Slovakia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
Kan broadel | Nad Tatrou sa blýska ("Tarzhoù kurun a-us d'an Tatra") | ||||||
Yezh ofisiel | Slovakeg | ||||||
Kêr-benn | Bratislava | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
49 036 km² <1% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankted ar boblañs |
5 401 000 (2005) 111/km² |
||||||
Prezidant | Ivan Gašparovič | ||||||
Kentañ ministr | Robert Fico | ||||||
Gouel broadel | 1 a viz Genver | ||||||
Moneiz | Kurunenn slovak (SKK) | ||||||
Kod pellgomz | 421 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .sk |
Slovakia (Slovensko) a zo ur stad eus Kreiz Europa. Bevennoù he deus gant ar Republik Tchek, Aostria, Polonia, Hungaria hag Ukraina. Abaoe 2004 ez eo ezel eus an OTAN hag eus Unaniezh Europa.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Braswel
Kavout a reer war diriad Slovakia roudoù eus bezañs mab-den abaoe 200 000 bloaz. Kelted eo an dud kentañ a anavezer war an dachenn. Lejionoù roman o deus dalc'het ar vro etre ar Iañ hag ar Vvet kantved.
Poblet gant ar Slaved adalek ar VIvet kantved, ar vro a zo aet d'obet kalon Moravia-Veur er IXvet kantved. Da c'houde e voe ur broviñs eus Hungaria etre ar XIvet hag ar XXvet. E framm an impalaerezh aostriat-hungariat e chomas staget ouzh Hungaria tra m'edo ar Tchekiz dindan beli Aostria.
Da heul feur-emglev Saint-Germain-en-Laye, Slovakia, Tchekia (ha betek 1945 Rutenia) a yeas d'ober Tchekoslovakia eus miz du 1918 betek an 31 a viz Kerzu 1992. An unvaniezh politikel-se, pennlusket e Versailhez ha deroet gant feur-emglev Saint-Germain-en-Laye, a oa korvigellek un disterañ : Tchekia a oa anezhi ur vro muioc'h diorroet ha greantelaet eget Slovakia ; an eil boblañs dizoueet a-vras, eben katolik don. A-hend-all eo damdost a-walc'h o yezhoù (hag intentet a bep tu a-drugarez d'ar skinwel-stad divyezhek).
Un huñvre eo chomet an emrenerezh slovak ha ruten pell amzer, panevet er bloavezhioù 1938 - 1939, pa dennas splet ar Slovaked eus ar rouestl da heul emglevioù München evit gourbann emrenerezh ar vro. E 1939 ez eus bet krouet ur riez slovak dizalc'h renet gant an Aotrou Tiso da heul ar bec'h a lakae Adolf Hitler en ur c'hourdrouz reiñ Slovakia d'an Hungariz. Ar riez a sujas sklaer d'an Trede Reich kuit a 'n ober da b-Praha.
« Nevez-amzer Praha » e 1968 a oa bet krennet trumm e miz Eost ar bloavezh-se gant an Unvaniezh soviedel hag ar broioù kevredet outi. Aet eo ar vro da zizalc'h en-dro d'ar 1añ a viz Genver1993, tri bloaz goude « Dispac'h Voulouz » 1989 a lakas diwezh d'ar renad hollveliour kommunour staliet gant « taol-strap Praha » eus C'hwevrer 1948.
Ezel eo Slovakia eus Unaniezh Europa abaoe ar 1añ a viz Mae2004.
[kemmañ] KronologiezhLiamm titl
[kemmañ] A-raok ar Slaved
200 000 kt. J.K. Koshañ oaled anavezet war diriad Slovakia.
100 000 kt. J.K. Kavet ez eus bet louc'hoù klopenn ur vaouez Neanderthal war duchenn maen-raz Gánovce (nepell diouzh kêr Poprad) e rannvro Spiš. Skouerenn orin (darlouc'hadur) eus boest klopennel maouez Neanderthal a zo bet fiziet e Mirdi broacel Praha.
22 000 kt. J.K. Hañval eo e klot marevezh ar Ragistor gant lid ar strujusted ha kendalc'h ar familh. Dizoloet ez eus ur vrav a zelwenn a daolenn ur vaouez kizellet en ur stilhon mamout a reer Venus Moravany anezhi, fiziet eo bet e Mirdi kastell Bratislava. Bez' ez eus ivez Venus Oborin a daolenn lid ar strujusted.
XIXvet kt. J.K. — XVvet kt. J.K. : Kouevr a veze eztennet diouzh ar menezioù slovak a Rudohoria
XVIvet kt. J.K. savet ez eus ur gêr gant mein e Mišia Hôrka nepell diouzh Spišsky Štvrtok, kêr a zeuas ken trumm he barr hag he diskar.
