Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Enklozadur - Wikipedia

Enklozadur

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

C zo un enklozadur eus A hag un ezklozadur eus B.
C zo un enklozadur eus A hag un ezklozadur eus B.

E yezh an douaroniezh e vez graet enklozadur pe sankenn diabarzh eus un tamm douar zo gronnet penn-da-benn gant un tiriad diavaez all. Ma vez an aotrouniezh war an douar-se gant un vro all e vez lavaret ez eo un ezklozadur pe ur sankenn diavaez eus ar vro-se ivez.

Diwezhat a-walc’h eo deuet keal an enklozadur d'ober e dreuz e luc’haj an diplomategezh. Ne vez ket kavet e saozneg a-raok 1868. Amprestet eo bet ar ger enclave gant ar yezh-se digant ar galleg a oa yezh an diplomategezh, al lingua franca, d'an ampoent. Ster ar ger er yezhoù-se a zeu eus al latin diwezhañ inclavatus a dalvez prennet, alc’hwezet (eus al latin diwezhañ clavis, alc’hwez). E brezhoneg eo bet savet ar ger diwar ar rakger en (diabarzh) ha klozañ (serriñ). Kavet e vez ken abred ha geriadur Vallée e 1931. Keal an ezklozadur, diwar ar rakger ez (diavaez), zo en em zispaket e bed an diplomategezh e-tro 30 vloaz war-lerc’h hini an enklozadur.

Meur a abeg zo da diriadoù zo da vezañ enklozet. Abegoù istorel, politikel pe douaroniel. Takadoù zo, da skouer, zo deuet da vezañ enklozadurioù traken peogwir e oa bet cheñchet naoz gant ur stêr.

Diaezamantoù fraezh a sav diwar bevañ en un enklozadur. Emglevioù liesseurt zo da vezañ kavet etre meur a vro evit ar chomlec’hioù, an tredan pe ar gwirioù tremenerezh. Setu perak eur tuet da glask en em zizober anezho ha kalz enklozadurioù a oa en amzer dremenet zo bet diverket bremañ.

E diabarzh ur vro zoken e oa niverus an enklozadurioù relijiel er Grennamzer. E Breizh eo brudet parrezioù enklozet eskopti Dol dreist-holl. E Bro-Saoz e veze graet peculiars eus ar parrezioù enklozet.

Taolenn

[kemmañ] Stadoù enklozet

Lesotho (e gwer) zo enklozet-mik e-barzh Suafrika.
Lesotho (e gwer) zo enklozet-mik e-barzh Suafrika.

Stadoù zo zo enklozet o ziriad penn-da-benn en ur Stad all. Setu n'int ket ezklozadurioù. 3 Stad zo evel-se :

Gwelet ivez Roll ar broioù dezho harzoù gant ur vro all hepken.

[kemmañ] Stadoù arvorel

Stadoù zo a c’hall bezañ enklozet e Stadoù all, war-bouez ul lodennig arvorel bennak eus ar vro a c’hallont drezi en em zigeriñ war-du ar mor bras. Un tamm trepasig n'eo ken koulskoude.

  • Ar Stad heverkañ evel-se eo Gambia a vije enklozet klok e-barzh ar Senegal paneve ur vandennig 50 km a-hed aod ar meurvor atlantel.
  • Sultanelezh Brunei e diabarzh Malaysia. Brunei a ya div lodenn arvorel distag d'hec’h ober. Gallout a reer sellet ouzh distrig bihan Temburong evel un ezklozadur eus Brunei pe evel un enklozadur e Malaysia. Amañ koulskoude ez eo astennet gorread ar vro gras d'ar 'vandenn arvorel'.
  • Priñselezh Monaco e Frañs.

Ha pa vefe stok Portugal, Korea hag Iwerzhon ouzh ur Stad all hepken, ez eo bras a-walc’h an digor anezho war an doureier etrebroadel evit na vefe ket sellet outo evel ouzh damenklozadurioù. Kemend-all a c’haller lavaret diwar-benn Breizh e-keñver Frañs.

