Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Afrodite - Wikipedia

Afrodite

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Ganedigezh Gwener, (darn) gant Sandro Botticelli, 1485, Uffizzi
Ganedigezh Gwener, (darn) gant Sandro Botticelli, 1485, Uffizzi
Afrodite, e Mirdi Broadel Hendraouriezh Aten
Afrodite, e Mirdi Broadel Hendraouriezh Aten

Afrodite (Ἀφροδίτη / Aphrodítê) eo anv doueez ar c'hellid, ar garantez, ar plijadurezhioù, hag ar gened, en Hellaz kozh. Klotañ a rae gant an doueez fenikian Astarte.

Gant ar Romaned e veze graet Venus anezhi (Gwener e brezhoneg). Ken brudet eo deuet an anv- se da vezañ ma vez lakaet zoken war delwennoù hellazat, evel war anv Gwener Milo, a dlefe bezañ Afrodite Melos.

Div zremm he deus Afrodite rak bez ez eo war un dro:

  • doueez plijadur ar c'horf
  • doueez ar gened c'hlan .

An anv Ebrel, hini pevarvet miz an deiziadur gregorian, a vije deuet en enor dezhi e Roma gozh.

Taolenn

[kemmañ] Mojennoù

Div vojenn disheñvel zo diwar-benn he ganedigezh:

Kaset e voe gant an Avelioù betek Kitera hag alese da g-Kiprenez.

[kemmañ] He c'harantezioù

[kemmañ] E-touez an doueed

Dimezet e oa da Hefaistos, met karout a reas doueed all:

  • an doue Ares, a oa tad he merc'h Harmonia, ha Deimos ha Fobos. Pa glevas Hefaistos digant Helios (an heol, a wel pep tra eus lein an oabl) e kouske e wreg gant Ares, e lakas war gwele an daou garedig ur roued hud da dapout anezho. Pa voent tapet e c'halvas Zeus hag an doueed all da zont da welout an daou labous tapet en e roued war o gwele.

Diwar-se e voe milliget Helios gant Afrodite, hag e holl ziskennidi d'e heul, da lavarout eo Pasifae hag he merc'hed Ariadna ha Fedra; gwashaet e voe ar mallozh-se gant hini Poseidon a voe taolet war Minos, pried Pasifae ha tad da Aiadna ha Faedra;

  • an doue Hermes a zo tad Hermafrodit ;
  • an doue Dionysos, a zo tad
    • da b-Priapos (a zo bet kontet da vezañ ivez mab da Zeus]], pe da Adonis)
    • ha da Hyménée, doue ar c'han-eured (kontet da vezañ ivez mab da unan eus Nav Merc'h an Awen, pe Muzezed ) ;
Darn eus Ganedigezh Gwener, gant William Adolphe Bouguereau (1879)
Darn eus Ganedigezh Gwener, gant William Adolphe Bouguereau (1879)

[kemmañ] E-touez an dud

Karout a reas ivez gwazed, harozed anezho:

  • Faeton, mab da Eos ha da Céphale, a zo lakaet ganti da ziwaller divarvel he neved, hag unan eus an daou zoue a ziwall red ar blanedenn a zo hec'h anv Gwener e latin;
  • an Argonaot Boutes tad he mab Éryx, roue kriz a vo lazhet gant Herakles.
  • Anchise, eus Troja, tad he mab Énée, a ziwallas hag a skoazellas da gas Pénatoù Troia betek Italia, kent dezhi kaout aotre da reiñ dezhañ an divarvelezh a-berzh Zeus (Ovidius, Metamorfozoù, XIV).
Afrodite hag Adonis, gant Paolo Veronese
Afrodite hag Adonis, gant Paolo Veronese
  • Adonis, ar bugel kaer ganet eus ar wezenn-vir, a voe troet e vamm Myrrha enni. Persefone a fellas dezhi kaout ar bugel, ma rankas Zeus rannañ amzer Adonis. Un drederenn eus ar bloavezh evit pep hini, dezhañ da zibab petra ober er peurrest, hag a dremene gant Afrodit atav, ken na voe gloazet gant ur pemoc'h gouez. Priapos evit-doare a oa ganet diwar an darempred-se, hag eveltañ an nimfenn Beroe, unan eus mestrezed diniver Dionisos (Nonnos Panopolis, Dionysiaques, divers chants).

[kemmañ] Eros

Eros hag e c'hevell Anteros a vez kontet da vezañ bugale dezhi, nemet hervez Hesiodos e oa Eros unan eus an doueed na oant ket bet ganet, penegwir e oa deuet eus ar C'haos.

[kemmañ] Dialerez

Spouronus eo dial Afrodit. Evit mirout droug ouzh unan bennak n'eo het trec'h Hera dezhi: eben a vag gwarizi ouzh ar merc'hed arall, hi a sko gant ar re ne zoujont ket outi, n'he servijont ket evel a zo dleet, pe a nac'h he servij. Etre he daouarn n'eo ar merc'hed nemet binvioù da reiñ d'ar baotred.

