See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Tangi Malmanche - Wikipedia

Tangi Malmanche

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


Unan eus hon dramaourien vrasañ ha gwellañ eo bet Tangi Malmanche. Un den a-raok e amzer e oa daoust ma voe levezonet e oberenn lennegel gant doareoù ar c'hoari-pezh gall ha klasel.

Taolenn

[kemmañ] Buhez

Ganet eo Tangi Malmanche e Sant-Omer (62500) e 7 a viz Gwengolo 1875 e Saint-Omer (Bro-C'hall) ha marvet d'an 20 a viz Meurzh 1953 e Courbevoie (Bro-C'hall). Bevañ a reas ar c'hrennard etre lise Brest hag maner ar Rest e parrez Plabenneg. Nepell eus ar maner e oa ur vilin e-lec'h ma laboure Urien ar C'hoant ha Mari ar Rouz. Plijout a rae da Vari kontañ istorioù hag a drugarez dezhi e teskas Tangi Malmanche brezhoneg hag e talc'has soñj eus an istorioù-se a-hed d'e vuhez. Kroget eo Tangi gant e studioù e Brest betek al lise, ha war-lerc'h ez eo aet d'ober studioù war ar gwir e Roazhon, ur wech echu gant ar studioù-se ez eas da Bariz a-benn tapout un aotregezh war al lizhiri hag un testeni eus Skol-Uhel ar Studioù-Micherel. Mestr-gov e oa deus e vicher met diouzhtu p'en doa un nebeud amzer dieub e skrive e brezhoneg, kelenner e voe ivez Tangi Malmanche er bloavezhioù 1904-1905, evit Kevredigezh Bretoned Pariz, La Bretagne. Bevañ a reas e fin e vuhez e Pariz ha war-bouez un nebeud mignoned, en digenvez. Mervel a reas hon dramaour brudetañ e Clichy (92110) pell diouzh e vro, «brudet ha dianav» evel ma skrivas gant mousfent, er bloavezh 1953 da 78 bloaz. Douaret e voe e bered Dives-Sur-Mer (14140), e Bro-Normandi.

[kemmañ] Skrivagner

Embannet eo bet e oberennoù kentañ e L'Hermine e 1898, e 1900 e L'Hermine adarre e voe embannet un drama c'hoariet da zeiz Gouel an Hollsent e maner ar Rest, ar bloavezh-se : Marvailh an ene naonek. Pemp bloaz war-lerc'h e voe c'hoariet ar pezh en-dro, war leurenn an Athenée-Saint-Germain, e Pariz ar wech-mañ hag e reas berzh-bras. E miz Eost 1903 e krouas gant skoazell e vignon al levrier Le Dault, ur gelaouenn lennegel hollvrezhonek, Spered ar Vro hec'h anv.

Buan e voe digalonekaet ha feuket ar rener gant digasted e genvroiz ha ne zeuas er-maez ar gelaouenn nemet peder gwech hepken. Goude bezañ bet kelenner brezhoneg e voe embannet e gentelioù e stumm ul levr: "Le mémento du bretonnant" e anv. Oberennoù a bouez-bras e savas betek e varv. Koulskoude ne oa ket trawalc'h dezhañ sevel pezhioù-c'hoari ; Malmanche a voulas e skridoù e-unan dre m'en doa staliet ur waskerell-vrec'h en e liorzh. E bennoberenn Gurvan, ar marc'heg estranjour a voe moulet evel-se hanter-kant skouerenn anezhi, hag ivez moarvat Salaun hag ar ganaouenn diwar-benn "Difoeltradur Roazhon". Maleüruzamant n'eo ket bet merzet nag anavezet oberennoù Malmanche, evit lies abeg. «Ugent vloaz re ebred ez eo deuet hon dramaour meur» a skrivas F. Eliez Abeozen, hag ar wirionez a zo gantañ. Ne oa ket barrek c'hoazh e gempridi da lenn e oberennoù ha n'o deus komprenet peurvuiañ mann ebet enno. Malmanche en doa kas ouzh an dud ha ne oa ket aes tostaat outañ.

[kemmañ] Mennozhioù

An darn vrasañ eus oberennoù Malmanche a zo dramaoù, tennañ a rae e vennozhioù eus :

  • ar grennamzer, evel e Buhez Salaun lesanvet ar foll.
  • ar beurbadelezh, evel e Gurvan ar marc'heg estrañjour.
  • eneoù an dud beuzet, evel e Ar Baganiz.

[kemmañ] Oberennoù

Savet ez eus bet ur bern levrioù gant hon dramaour brudetañ, renket eo bet al levriou-se a glasadoù disheñvel, setu anezhe :

[kemmañ] Pezhioù-c'hoari:

  • Buhez Salaun lesanvet ar foll
  • Kou le corbeau
  • Gurvan ar marc'heg estrañjour
  • La tour de plomb
  • Ar Baganiz
  • Suzanne Le Prestre
  • Marvailh an ene naonek
  • La montre de Landouzan
  • An Antekrist
  • Gwreg an toer
  • An intanvez Arzhur

[kemmañ] Kanaouennoù:

  • Disfoeltradur Roazhon

[kemmañ] Traoù all:

  • Le memento du bretonnant
  • De l'utilité du breton

Skivet ez eus bet ur bern pennadoù diwar-benn Tangi Malmanche :

  • "Tangi Malmanche et le théâtre celtique", L'Echo de Paris, 13 a viz Ebrel 1931.
  • "Istor lennegezh vrezhonek an amzer-vremañ" (ar pajennoù 105 ha 106 a zo diwar-benn Tangi Malmanche), Al Liamm (1932).
  • "Tangi Malmanche" (gant Roparz Hemon), ibid.
  • "Tangi Malmanche stourmer" (gant Per Denez), ibid.
  • "Tangi Malmanche" (gant Mikaela Kerdraon), Al Liamm.
  • "Tangi Malmanche ha Spered ar Vro" (gant Maodez Glanndour), Al Liamm N°160, (1973).
  • "Tangi Malmanche, témoin du fantastique Breton"(gant Mikaela Kerdraon), Brittia.
  • "Tangi Malmanche un écrivain morbide?" (gant Tangi Ar Menn), Aber N°9, (2002).
  • "Tangi Malmanche, cent ans déjà" (gant Tangi Ar Menn), Aber N°13, (2003).

Ul lec'hienn internet a zo dreist-holl diwar-benn oberenn Tangi Malmanche:

E yezhoù all


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -