XVIvet kantved
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bloavezhioù 1500 | Bloavezhioù 1510 | Bloavezhioù 1520 | Bloavezhioù 1530 | Bloavezhioù 1540
Bloavezhioù 1550 | Bloavezhioù 1560 | Bloavezhioù 1570 | Bloavezhioù 1580 | Bloavezhioù 1590
Gwelet ivez : Roll ar C'hantvedoù, Sifroù roman
Kregiñ a ra ar XVIvet kantved d'ar 1añ Genver 1501 hag echuiñ a ra d'an 31 Kerzu 1600.
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- Cinquecento an Azginivelezh ha Brezelioù Italia etre rouantelezhioù Italia ha Bro-C'hall.
- Skrivet Ar Priñs gant Niccolò Machiavelli.
- Kollet he dizalc'hiezh gant Breizh
- Aloubet an "Douar Nevez" gant ergerzherien Europa. Distrujet eo sevenadurezhioù engenidik Mezoamerika hag an Andoù. Aour e-leizh o tont tre en Europa. Degaset ar c'hezeg da Amerika.
- Adreizhadenn Brotestant an Iliz kristen e meur a vro eus Norzh Europa. Brezelioù relijiel en Europa.
- Dibab a ra Polonia ar frankiz kredenn.
- Tuet eo skrivagnerien Polonia da eskemm diwar-benn an diforc'hioù relijiel. Embann a reont o labourioù e poloneg evit ar wech kentañ.
- Dibab a ra Polonia ar frankiz kredenn.
- 1501: Ren tierniezh ar Safavided en Iran betek 1736.
- 1509: Emgann Diu a verk deroù kabestr Portugal war kenwerzh ar spisoù.
- 1512: Aloubet rouantelezh Navarra gant Kastilha.
- 1513: Juan Ponce de León war aodoù Florida ha Vasco Núñez de Balboa a-hed aod reter ar Meurvor Habask.
- 1514: Emgann Orsha a laka un harz da emled Moskovia e reter Europa.
- 1515: Diframmañ a ra an Impalaeriezh Otoman reter Anatolia digant ar Safavided da-heul Emgann Chaldiran.
- 1516-17: Trec'h eo an Otomaned war ar vMamluked. Kontrolliñ a reont Siria, Palestina, Egipt, ha Ledenez Arabia.
- 1517: Deroù an Adreizhadenn brotestant gant embannidigezh 95 Tezenn Martin Luther e Saksonia.
- 1519-21: Hernán Cortés e penn aloubadeg spagnol an Impaleriezh Aztek.
- 1519-22: Kaset da benn vat kentañ merdeadenn-dro ar blanedenn gant ergerzhadeg Fernan Magalhaes. Ne zistroas nemet unan eus al listri eus ar veaj, dindan stur ar c'homandant euskarat Juan Sebastián Elkano (1522).
- 1520-66: An Impalaeriezh Otoman en he barr e-pad ren ar sultan Sulaiman Veur.
- 1521:
- 1523: Sveden a zeu da vezañ dizalc'h diouzh Unaniezh Kalmar.
- 1524-25: Brezel ar gouerien en Impaleriezh Sakr German ha Roman.
- 1526: Aloubet rouantelezh Hungaria gant an Otomaned goude emgann Mohács.
- 1526: Ren a ra an Impalaeriezh Mogol, savet gant Babur war India, betek 1857.
- 1527: Gwastadur Roma
- 1529:
- Seziz Vienna a verk araokadenn bellañ an Otomaned e diabarzh Europa.
- Kensinañ a ra ur strollad priñsed ha kêrioù impalaerel eus an Impaleriezh Sakr Roman ha German ur skrid a-eneb da Embannadenn Worms e Dieta Speyer. Merkañ a reont evel-se o harp d'al Lutheriezh.
- 1531-32: Terriñ a ra Herri VIII a Vro-Saoz al liammoù gant an Iliz katolik roman ha sevel a ra Iliz Bro-Saoz (1533).
- 1532:
- 1534: Jakez Karter a ergerzh ar stêr Sant-Laorañs. Europad kentañ o teuler e droad war douaroù Kanada.
- 1536 : Unanet eo Kembre ha Bro-Saoz gant ul lezenn votet er bloavezh a-raok evit unvaniñ reizhiad al lezennoù en div vro.
- 1543: Deroù marevezh kenwerzhel Nanban goude kejadenn ar Bortugaled gant Japan.
- 1545 - 1563: Sened Tranta senedoù eukumenek an Iliz katolik ma'z eus bet termenet un niver bras a dogmaoù nevez a-benn talañ ouzh gourdrouz ar Adreizhadenn Brotestant.
