Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Brest - Wikipedia

Brest

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Evit an heñvelstummoù, gwelit Brest (heñvelstumm).

Kumunioù Breizh
Brest
Departamant Penn-ar-Bed
Bro hengounel Bro Leon
Arondisamant Arondisamant Brest
Etrekumuniezh Brest Meurgêr ar Mor
Bro 'Voynet' Bro Vrest
Pastell-vro votiñ {{{Pastell-vro}}}
Kanton penngêr eus 10 Kanton
Kod INSEE 29019
Kod post 29200
Maer
Amzer gefridi
François Cuillandre
2001-2008
Gorread 4 951 ha = 49,51 km²
Hed 04° 29' 08" O
Led 48° 23' 27" N
Uhelder keitat : 34 m
bihanañ : 0 m
brasañ : 103 m
Poblañs hep kontoù doubl 145 700
(2005)
Stankter 3023
{{{kartenn}}}



Brest a zo ur gumun eus departamant Penn-ar-Bed e Breizh. P'eo lec'hiet e kornôg pellañ ar vro eo ur porzh hag un diazezlec'h bras eus ar morlu.


Taolenn

[kemmañ] Anv

Anv kozh Brest a zo bet marteze Urbs Ossismii pe Civitas Occismorum. E goll a reas er Vvet kantved pa voe damzistrujet gant an Huned. Kêr-benn meuriad an Ossismii a voe kaset da Castrum Pauli (Kastell-Paol hiziv). Kemer a reas Brest anv unan eus an torgennoù ar gêr Bresta super Capellam. Mont a reas an anv-se da Vrest pa adkrogas ar gêr da greskiñ.

[kemmañ] Istor

[kemmañ] Henamzer

Skeudenn:Vue brest 800x600.jpg
Brest gwelet eus ar c'hastell

N'eus roud ebet eus ur c'hreñvlec'h a-raok hini ar Romaned met lec'hienn ar c'hastell a zo hini un oppidom stanket, un uhelgompezennig a-us d'an dour mor a zo o c'hlebiañ kostezioù al ledenezig. Gant meuriad galian an Ossismii e voe dalc'het lec'hienn Brest goude an aloubidigezh roman. N'eo ganet ar gêr nemet en IIIe kantved, pa savas ar Romaned ur c'hreñvlec'h gant meur a dour (ouzhpenn 20 war a seblant) da zifenn an aod ouzh ar vorlaeron saoz hag ouzh ar bagodoù a skrape ar maezioù. Ar "c'hastrum"-se a voe savet en hevelep amzer ha mogerioù Gwened, Naoned ha Roazhon gant mein ar monumantoù publik, ar pezh a dalvez moarvat e oa mall bras war ar saverien. Ouzhpenn-se e oa an impalaeriezh oc'h aozañ ur frammadur milourel nevez a vo anvet Tractus armoricanus et nervicanus er c'hantved war-lerc'h, gant ur morlu Classis armoricana hec'h anv. Ul lejion a voe staliet er gêr met ne yeas ket Brest da gêr-benn an Ossismii. E Vorgium (Karaez) e chomas ar gêr-benn betek donedigezh ar Vretoned.

War manatioù e voe diazezet frammadur relijiel ar Vretoned kozh, a pezh a zispleg perak ne oa eskopti ebet e Bro-Leon kent an VIIIvet kantved. Pa voe krouet unan e oa re vihan Brest da vezañ choazet.

Ar c'hreñvlec'h roman a voe damzistrujet gant goprsoudarded hunat er Vvet kantved met Kont Morvan Leon e adsavas da wareziñ ar rannvro diouzh ar Vikinged. E-barzh ar mogerioù-se e kreskas ar gêr e-pad ar Grennamzer. Ar gêr vogeriet a yeas d'ur c'hastell er XVIvet kantved pa'z eas hec'h annezidi da chom er fabourzioù.

[kemmañ] Ar Grennamzer hag an Azginivelezh

Un darn eus Dugelezh Breizh e oa Brest e-pad ar Grennamzer. Goude stagidigezh Breizh ouzh Bro-C'hall e roas ar roue Herri IV an titl a gêr dezhi e 1593. E 1631 e lakaas Richelieu anezhi d'ur porzh milourel. Ar porzh arnevez hag an arsanailhoù a savas neuze. Lojerisoù evit ar vicherourien a savas ivez.

