Sinema
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar sinema, ijinet gant ar vreudeur Lumière e fin an XIXvet kantved, a zo un arz hag a denn d'ar gweled, met gant ar son ouzhpennet d'ar skeudennoù fiñvus e-kreiz ar bloavezhioù 1920, eo deuet da vezañ arz ar c'hleweled ivez. P'eo unan eus an diduamantoù prizietañ er bed a-bezh eo abeg ur greanterezh eus ar galloudusañ eo ar sinema ivez. Dezhañ ar perzh dibar bezañ hag un arz hag ur greanterezh asambles.