- 1552: Aloubet Khanelezh Kazan gant Rusia.
- 1553: Krouet Macau gant ar Bortugaled e Sina.
- 1555: Kompagnunezh Moskovia eo ar c'hentañ kevredad kenwerzh dre gevrannoù vras e Bro-Saoz.
- 1556: Kren-douar Shaanxi e Sina eo ar c'hren-douar marvusañ anavezet en istor.
- 1556: Alouet Khanelezh Astrakhan gant Rusia.
- 1558-1603: Sellet e vez ouzh ar marevezh elesbedat evel barr an Azginiveleh saoz.
- 1558-83: Brezel Livonia etre Polonia, Sveden, Danmark ha Rusia.
- 1562-98: Brezelioù relijiel gall etre Katoliged hag Hugenoded e Frañs.
- 1566-1648: Brezel pevar-ugent vloaz etre Spagn hag an Izelvroioù. Dont a ra a-benn ur vroad vihan, an Izelvroioù, da c'hounit he dizalc'hiezh a-dre daouarn gourgalloud ar mare (Spagn).
- 1568): Evit ar wech kentañ en Istor eo gwarantet ar Frankiz kredenn gant al lezenn; e priñselezh Treuzsilvania (Embannadenn Turda).
- 1568-1600: Marevezh Azuchi-Momoyama e Japan. Da-heul an hir a vrezelioù diabarzh niverus c'hoarvezet e-kerzh ar marevezh Sengoku e klask an daimyoed Oda Nobunaga ha Toyotomi Hideyoshi unaniñ Japan dindan o beli.
- 1569: Mont a ra Polonia ha Lituania da sevel ur gumuniezh dizalc'h gant Unaniezh Lublin a bado betek 1795)
- 1577-80: Tro ar bed Francis Drake a c'houlenn Kalifornia evit Bro-Saoz.
- 1580: Portugal a goll he dizalc'hiezh evit Spagn betek 1640.
- 1582:
- Aloubiñ a ra Yermak Timofeyevich Khanelezh Sibiria war anv ar Stroganoved.
- Deiziataer gregorian degemeret gant ar broioù katolik.
- 1584-85: Goude seziz Antwerpen (1585) ez a kalz varc'hadourien d'en em staliañ da Amsterdam.
- 1585-1604: Emgannoù ar brezel saoz-ha-spagnol a c'horvez en daou du d'ar mor atlantel.
- 1588: Dizarbenn a ra ar Saozon an Armada didrec'hus.
- 1592-98: Deizarbenn a ra Korea ha Sina div aloubadeg a-berzh Japan e-pad ar brezel seizh vloaz.
- 1598-1613: Freuz ha reuz e Rusia e-pad ar marevezh trubuilhek.
- Krouidigezh kêr Bamako e dibenn ar XVIvet kantved.
[kemmañ] Tud dibar
- Akbar, Penn an Impalaeriezh mogol.
- Anna Vreizh (Naoned, 1477 - Bleaz, 1514), dugez Breizh (1488 - 1514) ha rouanez Bro-C'hall dre ziv wech (1491-1498 ha 1499-1514).
- Nicolaus Copernicus, steredoniour bet diorroet gantañ an heolgreizegezh (teorienn tro ar blanedennoù en-dro d'an heol en ur implijout hentennoù skiantel (19 C'hwevrer 1473 Torun, Polonia - 24 Mae 1543, Frauenburg, Polonia),
- Krouiñ a ra Herri VII a Vro-Saoz tierniezh an Dudored. Dizamant e tegas gwikefreoù tailhoù efedus evit adsevel ar rouantelezh zo war-nes ober freuzstal abalamour da efedoù brezel an div rozenn (1457 - 1509).
- György Dózsa, pennlusker emsavadeg ar gouerien en Hungaria (1470 - 1514)
- Michelangelo Buonarroti, livour italian ha kizeller (1475 - 1564).
- Thomas More, politikour ha skrivagner saoz (1478 - 1535).
- Martin Luther, adreizher relijiel ha doueoniour alaman, diazezer ar brotestaniezh (Eisleben, 1483 - id., 1546).
- Hernán Cortés, Conquistador spagnol (1485 - 1547).
- Ar roue Herri VIII a Vro-Saoz, krouer an Anglikaniezh (1491 - 1547).
- Ar roue Frañsez Iañ a Vro-C'hall a seller outañ evel ar monark kentañ eus an Azginivelezh en e rouantelezh (1494 - 1547).
- Sulaiman Veur, sultan an Impalaeriezh Otoman. Alouber hag adreizher ar justis (1494 - 1566).
- Jean Calvin (Noyon, 1509 - Geneva, 1564), doueoniour ha prederour gall, tad al Iliz protestant.