[kemmañ] Ar Renad Kozh

Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest
Ti ar Feunteun, unan eus an tiez koshañ e Brest

E 1683 e vogerias Vauban ar gêr. E fin ren Loeiz XIV he doa 15.000 annezad. E Brest eo e tilestras kannadourien roue Siam e 1686. Diwarno e voe anvet Straed Siam.

En XVIIIvet kantved e savas an ijinour brestat Antoine Choquet de Lindu savadur ar galeoù a zlee degemer prizonidi betek an XIXvet kantved. Unan eus e bañsionerien vrudetañ a oa Louis Vidocq.

[kemmañ] An Dispac'h

Ur pouez bras he doe Brest e-pad an Dispac'h. Eus tu an dispac'herien e voe e 1789 ha tud Brest a gemeras an Tuileries e 1792 gant ar Varsilhiz. Goude taol-stad tud ar menez, keoded Brest, a oa jirondin en em savas a-enep ar galloud kreiz. Ur c'hwitadenn e voe, avat, hag e 1794 e savas "kannaded ar bobl e kefridi" ul lez-varn dispac'hel a gondaono 70 a dud d'ar gilhotin. Adsavet eo an ti-kêr gant André Jeanbon Saint André.

Keloù eus marv eus Robespierre a erruas diwezhat a-walc'h e Brest hag ar c'huzul kêr jakobin a zo kaset kuit e miz Gwengolo. Pennoù bras kozh a adkav o galloud e dilennadeg 1875 met koll a ra ar gêr he fouez strategel en abeg da c'hronn ar Saozon.

Armerzh ar gêr a rousinas betek an Eil Impalaeriezh. E 1856 e aotre Napoleon III ar gêr da sevel ur pont war ar Penfell. Gweladenniñ a reas ar gêr etre an 9 hag an 12 a viz Eost 1858. Brasaat a reas an arsanailh, astenn a reas div linenn hent-houarn betek Brest ha sevel a reas ar porzh kenwerzh.

[kemmañ] An XXvet kantved

Soudarded Amerikan e-pad emgann Brest
Soudarded Amerikan e-pad emgann Brest

Brest a oa unan eus ar porzhioù ma tilestras an Amerikaned e 1917 e fin ar brezel bed kentañ. E-pad an eil brezel bed e aloubas an Alamaned ar gêr d'an 19 a viz Even 1940. Un diazezlec'h evit al listri-spluj a savjont enni. Bombezadegoù ar gevredidi a zeraouas e 1941. Kenderc'hel a raint betek dieubidigezh ar gêr e Gwengolo 1944 goude un emgann 43 devezh. Hogozik peurzistrujet e voe ar gêr. An Tour Tangi, straed Sant-Maloù hag ar c'hastell eo al lec'hioù espernet nemeto.

Goude ar brezel e adsavas an annezidi (repuet er Sarthe dreist-holl) ur gêr nevez hervez raktresoù an tisavour Jean-Baptiste Mathon. Echuet e vo e 1961. An arsanailh a vo an andon a leve pennañ evit ar gêr betek fin ar XXvet kantved hag e ziskar a vo abeg d'un enkadenn armerzhel er rannvro. En em dreiñ a raio neuze ar gêr davet an imbourc'h morel hag an teknologiezhioù nevez.

