doueoù pe evit skeudenniñ ur renkad tud. Ar meurzanevell goshañ a c'heller lenn hiziv a zo meurzanevell an haroz Gilgamesh savet en akkadeg er XVIIIvet ha XVIIvet kantved kent Jezuz-Krist. Kavet e oa bet e 1870 en ur furchata e-barzh dismantroù levraoueg Ninive. Etre - 850 ha - 750 ez eus bet savet div veuzanevell vrudetoc'h hag anavezet a-gozh e henc'hresianeg, an Ilias hag an Odisseia, savet o div gant Homeros a-hervez. Kemeret eo bet an daou skrid-se, evel patromoù ar meurzanevelloù gant skrivagnerien ha studierien ar c'hlasoù.
[kemmañ] Un nebeud meurzanevelloù anavezet-mat
- meurzanevelloù babilonat :
- Meurzanevell Gilgamesh
- meurzanevelloù savet e Europa :
- meurzanevelloù gresianek ha latin :
- meurzanevelloù europat ar Grennamzer :
- Beowulf (saksonek pe hensaozneg)
- Gwalenn an Nibelung (germaneg pe alamaneg kozh)
- Kanenn Rolant (henc'halleg)
- meurzanevelloù europat an amzerioù modern :
- Ar Franciade gant Pierre de Ronsard (galleg)
- Orlando furioso (Rolant kounnaret) gant Ariosto (italianeg)
- Yeruzalem dieubet gant (Tasso) (italianeg)
- Al Lusiades gant Luís de Camões (portugaleg)
- An Henriade gant Voltaire (galleg)
- Paradise lost (Ar Baradoz kollet) gant Milton (saozneg)
- meurzanevelloù hindek
- Mahâbhârata
- Râmâyana
- meurzanevelloù all :
- Shahnamè ("Levr ar roueed") (Ferdowsi - 940-1020, persaneg)
- Kalevala (finneg)
- Kalevipoeg (estonieg)
- David eus Sassoun (armenieg)
- Manas an den brokus (kirghizeg)
- Soundjata (mandingeg)
- Mojenn ar c'hantvedoù (Victor Hugo) (galleg)