[kemmañ] Troc’hadoù arvorel

Tiriadoù zo n'haller mont dezho nemet dre dreuziñ an doureier etrebroadel. Graet e vez troc’hadoù eus ar vammvro anezho kentoc’h eget enklozadurioù rak n'int ket enklozet a bep tu gant tiriadoù estren. Da skouer :

Kalz broioù zo dezho troc’hadoù arvorel n'hallont ket bezañ tizhet war-eeun adal ar c’hevandir nemet dre vor pe dre aer. Skouer splannañ an degouezh-mañ eo Alaska distag eus ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet dre Kanada. Div lodennig vihan all eus SUA da nebeutañ n'hallont bezañ tizhet nemet dre Kanada : Point Roberts e gwalarn Washington hag an Northwest Angle e Minnesota, ur c’hourenez a hed al Lake of the Woods. E lodenn su pellañ Kroatia eo rannet darn eus kontelezh Dubrovnik-Neretva eus ar peurrest eus ar vro dre un trepasig moan e Bosnia ha Herzegovina.

Gwelet ivez: Roll an enklozadurioù etrebroadel hag ar roll er pennad Ezklozadur.

[kemmañ] Enklozadurioù gwirion

Graet e vez enklozadurioù gwirion eus an tiriadoù zo beli ur Stad warno met n'haller ket mont eno hep treuziñ ur Stad all. Skouer vrudetañ an degouezh-mañ a oa Berlin ar C’hornôg a-raok adunanidigezh Alamagn a oa, er fedoù, un ezklozadur eus Alamagn ar C’hornôg e Alamagn ar Reter ha, dre se, un enklozadur e Alamagn ar Reter. Ouzhpenn, tammoù douaroù bihan eus kornôg Berlin a oa distag eus an tamm brasañ, lod anezho war-bouez un nebeud metroù traken. Hervez lezenn e oa meret Berlin penn-da-benn gant ar pevar galloud kevreet, ar pezh a dalveze n'halle ket Berliniz ar C’hornôg kas danvez kannaded d'ar parlamant e Bonn ha n'o doa ket keodedourien Berlin d'ober o c’hoñje.

E-touez an enklozadurioù niverus zo bet en Europa ur mare zo bet, ne chom mui nemet ar re-mañ :

  • Kêr Baarle e su an Izelvroioù a ya d'hec’h ober kumun Baarle-Hertog, ur strobad 22 enklozadur belgat en Izelvroioù ; ha kumun izelvroat Baarle-Nassau dezhi 3 enklozadur e Belgia, en o mesk unan e diabarzh un enklozadur belgat.
  • Büsingen en Alamagn zo un ezklozadur e kanton Schaffhausen e norzh ar Suis. Ur stroll 5 enklozadur bet krouet gant un hent-houarn zo ivez en Alamagn etre kêrioù Roetgen ha Monschau (e su Aachen). Dindan beli Belgia emaint.
  • Kêr Campione, en Italia zo enklozet e kanton Ticino e Suis, ha pa vefe meret, war ar pemdez, e-giz ul lodenn eus Suis. Heuliañ a ra reolennoù maltoutel Suis, implijout a ra al Lur Suis hag an annezidi anezhi ne baeont tamm tailh ebet da Italia. Dindan beli Italia emañ koulskoude.
  • Kêr gatalan Llívia, zo un ezklozadur e su Frañs, un nebeud kilometradoù diouzh Priñselezh Andorra.
  • E reter Belarus, ez a div vourc’h d'ober ezklozadur rusian San'kovo-Medvezh'e.
  • Kêriadennoù Ormidhia ha Xylotimbou e Kiprenez gronnet gant Bon emren Dhekelia dindan beli Breizh-Veur. E diabarzh ar bon eo stag kreizenn dredan Dhekelia ouzh Kiprenez ha pa vefe gronnet gant douaroù breizhveuriat ha divlodennet ouzhpenn gant un hent breizhveuriad.
  • En Armenia ez eus tri ezklozadur eus Azerbaidjan. Daou anezho zo bourc’hioù e biz Armenia. An trede anezho zo lec’hiet e norzh korn-bro Nakhchivan (a zo un troc’had eus Azerbaidjan gennet etre Armenia, Iran ha Turkia).
  • Diouzh an tu all ez eus ivez un ezklozadur armenian e gwalarn Azerbaidjan.

