Echedoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
War un tablez 64 c'harrezennig gwenn ha du e vez c'hoariet echedoù. Daou c'hoarier a stourm an eil a-enep egile. Enebet e vez ar re wenn ouzh ar re zu. Gant pep c'hoarier ez eus 16 pezh (pezhioù bihan e koad pe en ivor pe e metal), dezho stumm ur roue, ur rouanez, daou dour, daou varc'heg, daou furlukin hag eizh pezh gwerin. Kement seurt pezh a ya en-dro en ur mod disheñvel. Pal ar c'hoari eo gennañ roue ar c'hevezer. Pa n'hell ket ar roue en em dennañ eo koll. Kemennet eo gant an den a zo trec'h en ul lavaret "Mat" (ha n'eo ket ar ger brezhoneg, an dra-se a c'heller krediñ !).
E perseg e lârer "Säh Mäta" ha "شيخ مات " en arabeg: « marv eo ar roue ».
Eus Persia e c'hellfe dont ar c'hoari-mañ a-gozh. Anavezet e veze ur c'hoari damheñvel gant ar Gelted kozh, ar gwezboell e anv.
[kemmañ] Dave
- Gwennole ar Menn (+ notenn gant Roparz Hemon), Deskomp c'hoari an echedoù, Ar Bed Keltiek, Nn 76, miz Ebrel 1965.
[kemmañ] Liammoù diabarzh
[kemmañ] Liammoù diavaez
- echedoù .