Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
State of California
|
Lesanv: The Golden State |
Sturienn: Eureka |
|
Stadoù-Unanet Amerika |
Kêr-benn |
Sacramento |
Kêr vrasañ |
Los Angeles |
Gouarnour |
Arnold Schwarzenegger (R) |
Senedourien |
Dianne Feinstein (D)
Barbara Boxer (D) |
Yezh(où) ofisiel |
Saozneg |
Gorread |
410,000 km² (3e) |
- Douar |
404,288 km² |
- Dour |
20,047 km² (4.7%) |
Poblañs (bloaz 2000) |
- Poblañs |
33,871,648 (1añ) |
- Stankter |
83.85 /km² (12vet) |
- Korvoder dre diegezh |
$49,894; (13vet) |
Degemeret en Unaniezh |
- Deiziad |
September 9, 1850 |
- Urzh |
31añ |
Rann eur |
Pacific: UTC-8/-7 |
Ledred |
32°30'N da 42°N |
Hedred |
114°8'K da 124°24'K |
Hirder |
400 km |
Ledander |
1,240 km |
Uhelder |
|
- Lec'h Uhelañ |
Mount Whitney |
- Uhelañ |
4421 m |
- Krenn |
884 m |
- Izelañ |
-86 m |
Berradurioù |
- USPS (post) |
CA |
- ISO 3166-2 |
US-CA |
Kenrouedad |
www.ca.gov |
Unan eus ar Stadoù kevredet er Stadoù-Unanet eo Kalifornia (California e saozneg). Emañ en o Mervent war aod ar Meurvor Habask. War he harz Su emañ korn gwalarn Mec'hiko. War 410 000 km² ez eus 36 milion a annezidi ken eo ar Stad stadunanat poblet ar muiañ hag an trede e-keñver ar gorread.
Indianed amerikan, an henvroidi, o deus poblet ar vro, betek ma krogas trevadennerezh an Europeaned e 1769 pa zegouezhas ar Spagnoled war an aodoù. Ul lodenn eus Mec'hiko e teuas Kalifornia da vezañ da vare dizalc'hidigezh ar vro-se diwar Spagn e 1820. Ne oa bet diorroadur ebet a-raok ma voe aloubet ar vro gant 500 soudard ha moraer stadunanat da vare Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet (1846-1848). Gant feur-emglev Guadalupe Hidalgo e c'hellas ar Stadoù-Unanet prenañ an takad digant ar re drec'het. Just goude e tesachas an Diskrap war an aour 90 000 envroad o tont eus ar Stadoù-Unanet ha staliet eo bet da 31vet Stad an Unaniezh e 1850.
Kreñvoc'h eo Kalifornia eget 5 eus an armerzhioù pennañ er bed o vezañ ma tegas-eñ 13% eus produadur broadel gros ar Stadoù-Unanet (13 trilion a zollaroù). An obererezhioù armerzhel pennañ eo ar gounezerezh, an dudi, ar greanterezh skañv hag an touristerezh.
Takadoù armerzhel a zo Hollywood e-kichen kêr Los Angeles (sinema), an Draoñienn greiz (gounezerezh), Silicon Valley (urzhiataerezh ha teknologiezh uhel) ha Bro ar gwiniegoù (gwin).