[kemmañ] Darvoudoù pennañ istor Brest

  • 250-350 savadur ar "castellum"
  • 410-420 emsavadeg Arvorig a-enep Roma
  • 452 damzistrujet eo kêr gant goprsoudarded hunat
  • 1240 Yann I a bren ar gêr digant kont Leon Herve III
  • 1341 Yann Montforzh a gemer ar gêr ha mogeriañ a ra anezhi
  • 1386-1387 Yann IV a seziz en aner ar gêr dalc'het gant ar Saozon
  • Richard III bro-Saoz a ro en-dro ar gêr da Yann IV en eskemm d'ur gwerzh-daspren
  • Anna Vreizh a weladenn kêr
  • 1512 Emgann La Cordelière
  • 1593 Henri IV a ro ar gwir-bourc'hizhelezh da kêr
  • 1629 Ar C'hardinal Richelieu a gas D'Infreville da Vrest.
  • 1639 Ar C'hardinal Richelieu a grou an arsanailh hag ar porzh milourel
  • 1681 Loeiz XIV a stag Rekourañs ouzh Brest
  • 1683 Vauban a grog raktres savadur kreñvlec'h
  • 1685 Donedigezh kannadourien roue Siam
  • 1694 Raktres aozadur kêr gant Vauban
  • 1702 Bennigadenn iliz Sant-Loeiz
  • 1746-1784 Savadurioù bras an ijinour Antoine Choquet de Lindu
  • 1752 Savidigezh Akademiezh ar Morlu
  • 1778 Emgann ar Belle Poule
  • 1785 Disparti ergerzhadeg La Pérouse
  • 1789 Dilennadeg ar gannaded vrestat d'ar Stadoù Jeneral
  • 1800 Anvet eo ar prefed morel kentañ Cafarelli
  • 1801 Krouidigezh Skol ar Morlu
  • 1852 Divizet eo da gas ar c'haleourion da Wiana
  • 1856 Dekred diwar-benn savidigezh ur pont war ar Penfell
  • 1858 Gweladenn Napoleon III hag an impalaerez Eujeni
  • 1858 (1 miz Gwengolo) serret eo ar galeoù
  • 1859 Dekred diwar-benn krouidigezh ur porzh kenwerzh e Porzh-Trein
  • 1861 Digoret eo ar pont
  • 1861 - 1889 Ar porzh-kenwerzh a ya eus ar Penfell da boull Porzh-Trein.
  • 1865 Erruout a ra an hent-houarn e Brest
  • 1891 Brest-Pariz-Brest kentañ
  • 1917-1918 An Amerikaned a zilestr e Brest.
  • 1930 Digoridigezh ar pont Albert Louppe, anvet ivez pont Plougastell
  • 1940 (19 a viz Even) Al lu alaman a antre e Brest
  • 1941 Bombezadegoù kentañ war kêr
  • 1941 (22 Meurzh) Ar vorrederien alaman Scharnhorst ha Gneisenau
  • 1942 (11 C'hwevrer), ar vorrederien a ya kuit eus kêr
  • 1943 (28 Genver) an dud ziret a dle mont kuit eus kêr
  • 1943 Studioù kentañ diwar-benn ar raktres adsevel kêr
  • 1944 (9 Gwengolo)Tarzhadeg ar goudor Sadi Carnot (373 annezad ha kantadoù a soudarded alaman a zo lazhet)
  • 1944 (18 Gwengolo) Ar gwarnizon en em zaskor
  • 1945 Krouidigezh Brest Vras dre stagidigezh Lambezelleg , Sant-Per-Kilbignon ha Sant-Mark
  • 1947 Tarzhadenn an Ocean Liberty. Distrujet eo darn karter Sant-Mark
  • 1946 - 1961 Adsavidigezh kêr
  • 1960 Krouidigezh Skolaj ar Skiantoù, a yelo da Skol-Veur Breizh-Izel
  • 1960 (7 Gwengolo) Kêr a zegemer Medailh ar Rezistañs
  • 1974 (1 Genver) Krouidigezh Brest Meurgêr ar Mor
  • 1994 Digoridigezh Pont Kanol Iz
  • 2000 Krouidigezh Bro-Vrest

[kemmañ] Roll ar vaered

Roll ar maerioù
Dilennadeg Anv Titl
2001- François Cuillandre Maer
1989-2001 Pierre Maille Maer
1985-1989 Georges Kerbrat Maer
1983-1985 Jacques Berthelot Maer
1982-1983 Pierre Maille Maer
1977-1982 Francis Le Blé Maer
1973-1977 Eugène Berest Maer
1959-1973 Georges Lombard Maer
1958-1959 Auguste Kervern Maer
1954-1958 Yves Jaouen Maer
1954-1954 Lucien Chaix Maer
1953-1954 Yves Jaouen Maer
1947-1953 Alfred Pierre Marie Chupin Maer
1945-1947 Jules Lullien Maer
1944-1945 Victor le Gorgeu Prezidant an Delegasion Ispisial
1942-1944 Victor Eusen Maer
1929-1941 Victor le Gorgeu Maer
1921-1929 Léon Nardon Maer
1920-1921 Hippolyte Masson Maer


[kemmañ] Brezhoneg

  • Ar garta Ya d'ar brezhoneg a oa bet sinet gant an ti-kêr d'an 11 Gouere 2006.
  • Div skol Diwan a zo e Brest, hini Kerango hag hini Republik.
  • Skolioù divyezhek a zo eno abaoe 1978. 1,9% eus ar vugale a zo skoliet enno er c'hentañ derez. [1]

[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk

Evit Pont Rekourañs ha straed Siam eo brudet Brest. Eus ar monumantoù savet a-raok an XIXvet kantved ne chom nemet ar c'hastell, an Tour Tangi hag un nebeut tiez ha savadurioù kozh, savadurioù evit an arsanailh ha kreñvlec'hioù en o zouezh. E Rekourañs e chom un darn eus straed Sant-Malou rivinet gant bombezadegoù en Eil Brezel Bed.