- Charlez V impalaer Sakr Roman ha German, ar c'hentañ o ren evel roue Spagn (Charlez Iañ). Bet oc'h en em gannañ dizehan gant Bro-C'hall ha gant an Impalaeriezh Otoman tra ma kase war-raok aloubidigezh spagnol Amerika (Gand 1500 - manati Yuste (Spagn 1558).
- Cuauhtémoc (1502 - 1525), Tlatoani diwezhañ an Azteked a gas war-raok an emsav enep spagnol, trec'het a-benn ar fin e-pad seziz Tenochtitlan. Krouget e vo d'ar 26 C'hwevrer 1525
- Maria Iañ a Vro-Saoz. Klask a ra enebiñ ouzh an Adreizhadenn Brotestant war an dachenn kabestret ganti. Lesanvet e vo Bloody Mary (Maria ar gwadeg) abalamour d'an heskinerezh relijiel gaset da benn ganti (1516 - 1558).
- Ar roue Fulup II Spagn, emanvet pennlusker an Enep-Disivoud (1527 - 1598).
- Ar rouanez Elesbed Iañ a Vro-Saoz, den kreiz ar marevezh Elesbedat (1533 - 1603).
- Oda Nobunaga , daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad brezel diabarzh Japan. Pennrener kentañ marevezh Azuchi-Momoyama (1534 - 1582).
- Toyotomi Hideyoshi , daimyo eus ar marevezh Sengoku e-pad brezel diabarzh Japan. Eil pennrener marevezh Azuchi-Momoyama (1536 - 1598).
- Amiral Yi Sun-sin , a seller outañ evel unan eus an amiraled ha pennrenerien vilourel veur en Istor ar Bed. (1545 - 1598).
- Edouarzh VI a Vro-Saoz, anavezet evit bezañ lakaet doare an Anglikaniezh da bellaat muioc'h c'hoazh diouzh ar Iliz katolik roman (1537 - 1553).
- Lady Jane Grey, Rouanez-ren Bro-Saoz hag Iwerzhon. Torret eus he c'harg dre un emsavadeg pobl (1537 - 1554).
- Jakez Karter, Malaouad, dizoloer Kanada 1539
- Ar rouanez Maria Iañ a Skos, kentañ maouez bet e penn tiegezh ar Stuarded (1542 - 1587), bet kondaonet d'ar marv gant Elesbed Iañ a Vro-Saoz ha dibennet.
- Fernan Magalhaes, ergerzher portugalat (1480 - 1521)
- Miguel de Cervantes, Skrivagner spagnol (1547 - 1616).
- Ar roue Herri IV a Vro-C'hall ha Navarra, bet lakaet gantañ un termen d'ar brezelioù relijion e Bro-C'hall hag unanet gantañ ar rouantelezh dindan e ren kent dezhañ bezañ drouklazhet (1553 - 1610).
- Ambroise Paré (Bourg-Hersent, e-kichen Laval, e-tro 1509 - Pariz, 1590), mezeg ha surjian gall, diazezer ar surjianerezh vodern.
- William Shakespeare, skrivagner saoz (1564 - 1616).
- John Donne, barzh trenaturel saoz (1572 - 1631)
- Musashi Miyamoto, brezelour brudet e Japan, skrivagner Levr ar Pemp Gwalenn, ur pleustrad war ar strategiezh hag an arzoù emgannañ. (1584 - 1645)
- André Vésale (Brusel 1514 - Enez Zante 1564), anatomour belgiat, ijiner ar plankennoù anatomek. Termen zo bet lakaet gant e labourioù d'ar c'haleniezh
- Ahmad ibn Ibrihim al-Ghazi, Somalia Imam ha jeneral (1507 - 1543).
- Ivan IV Rusia, kentañ tsar rusian (1530-1584).
[kemmañ] Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù
Roll ijinadennoù ar XVIvet kantved
- Ar C'harr-nezañ a cheñch penn da benn labour ar Gwiadoù
- Dont a ra plant an Douar Nevez evel ar maiz, an avaloù-douar, ar c'hakao, hag an tomatez da vezañ anavezet en Europa. Eskemmoù plant, loened ha kleñvedoù niverus etre an Douar Nevez hag ar Bed Kozh
- Implijet evit ar wech kentañ arouezenn vodern ar wrizienn garrez (√ ).
- Embann a ra Copernicus e deorienn war an Douar hag ar planedennoù all a dro en-dro d'an Heol (1543)
- Deiziataer gregorian degemeret gant ar broioù katolik (1582)
- 1597: Opera eFirenze gant Jacopo Peri
[kemmañ] Gwelet ivez
- XVIvet kantved el lennegezh