Kelted
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Un tolpad pobloù eus ar C'hentistor eo ar Gelted aet da aloubiñ an darnvuiañ eus Europa pa oant o kantren e kreiz Azia en a-raok. Anavezet eo bet o sevenadur diwar an arkeologiezh ha digant un nebeud testennoù diavaez dezho nemet ar re savet e Bro-Iwerzhon e derou ar Grennamzer ma 'z eo aet da get roudoù o stuzeghezhioù hag o c'hredennoù dindan pouez brasoc'h-brasañ ar gristeniezh. N'eus ket kalz a destennoù e yezhoù keltiek a veze implijet en Henamzer pa ne grede ket ar Gelted kozh skrivañ ar pezh a grede hag ar pezh a ouie evit abegoù relijiel marteze. Chomet eo ar yezhoù keltiek implijet hiziv ha meur a roudoù o bezioù hag o savadurioù (savadurioù-difenn, roudoù o atantoù hag o zemploù).
[kemmañ] Orin an anvadur
N'anavezer ket an anv ma ree ar Gelted gantañ evit en em envel o-unan hag eo bet degaset ar gerioù Keltoï (gresianeg) ha lingua celta (yezh keltiek) gant tud ar sevenadurioù all (Gresianed ha Romaned).
Gallia est omnis divisa in partes tres, quarum unam incolunt Belgae, aliam Aquitani, tertiam qui ipsorum lingua Celtae, nostra Galli appellantur.|Julius Kaezar en e levr De Bello Gallico. Tri rann a ya d'ober Galia, ar Belgiz o chom e unan anezhi, an Akwitaniz en eil hag en trede rann ar re a ra dioute o-unan er yezh keltiek ar C'halianed.
Kinniget ez eus bet meur a c'herdarzh evit ar ger "kelt" :
- ar wrizienn indezeuropek "*kel pe *kol «trevadenn(er)»
- ar wrizienn indezeuropek *keleto «herr» pa veze kustum ar Gelted da zilec'hiañ buan war varc'h
- ar wrizienn henvrezhonek "*kaled" (kalet e brezhoneg hiziv) a gaver ivez e-barzh anv pobl ar "Caledonii" (en Henamzer e Bro-Skos). Marteze ne oa ket bet miret ar stumm kal gant ar C'hresianed p'o doa ur ger re dost dezhañ (kala = kened).
Lod o deus soñjet e oa keltoï da vezañ tostaet ouzh ar ger germanek "hahlen" (kuzh), met diaes eo kompren peseurt liamm a zo etre ar yezhoù germanek hag ar yezhoù keltiek, nemet o orin indezeuropek. Tostaet eo bet ar Geltoï, ar C'halated (ur meuriad kelt aet da Azia-Vihannañ) hag ar C'halli (Galianed), met n'eo ket sur evit tud a gred e teu Galated ha Galli eus ar ger keltiek ha germanek a dalvez evit estrañjour pe alouber.
Evit ar yezhoù keltiek, sell ouzh pajenn ar yezhoù keltiek.
[kemmañ] Istor ar Gelted
[kemmañ] Levrlennadurezh
- Tadhg O Droichead. Orin ar ger kelt. In : Al Liamm, n° 250, Gwengolo-Here, 1998.
- Kruta, Wenceslas. Les Celtes.