Vvet — Iañ kt. J.K. War an tiriad slovak e veve Kelted. Sevel a rejont kreñvlec'hioù, teuziñ an houarn ha skeiñ pezhioù moneiz. Ar c'hentañ pobl int a c'heller reiñ un anv dezhi er rannved. Gant ar Gelted e vo roet d'an ostilhoù ur stumm ha ne gemmo ket nemeur a-hed ar c'hantvedoù (bouc'hili, goafoù, chadennoù, hernaj, kontilli…). Pelloc'h e veze fardet c'hoazh ganto priaj gant un droell poder, feilhañs spletus gant ur meskaj grafit ha pri poazh du, hag moneizet e veze ivez moneizoù keltiek aour, arc'hant hag arem.
6 : Ar Romaned a dreizhas an Danav ha kontrollañ a rejont e c'hlannoù 400 bloavezh-pad.
E 179 pe 180 e kampas soudarded al lejionoù roman e-kichen ar stêr Váh ha kizellañ a rejont war roc'h kastell Trencin — d'ar mare-hont Laugaritio — un enskrivadur evit reiñ ton d'o zrec'h war ar Markomaned.
[kemmañ] Donedigezh ar Slaved, maread Moravia-Veur
Vvet,ar Slaved kentañ a dreuzas odeoù ar C'harpatoù hag en em ledas war diriad Slovakia a-vremañ.
Etre 623 ha 658 en em lakas ar marc'hadour frank Samo da dolpañ ar bobl slav ha dre-se stummañ e unded. Krouiñ ha ren a reas an impalaeriezh a reer Samo anezhañ. Hennezh a zo kentañ stumm riez Slaved ar c'hornôg.
828 : Kentañ iliz kristen staliet e lez Pribina e Nitra
833, dug Moravia, ar priñs Mojmir II, a skarzhas dug Pribina diouzh kêr Nitra ha, dre vodañ an dugelezhioù, a ziazezas impalaeriezh Moravia-Veur
863, Daou venec'h buzantat eus Salonika, Sent Kiril ha Metodius, a zeuas da Voravia-Veur da gefridi dezho ledañ an Aviel hag ar skrivadur e-touez ar Slaved. Degas a rejont al Lizherenneg c'hlagolitek. Dug Moravia-Veur, ar priñs Rastislav,a bedas ar pab hag an impalaer buzantat Mikael III da zegemer ar gofesourien-se.
894 : Marv Svatopluk Iañ, illurañ rieg eus Moravia-Veur
[kemmañ] Dindal dalc'h an Hungariz
E 907 e voe trec'h an Hungariz war al lu bavariat war c'hlannoù an Danav ouzh troad kastell Brezalauspurc (kastell Bratislava). Impalaeriezh Moravia-Veur ne oa ket anezhañ ken moarvat.
E 1000 e voe diazezet rouantelezh Hungaria, Stefan Iañ e penn anezhañ, Slovakia a-vremañ lodek ennañ. D'ar mare-hont en e lede rouantelezh Hungaria war tiriadoù Hungaria, Slovakia, Kroatia, Slovenia, ul lodenn eus Roumania hag eus Ukraina.
E 1238, Trnava, anezhi kentañ keoded slovak, a c'hounezas an dreistwirioù a gêr. Roet e oant bet gant Bela IV a Hungaria.
Etre 1241 ha 1242 ez aloubas ar Vongoled Hungaria. Evit adsevel ar vro distrujet e pedas ar roue Bela IV trevadennerien alaman.
1381 : Dileuriadur kenfeurel ar Slovaked hag an Alamaned e kuzul-kêr Žilina a voe gwarantet d'e annezidi gant Loeiz Iañ a Hungaria
E 1467 e voe diazezet e Bratislava ar c'hentañ skol-veur war an tiriad slovak, "Academia Istropolitana" hec'h anv.
[kemmañ] Dindan dalc'h an Habsbourged
E 1526 e voe faezhet trumm al lu hungariat d'an 9 a viz Eost da-geñver Emgann Mohács gant an Durked. Lazhet e voe ar roue Loeiz II a Hungaria e-kerzh an emgann-se. Tremen a reas e dron da Habsbourged Aostria. Aet e oa ar bras eus tiriad an impalaeriezh hungariat dindan dalc'h an Otomaned. Da heul en em gave e Slovakia kreiz an nemorant eus impalaeriezh hungariat. Ar parlamant hungariat a c'hourbannas Prešporok (Bratislava a-vremañ) da gêrbenn Hungaria.