Er-maez Europa e kaver enklozadurioù en Azia :

  • Madha zo un tamm douar eus Oman enklozet en Emirelezhioù Arab Unanet (EAU). Enni emañ tiriad bihan Nahwa, un enklozadur eus an EAU e diabarzh Madha.
  • War harzoù India ha Bangladesh e distrig indiat Cooch-Behar ez eus 92 ezklozadur eus Bangladesh. Heñveldra, 106 ezklozadur indiat zo e diabarzh Bangladesh. Enframmet ez eus 21 eus an ezklozadurioù bangladeshat en ezklozadurioù indiat. 3 eus an ezklozadurioù indiat zo enframmet en ezklozadurioù bangladeshat. En ezklozadur indiat brasañ Balapara Khagrabari ez eus un ezklozadur bangladeshat Upanchowki Bhajni zo enni ivez un ezklozadur indiat anvet Dahala Khagrabari.
  • Traoñienn Fergana, un takad ma kej Kyrgyzstan, Tadjikistan hag Ouzbekistan, zo enklozadurioù niverus enni. Gronnet eo Barak, ur vourc’hig Kyrgyz gant Ouzbekistan. Kêr tadjik Sarvan zo e-barzh douaroù Ouzbek ha bourc’h tadjik Vorukh a-gevret gant un tamm douar bihan e-kichen Kairagach zo enklozet e douaroù Kyrgyz. Kêrioù Ouzbek Sokh ha Shakhimardan evel an daou diriadig ouzbek bihan zo eus Qalacha ha Khalmion e norzh Sokh zo gronnet holl gant douaroù Kyrgyz.

Tri strollad enezennoù gronnet gant doureier tiriadel ur Stad all a c’haller kaout ivez :

  • Inizi Malawiat Chizumulu ha Likoma zo e-barzh doureier tiriadel Mozambik war Lenn Nyasa.
  • Enez Martin Garcia eus Arc’hantina zo gronnet gant doureier tiriadel Uruguay ar Río de la Plata.
  • Strollegezh tramor Frañs Sant-Pêr ha Mikelon zo gronnet gant doureier tiriadel Kanada. Takad Frañs a ya 24 milmor (44 km) tro d'e ober. Gras d'ur ganol a 10,5 milmor (19 km) hed e c’haller tizhout an doureier etrebroadel.

An aezamant bevañ e seurt tiriadoù a c’hall cheñch kalz hervez al lec’hioù. Dre vras en Europa a-vremañ eo termenet pizh an traoù ha dieub eo an dud da fiñval eus an eil bro d'eben. En Azia avat eo tennoc’h an traoù p'eo bet savet an enklozadurioù diwar dizemglevioù war ar bevennoù termenet er feuremglevioù alies. Se zo kaoz da annezidi seurt enklozadurioù bezañ kondaonet da vevañ bac’het, d'ar gwashañ pe, da nebeutañ, da welet skoilhoù diniver oc’h en em zispakañ dirazo en o buhez pemdez.

