Roll skrivagnerien Skol Walarn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er bloavezh 1925 e voe krouet Gwalarn evel stagadenn lennegel trimiziek da Vreizh atao hag e oa er mare-se kelaouenn miziek ar Strollad emrener Breiz. E korf ar bloavezh 1926 e oa deuet da vezañ ur gelaouenn distag. A-benn 1930 e teuas ingal bep miz betek 1944. Meur a skrivagner a skrivas e-barzh dindan renerezh Roparz Hemon ha gant ur spered nevez. Ar re-se a zo bet anvet "Skrivagnerien Skol Walarn" pe "ar Walarnerien".
Sell ouzh ar pennad Skol Walarn
- Abeozen - François-Marie Éliès e wir anv
- Loeiz Andouard
- Gwilherm Bertou- Kerverzhioù e anv-pluenn
- Youenn Drezen
- Jean-Louis Émily
- Maodez Glanndour - Louis-Augustin Le Floc'h e wir anv
- Roparz Hemon
- Yan-Eozen Jarl
- Yann Gerlann - Jean Delalande e wir anv
- Yeun ar Gow
- Remont Jestin
- Jakez Kerrien
- Frañsez Kervella - Divi Kenan Kongar e anv-pluenn - François Claude Marie Kervella e wir anv
- Kerverzhioù, anv-pluenn Gwilherm Bertou, Guillaume Berthou e wir anv
- Langleiz - Xavier de Langlais e wir anv
- Roperzh ar Mason
- Meven Mordiern - René Le Roux e wir anv
- Jakez Riou
- Fant Rozeg - Meavenn hec'h anv-pluenn