[kemmañ] Douaroniezh

Brest hag he rannvro
Brest hag he rannvro

Kêr vrasañ departamant Penn-ar-Bed eo Brest met n'eo ket e gêr-benn. Da Gemper e voe roet ar statud-se gant ar Vodadeg Vonreizhel e 1791 rak ur prefeti mor e oa d'an amzer-se dija.

Ur gêr vorel eo. Lec'hiet war ul ledenez he-deus krec'hoù ebet. War du ar Su e kaver al lennvor hag emañ ledenez Kraozon en e du-hont. War du ar reter emañ harpet he levezon gant Landerne ha Montroulez.

War bladenn bro-Leon emañ lec'hiet Brest, war lein tornaodoù hogozik a-blom a furmont unan eus jeloù pennañ Tolzenn an Arvorig. N'eo torret ar voger-se nemet gant un aber kev, ar Penfell, ur legenn eus naoz kozh ar Stêr Aon. Ur porzh naturel peurvat eo ar Penfell. Gwarezet eo gant ur roc'h, 200 metr hec'h hirded, dour en he zro war daou gostez ha disrannet eus an tir gant ur stankenn war an trede. War ar c'hreñvlec'h naturel-se e voe bet savet Kastell Brest.

[kemmañ] Demografiezh

Kemmoù demografek
v. 1882 1990 1999
xxx 147 956 149 634
Niveroù adalek 1982 : Poblañs hep kontoù doubl

Andon : Insee

[kemmañ] Imbourc'h ha deskadurezh uhel

O vezañ kreizenn armerzhel kêr-benn Breizh-Izel he deus Brest kalz skolioù-meur hag annezadennoù imbourc'h.

  • Skol-veur Breizh-Izel
  • Ur skol uhel stummañ kelennerien
  • Skolioù meur
    • Skol Vroadel Ijinour eus Brest
    • Skol Uhel Pellgehenterezh Breizh
    • Skol Uhel Vroadel eus Ijinourien ar Studioù har an Teknikoù an Armoù
    • Skol Uhel kenwerzh Breizh
    • Skol ar Morlu
  • Ensavadurioù imbourc'h
    • CERV : Kreizenn europat reolder amwir
    • Ifremer Ensavadur Gall Imbourc'h evit Gounezerezh ar mor (liamm diavaez)
    • [2] : Ensavadur Gall Pennahelel - Paul Émile Victor (ex-IFRTP)
    • le CEDRE
    • IRD/ORTSTOM : Ensavadurioù Imbourc'h evit an Diorroadur.
    • SHOM

[kemmañ] Sevenadur

  • (fr) Porched al levrdiezLevrdi Ti-kêr Brest : rouedad al levrdiez Brest a zo kenaozet eus dek levrdi-karter

[kemmañ] Mirdioù

  • Mirdi an Eñvor

[kemmañ] Melestradurezh

Ti-kêr Brest war Plasenn ar Frankiz
Ti-kêr Brest war Plasenn ar Frankiz

Da galz brasoc'h eo aet Brest e 1945 pa voe staget teir c'humun all outi : Lambezelleg , Sant-Per Kilbignon ha Sant Mark.

E 10 kanton eo disrannet :

[kemmañ] Tud dibar

  • André Colin, den politikel
  • Édouard Corbière, paramantour ha skrivagner gallek
  • Jean Cras, sonaozour
  • Béatrice Dalle, aktourez
  • Yves Guéna, den politikel
  • André Guilcher, douaroniour
  • Louis Hémon, skrivagner gallek
  • Roparz Hemon, skrivagner brezhonek hag emsaver breizhat
  • Constant Le Doré, dispac'hour, krouer kevrenn an Etrebrodelenn e Brest e 1869
  • Marie Lénéru, skrivagnerezh gallek
  • Jean Oberlé, livour
  • Pierre Ozanne, livour
  • Henri Queffélec, skrivagner gallek
  • Alain Robbe-Grillet, skrivagner gallek
  • Victor Ségalen, skrivagner gallek
  • Berthe Sylva, kanerez
  • Georges Thierry d'Argenlieu, amiral


[kemmañ] Lec'hiennoù internet

Sellit ouzh Brest er
wikeriadur, ar geriadur frank.
Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com