[kemmañ] Enklozadurioù "er fedoù"

Tiriadoù zo, hag int stag ouzh o mammvro a c’hall bezañ tizhet aesoc’h dre vont tre en ur vro estren abalamour ma'z int lec’hiet en un takad meneziek pe peogwir e tremen an hent nemetañ a ya di dre ur vro estren a-raok distreiñ war douaroù ar vammvro. Gallout a reer ober enklozadurioù er fedoù pe damenklozadurioù eus seurt douaroù. Kavet e vezont a-hed kalz a harzoù, dreist-holl ar re n'int ket difennet start. Stag int ouzh ar vammvro dre un tamm douar strizh hepken peurlisesañ. Setu aze skouerioù :

  • Kumun Aostrian Jungholz zo gronnet a bep tu gant tiriadoù alaman war-bouez ul lec’h : kribenn ur menez.
  • Kleines Walsertal, un draoñienn eus Vorarlberg en Aostria n'hall bezañ tizhet nemet dre an hent a dremen dre Oberstdorf e Bavaria.
  • Kêriadenn Suis Samnaun n'halle bezañ tizhet e-pad pell nemet dre an hent a zeue eus Aostria. Diwar-se e voe laket ar gêriadenn er-maez eus tiriad maltoutel Suis e 1892. Ha dalc’het e voe d'an dra-se ha pa vije bet savet un hent dre draoñienn Engadine e 1907-1912.
  • Evit abegoù heñvel eo bet lakaet traoñienn italian Livigno, nepell eus an harzoù suis, er-maez eus takad TGO an UE.
  • Kêriadennoù zo e reter Estonia n'hallont bezañ tizhet nemet dre hentoù a sank e-barzh douaroù Rusia. Bleinañ a c’haller war an hentoù-se hep tamm viza ebet met difennet eo chom a-sav a-raok distreiñ da Estonia.
  • Meur a feurm war an harzoù etre Danmark hag Alamagn.
  • Rann gornôg pellañ Kontelezh Monaghan en Iwerzhon zo enni un damenklozadur a sank e-barzh Kontelezh Fermanagh e Norzhiwerzhon.
  • Bourc’h Macahel e biz Turkia n'haller mont di nemet dre hent Batumi e Jorjia ha stanket eo an hent e-pad ar goañv gant an erc’h.
  • Point Roberts (Washington) zo e penn ur c’hourenez a sank er su e British Columbia a-dreuz an 49vet ledredenn. N'haller mont di dre hent eus ar SUA nemet dre Kanada.

[kemmañ] Enklozadurioù isvroadel

A-wechoù, abalamour d'an istor pe d'an aezamant bevañ ez eus bet savet rannoù melestradurel e diabarzh ur vro, ha dre se ez eus douaroù stag en ur c’heñver melestradurel ouzh lodennoù all. Skouerioù diniver zo. Setu a-is darn anezho :

