Al Liamm
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur gelaouenn lennegel vrezhonek eo Al Liamm-Tir na nÓg, staget dezhi un ti-embann a zo e anv "Embannadurioù Al Liamm". E brezhoneg peurunvan penn-da-benn eo bet embannet ar mareadeg daouviziek hag al levrioù a bep seurt a zo deuet er-maez ingal.
Taolenn |
[kemmañ] Degouezh istorel
Meur a gelaouenn vrezhonek a oa difluket er bloavezhioù 1945-1946, en o zouez Tir na n-Óg savet gant Ronan Huon (ar chomlec'h a oa hini R. Huon e Lannuon) ha "Kened (kelaouenn)" e Roazhon, renet gant Per Denez hag Arzel Even, hag e Pariz "Al Liamm" a oa bet miret gantañ ar skritur KLT, diazezet gant Andrev Latimier ha Per ar Bihan, nemet a zegemeras ar skritur peurunvan adal an eil niverenn, ha betek deroù ar bloaz 1950 tost da vat e kendalc'has "An Avel" - "Avel an Trec'h" da zont er-maez gant Youenn Olier, hep kontañ "Kaieroù Kristen" Maodez Glanndour. Bihan avat e chome kelc'hiad an holl gelaouennoù-se ha santet e voe buan e oa dav o unaniñ hag o c'hendeuziñ ma venned kaout e brezhoneg ur gelaouenn a vije bet par da w-Gwalarn a-raok ar brezel da vihanañ.
[kemmañ] Lec'h Al Liamm en Emsav
Setu ma teuas er-maez e 1948 ur gelaouenn nevez dre enteuziadur Al Liamm, Tir na nÓg ha Kened hag a voe roet da dalbenn dezhi "Al Liamm - Tír na nÓg" ha da rener Ronan Huon.
E penn ar bloaz 1948 e embannas ar gelaouenn sridoù Roparz Hemon aet da Iwerzhon. Moullet e veze Al Liamm gant ti-moullerezh "La Mouette" er Baol renet gant Florentin Goinard, chomet e penn ti-embann Skridou Breiz a oa bet hini Strollad Broadel Breiz, hemañ bet berzet e 1944. E-pad ugent vloaz bennak en em gavas ar gelaouenn "Al Liamm" e penn ar stourm broadelour sevenadurel, ezel brudetañ ar c'hevread "Kuzul ar Brezhoneg" enebet ouzh ar c'hevread "Emgleo Breiz" a embannas ar gelaouenn "Brud" (deuet da vezañ anvet Brud Nevez), er skritur skolveuriek e-pad un toullad bloavezhioù da gevezañ ouzh "Al Liamm" end-eeun.
Un emgann kalet e voe an emgann-se, rak berzet e oa ouzh "Al Liamm" pep bevez kefridiel diwar "Kest ar Brezhoneg" da skouer. D'ar mare-se 'ta e kemere "Al Liamm" lec'h "Gwalarn".
Kement-se a badas betek ar bloavezhioù dek-ha-tri-ugent. D'ar poent-hont e voe gwelet e oa trec'h kostezenn ar peurunvan renet gant Al Liamm, hogen ar remziad yaouank war-lerc'h 1968 a bellaas eus spered broadelour rik Gwalarn, o rannyezhekaat o skridoù o-unan a-wechoù. Chom a ra avat hengoun an emsav broadel kent dreist-holl en Notennoù e diwezh ar gelaouenn, a ra meneg eus kement tra a c'hoarvez war-dro ar brezhoneg.
[kemmañ] Embannadurioù Al Liamm
Asambles gant ar gelaouenn, skipailh Al Liamm en deus meret un obererezh embann brezhonek eus ar re bouezusañ, p'o deus klasket heuliañ an hent boulc'het gant Skridou Breiz, an ti-embann meret gant Florentin Goinard, hemañ tost ouzh Strollad Broadel Breiz. Prenet en deus Ronan Huon e 1959 an holl levrioù brezhonek a oa bet chomet e kerz ar merour.
E 1957 e seblant bezañ bet yezh kentañ an embannerezh p'eo bet lakaet e gwerzh Geotenn ar Werc'hez gant Jakez Riou ha trede embannadur Grammaire bretonne (Yezhadur brezhoneg) gant Roparz Hemon (an embannadurioù kentañ dindan anv Skridou Breiz e 1940 ha 1948).
Da Al Liamm e fizias Roparz Hemon, hag eñ harluet en Iwerzhon, un darn vras eus e oberenn hag an darn vuiañ eus ar romantoù hag an danevelloù skrivet gantañ.
Embannerezh geriadurioù, hentennoù (Cours élémentaire de breton ha goude Méthode rapide de breton) ha yezhadurioù Roparz Hemon zo bet ul labour a-bouez, koulz e-keñver ledanaat implij ar brezhoneg ha degas arc'hant d'an embanner. Pa veze moullet 500 skouerenn eus ul levr faltazi gwerzhet e-pad dek vloaz e veze gwerzhet kantadoù a levrioù deskiñ e levrdioù kar-o-bro ha dre lizher gant an Dimezell Jeanne Queillé o chom e Gwengamp.
[kemmañ] Skrivagnerien bennañ
- Lod a oa eus rummad "Skol Walarn" : Roparz Hemon, Maodez Glanndour, Frañsez Kervella, a lakaas da embann enni ivez darn eus o oberennoù ;
- Skrivagnerion yaouank a oa deuet d'an oad-gour e-pad ar brezel pe dres goude : Per Denez, Ronan Huon, Youenn Olier, Per ar Bihan.
- Oberenn rener "Spered ar Vro", Tangi Malmanche, eus deroù an XXvet kantved ;
- Jarl Priel hag Anjela Duval a voe ar skrivagnerien dalvoudusañ embannet gant ar gelaouenn.
- Yann Gerven, Goulc'han Kervella, a embanne betek neuze o skridoù er skritur skolveuriek a yeas tre el Liamm ha tud all evel Filip Oillo, Sylvain Botrel, Yann Talbot, Tudual Huon, Herve Latimier ha re all c'hoazh, an holl eus ar rummad yaouank, levezonet mui pe vui gant an emdroadur politikel ha sevenadurel da heul miz Mae 1968.
- Skridvarnerezh war lennegezh ar bed gant Reun ar C'halan
- Ur skrivagner bennak en em ziskouezas evelkent el lennegezh vrezhonek, evel Kristian Brisson, o tont ivez diwar ar skritur skolveuriek, hogen moullet e voe e oberennoù gant Moulladurioù Hor Yezh : Al Liamm ne oa ken e-unan evel ti-embann brezhonek.
Ne voe dizoloet oberour a-bouez ebet er gelaouenn adal deroù ar bloavezhioù pevar-ugent. Spered diasur ar prantad-se, disoñjet ha dilezet gantañ diazezoù speredel ar remziad kent a voe kiriek da se hervez lod.
[kemmañ] Liammoù
- Lec'hienn Al Liamm. Gallout a reer klask pennadoù dre anv ar skrivagnerien, niverenn ar gelaouenn pe titr ar pennad.