  • dre warizi eo he deus kondaonet Eos (Gouloù an Deiz) da vezañ érotomane
  • evit kastizañ Hippolyte, mab Tezeus, ha ne zouj nemet ouzh Artemis, e laka karantez diroll da sevel e kreizon Fedra ;
  • war c'houlenn Poseidon, e lak c'hoant da sevel e Pasiphaé ;
  • rediañ a ra merc'hed roue Kiprenez da vont da c'histi peogwir e nac'hent hec'h enoriñ a zoare;
  • dre ar memes abeg end-eeun e taol ur c'hwezh fall-brein war merc'hed Lemnos, ken e spont ar baotred; d'une odeur effroyable qui fait fuir tous les hommes ;
  • klask a ra lakaat Psyché da vont e karantez gant un den fallakr war-bouez ur saezh tennet gant Eros, nemet hennezh ne sent ket outi hag ober a ra e soñj dimeziñ ganti.

Darn a vez diwallet ganti, ha ne garfent ket bezañ! Elena an hini a glemme abalamour ma veze gwarezet ganti : « Na dichañsus on-me, emezi dezhi, setu adarre ouzh ma c'hostez, leun a soñjoù treitour ! »


[kemmañ] Brezel Troia

Ar vojenn vrudetañ diwar-benn Afrodite eo hini abeg brezel Troia. Eris, a oa an doueez nemeti ha ne oa ket bet pedet da eured ar roue Peleus hag an nimfenn Tetis (Thetis), a daolas un aval-aour war daol ar banvez a oa skrivet warnañ « D'an hini gaerañ ».

Nac'h dibab a reas Zeus etre Hera, Athena hag Afrodite, an teir a dleje, gouez dezhañ, kaout an aval. Ha neuze an doueezed da c'houlenn digant Pâris, priñs eus Troia, barn an tabut. Ha pep hini d'he zro da glask gennañ anezhañ. Ha Hera dabrometiñ galloud kement hag ur roue, hag Athena klod er brezel, hag Afrodite kaerañ maouez zo er bed. Ha Pâris da zibab Afrodite ha goulenn Helena a Droia evel priz, goude ma oa pried ar roue hellazat Menelas. Skrapidigezh Helena gant Pâris an hini a voe kaoz da Brezel Troia. E-kerzh ar brezel-se eo e voe gloazet an doueez gant Diomedes

[kemmañ] Lesanvioù Afrodite

  • Acidalia, ‘eus feunteun Acidalia’;
  • Afrodita en kepois (Ἀφροδίτη ἐν Κήποις), ‘al liorzhoù’;
  • Ambologera, ‘an hini a bella ar gozhni ’;
  • Anadiómena (Ἀναδυομένη), ‘a zeu e-maez ar mor ’, evel e livadur Apeles;
  • Androfono (Ἀνδροφόνος), ‘ lazherez gwazed ’;
  • Anosia (Ἀνόσια), ‘profana’;
  • Basilis (Βασιλίς), ‘rouanez’;
  • Despina (Δέσποινα), ‘an Itron ’;
  • Enoplios (Ἐνόπλιος), ‘ armet ’;
  • Epitimbidia, ‘sobre las tumbas’ (similar a Melaina y Melainis);
  • Epitragidia, ‘detrás del macho [cabrío]’;
  • Escotia (Σκοτία), ‘teñval’;
  • Genetilis, ‘de la maternidad’;
  • Hetaira (Ἑταίρα), ‘la cortesana’;
  • Kalliglutos (Καλλίγλουτος), ‘kaer he feskennoù’;
  • Kallipygos (Καλλίπυγος), ‘kaer he c'hlunioù ’; gwelout Venus Kallipygos
  • Kipria, pe Kipris (Κύπρις), ‘a Giprenez ’;
  • Kiterea (Κυθήρεια), ‘a Gitera’;
  • Melaina (Μέλαινα), ‘du’ (similar a Epitimbidia y Melainis);
  • Melainis (Μελαινίς), ‘du yaouank ’ (similar a Epitimbidia y Melaina);
  • Morfo (Μορφώ), ‘de [varias] formas’;
  • Ourania, rouanez an Neñvoù
  • Pandemos (Πάνδημος), ‘ boutin d'an holl ’, doueez ar bobl
  • Persefesa (Περσεφάεσσα), ‘rouanez an isved ’;
  • Porné (Πόρνη), ‘ar c'hast ’, doueez ar gasterezh ;[12]
  • Praxis (Πράξις), ‘del acto [sexual]’;
  • Timboricos (Τυμβωρύχος), ‘sepulturera’;
  • Urania (Οὐράνια), ‘ eus an Oabl ’.

[kemmañ] Taolennoù gant Afrodite (Gwener) warne

Livet stank eo bet Afrodite, dindan hec'h anv latin dreist-holl. Kavet e vo livadurioù anezhi er pennadoù:

[kemmañ] Delwennoù

Dastumet eo bet anvioù an delwennoù d'an doueez er pennad Delwennoù da Afrodite evit aesaat ar c'hlask.

An Dodekatheon
Zeus | Hera | Poseidon | Hestia | Demeter | Afrodite
Athena | Apollon | Artemis | Ares | Hefaistos | Hermes

[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fet an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki Commons


  • Skeudennoù eus delwennoù brudetañ Afrodite: [[1]]
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com