  • E Breizh
    • Kumun ar Genkiz-Yuzhael a zo enklozet-mik e-barzh hini Plouvalae.
    • Kêr Karaez a oa enklozet e-barzh kumun Plougêr war-bouez al lodennig strizh he dispartie eus Plonevell dre ar Stêr-Iêr. Unanet eo bet an div gumun e 1956 evit mont d'ober kumun Karaez-Plougêr.
    • Eskoptioù Breizh a oa enno parrezioù enklozet niverus eus eskopti Dol. Gwelet Roll ezklozadurioù Eskopti Dol.
  • En Aostralia, ez a Tiriad Kêr-benn Aostralia (Australian Capital Territory (ACT)) d'ober un enklozadur eus Kembre Nevez ar Su. Merañ a ra an ACT enklozadur arvorel distag Jervis Bay war aod Kembre Nevez ar Su ivez. Resisaat a ra bonreizh Aostralia (bet skrivet kent savidigezh an ACT) e rank al lec’h dibabet evit bezañ kêr-benn vroadel Aostralia bezañ enklozet penn-da-benn e-barzh Kembre Nevez ar Su.
  • En Aostria ez eo Vienna un enklozadur e Goueled Aostria. Dedennus eo notenniñ eo bet Vienna kêr-benn Goueled Aostria betek 1986 ivez.
  • E Belgia ez eo Rannvro Kêr-benn Brusel un enklozadur eus Flandrez. Souezhus eo gwelet ez eo ivez kêr-benn Flandrez. Flandrez he deus un ezklozadur, kumun Voeren, tra ma'z eus ivez un ezklozadur gant Wallonia : kumun Comines-Warneton. Tiriad kumuniezh alamanegerien Belgia a ya div lodenn zistag d'e ober. Rannet eo gant ur gumuniezh c’hallegerien.
  • E Bosnia ha Herzegovina ez eo daou enklozadur Orašje ha Odžak lodek eus ar C’hevread. Enklozet int etre Republika Srpska ha Kroatia ha distag diouzh ar C’hevread dre bandennoù tanav anvet Posavski koridor zo d'ar Republika Srpska. E-doug ar brezel e Bosnia e oa ivez meur a enklozadur kontrollet gant Bosnia ha Herzegovina a oa gronnet gant an arme serb. Sarajevo a oa ar brudetañ anezho. E-mesk an enklozadurioù all dindan seziz e oa Goražde, Srebrenica, Maglaj, Bihać hag Orašje (a oa stok ouzh tiriad Kroatia).
  • E Brazil ez eo an Distrig Kevredadel (Distrito Federal) un enklozadur eus Stad Goiás. Pa voe krouet Brasília, kêr-benn ar vro ha rannvro velestradurel bennañ an Distrito Federal, (nemet e vije bet rakviret abaoe 1891), e voe kemeret e-tro 6,000 km² eus Goiás evit sevel an Distrito Federal er bloavezhioù 1950 ha diazezañ Brasília krouet neuze e 1960.
  • E Sina, kontelezh Xianghe, kêr Sanhe ha kontelezh Dachang Hui eus proviñs emren Hebei a ya d'ober un ezklozadur lojet etre kumunioù Beijing ha Tianjin.
  • E Kolombia, Bogotá, kêr-benn ar vro, zo un enklozadur e departamant Cundinamarca ha bez' eo ivez kêr-benn an departamant.
  • E Frañs ez eus un ezklozadur ec’hon a-walc’h eus departamant ar Vaucluse en-dro da kêr Valréas e-barzh an Drôme. Perzh e oa Valréas eus perc’henniezhioù ar Pab e Frañs e-kichen Avignon. Holl int bet staget ouzh ar Vaucluse p'eo bet krouet an departamantoù.

Kanton Lanventie e departamant ar Pas-de-Calais a zo enklozet e departamant an Nord ivez.

