Vienna
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Vienna | |
---|---|
Banniel Vienna |
Skoed-Ardamez Vienna |
Riez | Aostria |
Rannvro / Stad kevredet | Vienna (Wien) |
Kod post | 1010 - 1239, 1400, 1450 |
Kod pellgomz | (43) 1 |
ISO 3166-2 | AT-9 |
Maer (Bürgermeister) Amzer gefridi |
Michael Häupl (sokialour) 2005-2009 |
Gorread | 414.9 km² |
Hed | 16° 11' - 16° 34' reter |
Led | 48° 07' - 48° 19' norzh |
Uhelder | bihanañ: 151 m brasañ: 543 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 1 631 082 (2005) 1 875 000 (tolpad-kêrioù a-bezh) |
Stankter | 3 931.3/km² |
Kartenn: Arondisamantoù Vienna | |
Vienna (Wien en alamaneg, Vídeň e tchekeg , Bécs e hungareg, Dunaj e sloveneg, Beč e kroateg, Vienne e galleg, Vienna e saozneg hag en italianeg ha Wean ['vɛɐn] e vienneg) eo kêr-benn gevredel Aostria, lec'hiet war riblennoù an Danav e biz ar vro, 60 km nemetken eus bevenn Aostria gant Slovakia. Abaoe pell zo ez eo bet Vienna kreizenn bolitikel ha sevenadurel Aostria (betek 1918 Aostria-Hungaria).
Vienniz (alamaneg: Wiener, vienneg: Weana ['vɛɐnɐ]) a vez graet eus hec'h annezidi. 1 631 082 den a oa o chom e Vienna e 2005. Rannet eo kêr e 23 arondisamant (Bezirke).
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Diazezet eo bet Vienna gant an Noriked, ur bobl keltieger, war-dro 500 kent J.K. dindan an anv Uindobona ("frankizenn wenn"). An anv alamanek a-vremañ ne zeu ket eus an anv keltiek-mañ avat, met eus Vedunya, anv slavek ur stêrig vihan hag a vez graet Wien anezhi ivez. Aloubet e oa rouantelezh an Noriked gant ar Romaned er bloavezh 15 kent J.K. Ur c'hamp-kreñv roman a voe savet e-kichen Uindobona, abalamour ma teuas an Danav da vezañ bevenn Impalaeriezh Roma.
E 976 e voe roet traonienn an Danav da gont Liutpold a vBabenberg dindan an anv Ostarrîchi (Aostria). Lignez Babenberg a ziazezas e Vienna. E 1246 e voe lazhet hêr diwezhañ ar vBabenberged, Friedrich II, en un emgann a-enep Béla IV a Hungaria. Vienna (hag Aostria a-bezh) a gouezhas da Ottokar II Přemysl, roue Bohemia.
Er bloavezh 1278 e voe roet Aostria da lignez Habsbourg hag a rene ar vro betek 1918. E 1365 e voe savet Skol-Veur Vienna gant Rudolf IV a Habsbourg. Eus 1556 betek 1803 e oa Vienna sez Impalaeriezh Santel Roman ha German. Eus 1804 betek 1867 e oa kêrbenn Impalaeriezh Aostria hag eus 1867 betek 1918 hini Aostria-Hungaria.
[kemmañ] Arondisamantoù Vienna
1.Innere Stadt (kreiz-kêr), 2.Leopoldstadt, 3.Landstraße, 4.Wieden, 5.Margareten, 6.Mariahilf, 7.Neubau, 8.Josefstadt, 9.Alsergrund, 10.Favoriten, 11.Simmering, 12.Meidling, 13.Hietzing, 14.Penzing, 15.Rudolfsheim-Fünfhaus, 16.Ottakring, 17.Hernals, 18.Währing, 19.Döbling, 20.Brigittenau, 21.Floridsdorf, 22.Donaustadt, 23.Liesing
[kemmañ] Yezh
Hervez niveradeg 2001, n'eo nemet an div drederenn eus poblañs Vienna alamanegerien a-vihanik. Lod anezho a ra gant ar vienneg (weanerisch), rannyezh hengounel Vienna, hag ar re all gant an alamaneg standard. War-dro 400 000 a dud a gomz yezhoù all, en o zouesk 97 000 serbeger, 71 000 turkeger, 40 000 kroateger (20 000 anezho a gomz kroateg Burgenland), 21 000 poloneger ha 15 000 hungareger.
[kemmañ] Relijion
E 2001 e konted 49.2% a gatoliked, 25.6% a dud direlijiel, 7.8% a vuzulmaned, 6.0% a gristenien ortodoks, 4.7% a brotestanted ha 0.5% a yuzevien.
[kemmañ] Keginerezh Vienna
Evel he yezh he deus bet levezonet keginerezh Vienna gant re meur a bobl. Meuzioù anavezetañ Vienna eo:
- Rindssuppe (soubenn kig bevin) gant Frittaten (bandennoù krampouezh)
- Wiener Schnitzel (trañchennoù kig leue)
- Tafelspitz (kig bevin bervet) gant Apfelkren (yod avaloù ha riforz)
- Gulasch (< hungareg: gulyás)
- Beuschel (skevent)
- Schinkenfleckerln (ur seurt far graet eus toazennoù, vioù ha jambon)
- Palatschinken (< hungareg: palacsintak, krampouezh mod-Aostria-Hungaria)
- Apfelstrudel ha Topfenstrudel (kar da rétes Hungaria)
- Germknödel (pouloud dous farset, gwarnisset gant greun roz-naer ha sukr)
[kemmañ] Tud vrudet a Vienna
- Gustav Klimt, livour
- Arnold Schönberg, sonaozour
- Franz Schubert, sonaozour
- Johann Strauß (tad ha mab), sonaozourien
- Oskar Werner, aktour
- Stefan Zweig, skrivagner
- Hans Carl Artmann, skrivagner
[kemmañ] Monumantoù heverk
- Albertina
- Belvedere
- Iliz ar Jezuisted
- Iliz-Veur Sant-Stephan
- Iliz Sant-Karl
- Heldenplatz ("Plasenn an Harozed")
- Hofburg (palez an Habsbourged)
- Hunderwasserhaus
- Monumant e koun ar yuzhevien drouklazhet gant an nazied (war ar Judenplatz, d.l.e. "Plasenn ar Yuzhevien")
- Museumsquartier
- Neues Rathaus (ti-kêr nevez)
- Naschmarkt (marc'had brasañ Vienna)
- Opera
- Prater
- Schloss Schönbrunn (eil palez an Habsbourged, savet war batrom Versailles)
- Secession
- Skol-Veur Vienna
- Zentralfriedhof (bered veur)
[kemmañ] Gevelliñ
Gevellet eo Vienna gant ar c'hêrioù-mañ:
Zagreb (Kroatia), abaoe 1994 | |
Tel Aviv (Israel), abaoe 2005 | |
Beograd (Serbia), abaoe 2003 | |
Varsovia (Polonia) | |
Moskva (Rusia), abaoe 1991 | |
Budapest (Hungaria), abaoe 1990 |
Meur a arondisamant a zo gevellet gant kêrioù zo e Japan ha Sina.
[kemmañ] Liammoù diavaez
Porched Aostria – Adkavit ar pennadoù a denn da Aostria. |