Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kartenn Ceuta, e spagnoleg
Ceuta pe Sabtah (Ceuta distaget [θeuta] e spagnoleg, سبتة distaget [sabta] en arabeg) zo ur gêr dalc’het gant Spagn e Norzh Afrika, dam enklozet e Maroko, war vord ar Mor Kreizdouar. Evit Maroko ez eo ul lodenn eus e diriad, trevadennet gant Spagn. Ur gêr emren eo Ceuta, enni war-dro 75 000 a annezidi. Komzet e vez arabeg, berbereg, spagnoleg hag un tammig galleg e kêr.
Ul lec’h a bouez eo Ceuta hag a-gozh eo annezet. E dalc’h ar Fenikianed, ar Romaned, ar Wizigoted eo bet. E-pad meur a gantved eo bet ur porzh eus an Impalaeriezh vizantat, a-raok bezañ aloubet gant ar Bortugaliz e 1415, ha tremen dindan yev Spagn e 1580. Abaoe eo chomet dindan veli Spagn. E 1995 e oa bet roet da Ceuta, evel d’he c’hoar Melilla, ur statud a gêr emren.
[kemmañ] Gwelet ivez
Plaza de soberanía