  • En Alamagn ez eo Bremerhaven un ezklozadur eus Stad Bremen.
  • En India;
    • Dadra, ezklozadur eus Dadra ha Nagar Haveli, un tiriad eus an Unaniezh (Union Territory) zo un enklozadur gwirion eus Stad ar Gujarat
    • Daman zo un tiriad all eus an Unaniezh zo un enklozadur arvorel eus Stad ar Gujarat.
    • Pondicherry zo un tiriad eus an Unaniezh a ya kêr Pondicherry ha Karaikal (enklozadurioù arvorel Tamil Nadu), Yanam (enklozadur arvorel Andhra Pradesh) ha Mahe (enklozadur Kerala) d'e ober.
  • En Indonezia, ez eo proviñs Yogyakarta un enklozadur arvorel eus proviñs Java Greiz a zigor war meurvor Indez er su.
  • En Italia, Comune di San Colombano, anvet diwar anv ar misioner iwerzhonat Sant Koulmkell zo un enklozadur eus Milano etre proviñsoù Lodi ha Pavia.
  • E Japan, ez eo lec’hiet kêriadennoù Kitayama hag enklozadur kêr Kumanogawa eus prefeti Wakayama war an harzoù etre prefetioù Mie ha Nara.
  • E Malaysia, tiriadoù kevreadel Kuala Lumpur ha Putrajaya zo enklozadurioù eus Stad Selangor.
  • E Spagn ez a ar Condado de Treviño d'ober un enklozadur e proviñs euskarat Alaba; stag eo ouzh proviñs Burgos e Castilla y Leon. Valencia eus he zu he deus un ezklozadur anvet Rincón de Ademuz etre proviñsoù Teruel en Aragon ha Cuenca e Castilla-La Mancha.
  • E Suis ez eus enklozet daou ganton Appenzell e Kanton St. Gallen. Kanton Fribourg eus e du zo troc’hadoù anezhañ e diabarzh kanton amezek Vaud.
  • E Stadoù-Unanet Amerika :
    • Kêr Glendale (Colorado) e kontelezh Arapahoe zo un enklozadur eus kêr ha kontelezh Denver.
    • Kêr Brookline (Massachusetts), just er c’hornôg da Boston zo un ezklozadur eus kontelezh Norfolk.
    • Nevez zo he deus votet kuzul-kêr kêr Killington (Vermont), d'an 2 a viz Meurzh, 2004 an disparti diouzh Stad Vermont evit mont gant Stad New Hampshire zo ar bevennoù anezhi 40 kilometr pelloc’h. Adkaset eo bet ar vot-se adarre e-pad un emvod eus ar c’huzul e Meurzh 2005 goude d'ur strollad annezidi bezañ savet ar goulenn votiñ war an divoud en-dro. Emañ Stad New Hampshire o studiañ an disrann, Stad Vermont avat a nac’h komz a-zivout ar c’hraf-mañ ha ne studio ket ar goulenn disrannañ.
    • Kêr Carter Lake (Iowa), bet e penn-kentañ er reter d'ar Stêr Missouri zo deuet da vezañ stag ouzh Nebraska e 1877 da-heul disc’hlann ar stêr he deus lammet er-maez eus he naoz hag he deus laosket lenn oxbow er reter eus kêr. Ur prosez hir ha padus a savas da-heul; a-benn ar fin e tivizas Lez-varn Uhelañ ar Stadoù-Unanet (Supreme Court of the United States) ne oa ket bet cheñchet an harzoù orin gant kemm trumm red ar stêr hag e oa c’hoazh Carter Lake ul lodenn eus Iowa. (Nebraska v. Iowa, 143 U.S. 359 (1892)). Un dekred klozañ a voe embannet gant al lez-varn evit leuskel Nebraska hag Iowa da sevel un emglev etrezo a zoujfe d'ar setañs, ar pezh a voe graet. (145 U.S. 519 (1892)).
    • Enez Humarock, stag ent melestradurel ouzh Scituate (Massachusetts) zo bet dispartiet diouzh ar peurrest eus kêr gant barr Blizzard 1898 ma voe diheñchet genoù an North River. N'haller mont d'an enez nemet dre ur pont liammet ouzh Marshfield, Massachusetts.
    • Lodenn gornôgañ kontelezh Fulton e Kentucky a ya d'ober un tamm douar anvet Madrid Bend. Lec’hiet eo e-barzh ur pleg eus Stêr Mississippi, distag eus he mammstad. Neb a dreuzfe ar stêr adal Madrid Bend en em gavfe er Missouri; Hent nemetañ ar vro a ya penn er su betek an Tennessee.
    • E 1895 pa voe savet an Harlem River Ship Canal en em gavas Marble Hill ur rann vihan eus norzh Manhattan en digenvez. Diwezhatoc’h e voe staget ouzh ar Bronx pa voe leuniet ouf Spuyten Duyvil. Ent melestradurel ez eo c’hoazh lodek eus Manhattan m'eo stag outañ dre pont Broadway.
    • Enez Riker kreizenn vac’hañ New York a seller outañ evel ouzh ur c’harter eus ar Bronx met n'haller mont di nemet dre pont Enez Riker a echu e karter ar Queens.
    • Liberty Island e New York, al lec’h m'emañ Delwenn ar Frankiz zo un tamm eus kêr New York daoust m'emañ eus tu bevennoù Stad New Jersey lakaet e-kreiz Stêr Hudson.
    • Meur a sez kontelezh eus Stad Virginia zo enklozet e kontelezhioù servijet ganto hep na vijent lodek enno. Ouzhpenn, ez eus ivez un nebeud kêrioù enklozet e kontelezhioù. Kement-se n'hall bezañ nemet abalamour da lezenn Virginia a embann ez eo emren an holl gumunioù dezho ar statud kêrioù eus nep kontelezh.
    • E-pad ar brezel diabarzh (American Civil War) e nac’has Winn Parish e Louisiana en em zisrannañ eus an Unaniezh. Dont a reas evel-se da vezañ un enklozadur eus an Unaniezh e-touez Stadoù Kengevreet Amerika.
    • Ouzhpenn d'an holl draoù-se eo bet bruzhunet an douaroù e diabarzh kalz mirvaoù indian etre perc’henniezhioù prevez mesket gant aotrouniezhioù ar meuriadoù, kontelezhioù, kêrioù, Stadoù hag aotrouniezhioù kevreadel en un heuliad urzhazoù melestradurel diboell-rik.

