Skol Walarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Anv a roer d'un emsav lennegel bet krouet ha lusket gant Roparz Hemon etre an daou vrezel. Dont a ra anv al luskad eus hini ar gelaouenn lennegel Gwalarn savet gant Hemon e 1922. Meur a skrivagner brezhonek brudet zo stag ouzh al luskad-se. Tu zo da venegiñ Youenn Drezen, Jakez Riou, Abeozen, Xavier Langleiz ha Roparz Hemon e-unan. Ijinet eo bet an droienn Skol Walarn gant Youenn Olier
Pal ar "walarnerien", evel m'eo bet graet eus outo, a oa modernaat ar brezhoneg en ur glask sevel oberennoù a c'hellfe bezañ war ar memes live ha reoù savet e yezhoù all. Evit reiñ patromoù d'ar skrivagnerien all, troet o deus forzhig oberennoù eus ar saozneg, ar spagnoleg, ar rusianeg, ar gresianeg kozh hag all.
Evit anaout anvioù ar skrivagnerien, sell ouzh Roll skrivagnerien Skol Walarn
[kemmañ] Daveoù
- Olier, Youenn. Skol Walarn, I : Roparz Hemon. Emb. Imbourc'h
- Olier, Youenn. Skol Walarn, II : ar skrivagnerien all. Emb. Imbourc'h
- Olier, Youenn. O sellout war ma c'hiz. Emb. Imbourc'h, 1968
- Olier, Youenn. Un tonkad hag un oberenn. Emb. Imbourc'h, 1990
- Favereau, Francis. Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved : Breizh Atao hag ar re all el lennegezh, 1919-1944. Skol Vreizh, 2003. ISBN 2-911447-93-X
- Danieloù, Soazig. Roparz Hemon. Film-tele. 2000