Roma
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Banniel Roma |
Skoed-Ardamez Roma |
---|---|
Riez | Italia |
Rannvro | Lazio |
Kod post | 00 100, 00121-00199 |
Kod pellgomz | (39) 6 |
Maer |
Walter Veltroni |
Gorread | 1285 km² |
Hed | 12° 29′ R |
Led | 41° 54′N |
Uhelder | keitat: 37m |
Poblañs hep kontoù doubl | 2 553 873 (2004) |
Stankter | 1 987/km² |
Roma (italianeg Roma) a zo kêr-benn rannvro Lazio hag hini Italia. Emañ war ar stêr Tevere, dindan 22 km eus ar Mor Kreizdouar. Lesanvet eo Kêr war ar seizh menez (Aventino, Celio, Capitolio, Esquilino, Palatino, Quirinal ha Viminal) pe ar Gêr beurbadus. Aze emañ ar Sez santel (Sez sant Pêr), unan eus kêrioù-penn ar gristeniezh. Kêr-benn div riez eo eta. Sez Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (ABG) eo ivez. Hervez ar vitologiezh roman e teufe anv ar gêr diwar hini he diazezer, Romulus. Bloaz mojennel an diazez a vije bet -753, deroù an deiziadur roman resisaet dre an dro-lavar latin ab Urbe condita, « adal diazez ar Gêr ». Diwar an arkeologiezh eo bet kavet e vije bet un unvanadur etre un nebeud kêriadennoù er mare-se. Aze eo bet ganet sez ur galloud divent en deus ledanaet e astenn war an darn-vuiañ eus Europa etre war-dro - 200 ha 476. Sellet ouzh Henroma, Republik roman hag Impalaeriezh roman.
Treuzet eo kêr gant ar stêr Tiber.
Taolenn |
[kemmañ] Keoded ar Vatikan (ar Sez santel)
Abaoe 1922 ez eus ur Riez Keoded ar Vatikan (anv ofisiel) e-lec'h ma kaver ar melestradur riezel hag ar Sez santel (italianeg : la Santa Sede), hemañ sez melestradurel an Iliz katolik. Un enklozadur eztiriadel eo. Aze emañ ar pab, penn riek ha speredel an Iliz katolik roman ha e velestradurezh kreiz. E tiriad Keoded ar Vatikan e kaver un niver bras a savadurioù gant ur voger en-dro dezho oc'h enklozañ ivez Iliz-rouanez Sant-Pêr Romahag er-maez ar voger, plasenn sant-Pêr. Un nebeud savadurioù all e Roma a zo staget ouzh ar Vatikan (ar seizh iliz-rouanez pennañ, da skouer). N'eo ket iliz-rouanez Sant-Pêr-ar-Vatikan iliz-veur Roma met, iliz-rouanez Sant-Yann-al-Lateran.
Ar pirc'hirinaj e Roma a zo unan eus ar re bouezusañ evit ar gatoliked (gant hini Yeruzalem hag hini Santiago-de-Compostella. Priziet eo ober Tro ar seizh iliz, da lavaret eo Sant-Pêr-ar-Vatikan, Sant-Yann-al-Lateran, Santez Maria-ar-Vrasañ, Sant-Paol-er-maez-ar-mogerioù hag an teir iliz-rouanez vihanañ.
[kemmañ] Monumantoù roman
E Roma e c'heller gwelout meur a vonumant (ilizoù e-leiz), meur a virdi ha meur a lec'h heverk. Gevellet eo gant Pariz, ar gêr muiañ gweladennet er bed ha goude e teu Roma gant 10 milion a weladennerien o tont enni bep bloaz. Amañ dindan e vez renablet ar monumantoù hag ar mirdioù pennañ.
[kemmañ] Henroma
- Bolz-enor Kustentin
- Bolz-enor Titus
- Coliseum
- Forom roman ha Foromoù impalaerioù
- Capitolio ha mirdioù ar C'hapitol
- Kibelldioù : kibelldioù Caracalla, kibelldioù Diokletian
- Panteon
- Ara Pacis Augustæ (Aotel ar Peoc'h savet gant Aogust)
- kevioù-beziañ
- Circus Maximus
- monumantoù ha lec'hioù hengristen
[kemmañ] Tud dibar
- Serafino Dubois, mestrc'hoarier ha skrivagnour echedoù italian, a zo bet ganet e Roma.
- Antonio Sacconi, mestrc'hoarier echedoù italian, a zo bet ganet e Roma.
- Stefano Tatai, mestrc'hoarier echedoù italian, a zo bet ganet e Roma.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- ItalyGuides.it: Rome Italy Interacitve Google map, free audio guides (mp3/iPod), 360° panoramas and pictures of Rome (ita/ing)
- Rome Travel Guide