[kemmañ] Enklozadurioù etnek

Graet e vez enklozadurioù etnek eus kumuniezhioù ur strollad etnek e diabarzh un takad ma vez ar muianiver gant ur strollad etnek all. Skouerioù eus se zo evel ar getoioù yuzevien ha shtetloù, barrioioù ha Chinatown. Ur yezh, ur sevenadur, ur reizhiad armerzhel disheñvel a c’haller da gaout en takadoù-se. Un enklozadur etnek Hungarat zo e Transilvania e Roumania. Bez' ez eus bet un drevadenn Yuzev e Kaifeng e China; testeniekaet eo adal an XIIvet kantved. Goude an eil brezel bed koulskoude ne chome ket nemeur a roudoù eus ar sevenadur-se. Ma c’hall Mirvaoù indian SUA ober o mad eus un damaotrouniezh war o zachenn, peurliesañ e vezont enklozet penn-da-benn e diabarzh ur Stad amerikan.

[kemmañ] Eztiriadelezh

Kalz a vroioù a sell ouzh tachenn kannati ar broioù estren evel ouzh un tamm eus tiriad ar vro eo stag ar c’hannati outi kentoc’h eget ouzh un tamm eus o bro; ne sell ket lezennoù ar vro m'emañ staliet ar c’hannati ouzh tachenn ar c’hannati hec’h-unan. Meur a dachenn evel-se zo d'ar Broadoù Unanet (ABU), peurgetket e New York er Stadoù-Unanet. En un doare pleustrek, an dachenn-se n'eo ket lodek eus SUA ken rak roet eo bet ar gwirioù klok warni d'an ABU. Gallout a reer sellet ouzh se kentoc’h evel skouerioù a eztiriadelezh ha neket evel enklozadurioù. 13 savadur bennak zo da kêr-Stad ar Vatikan e kêr Roma ivez, er-maez enklozadur ar Vatikan, e-lec’h ma talvez an eztiriadelezh.

Da SUA eo an tamm douar dindan ar monumant e koun John F. Kennedy e Runnymede er Rouantelezh Unanet. Gallout a reer sellet outañ evel ur skouer a eztiriadelezh kentoc’h eget ouzh un enklozadur/ezklozadur gwirion.

[kemmañ] Gwelet ivez

  • Sankenn
  • Roll ar broioù dezho harzoù gant ur vro all hepken
  • Roll enklozadurioù eskopti Dol
  • Enklozadurioù istorel

[kemmañ] Liammoù diavaez (e saozneg)

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com