Etre 1604 ha 1711 e rankas Hungaria taliñ ouzh un heuliad c'hwec'h emsavadeg eus an noblañs a-enep an Habsbourged.
E 1635 e krouas ar c'hardinal Peter Pazmany ur skol-veur katolik e Trnava (e 1777 e voe treuzlec'hiet ul lodenn eus ar skol-veur-se da Boudin, mont a reas an nemorant da Prešporok e 1786).
Soudarded an impalaeriezh, gant skoazell lu ar roue poloniat Yann III Sobieski, a drec'has e 1683 an Durked da-geñver Emgann Vienna ha terriñ a rejont evit mat emled an Impalaeriezh Otoman.
Etre 1740 ha 1780 e c'houarnas Maria-Tereza Iañ a Hungaria Hungaria ha Slovakia war un dro. Kenderc'hel a reas he mab Jozef II gant an adreizhadurioù bet boulc'het o deus degaset kemmoù kevredadel krenn.
1763 : Diazezet e voe ar c'hentañ skol-veur mengleuziek e Banska Stiavnica.
Eus 1805 betek 1809, Slovakia ne ziankas ket mareadoù kriz brezelioù Napoleon. Sinet eo bet Feur-emglev Pressburg e Pressburg (anv alamanek Prešporok), d'ar 26 a viz Kerzu 1805, goude ar faezhidigezh aostriat en emgann Austerlitz.
Eil reizhadur ar slovakeg lennek gant Ľudovít Štúr, embannet e 1843 a voe frouezhoc'h eget an hini kentañ eus 1787 gant Anton Bernolák. Mont a ra da ziazez ar slovakeg lennek a-vremañ.
Da-geñver Nevez-amzet ar Pobloù, ur bagad engouestlidi slovak a aozas ar c'hentañ emsavadeg armet slovak. An teir zagadenn gant ar bagad-se stok ouzh an impalaer a chom berr da reiñ ar frankiz c'hoantaet d'ar vroad slovak.
1848 : bodadenn Bratislava a dorras ar servelezh. An dispac'h en savas a voe faezhaet gant impalaer Aostria gant emelladenn impalaer Rusia e 1849.
Ar vodadenn vroadel slovak a ginnigas ur c'hounskrid eus ar vroad slovak, e kêr Martin e 1861. Daou vloaz diwezhatoc'h, e Martin ivez, e lakas en e sav ar « Matica slovenska », kentañ ensavadur broadel da bal dezhañ kreñvaat deskadurezh ha sevenadur ar Slovaked.
E 1884 e voe savelaet ar c'hentañ bank slovak e Bratislava, "Tatrabanka" hec'h anv.
E Cernova, kêriadennig nepell eus kêr Ružomberok (Rosenberg da neuze), d'ar 27 Here 1907, e tenn an archerien war gêriadenniz o klemm ouzh ar gloer hungariat ha kensakradur un iliz. Sevel a ra disoc'h ar fuzuilhadeg da 14 den marv ha 70 gloazet. Gant an Norvegad Bjornstjerne Bjornson hag ar Saoz Seton Watson e voe embannet ditouroù a-zivout ar fedoù-mañ, a raio d'an nerzhioù araokour sevel o mouezh. Cernova a zo lec'h ganedigezh ar beleg ha politikour Andrej Hlinka (1864-1938).
E 1907 e voe diazezet ar C'hevre slovak e Cleveland, Ohio, SUA
[kemmañ] Ar riez tchekoslovak
E 1918 Slovakia a zo ur rann eus ar Republik tchekoslovak kentañ, diazezet d'an 28 a viz Here e Praha. Emezelladur ar Slovaked er riez nevez a zo bet asantet gant ar vodadenn vroadel d'an 30 a viz Here e kêr Martin. Bratislava ne voe staget outañ ken nemet adalek ar 1añ a viz Genver 1919. Tomáš Garrigue Masaryk, ar jeneral Milan Rastislav Štefánik hag Edvard Beneš dre o oberiantiz politikel a labouras evit krouiñ ar riez Europat nevez-se.
E 1919 e voe krouet skol-veur Coménius e Bratislava.
E 1920 e voe krouet ar C'hoariva broadel slovak e Bratislava
D'ar 14 Meurzh 1939, tra ma voe aloubet ar Sudetenland (un tiriad tchek anezhañ) gant al lu alaman, e voe gourembannet e Bratislava dizalc'hiezh ar Republik slovak. Mont a reas ar beleg katolik Jozef Tiso da brezidant ar riez slovak bet krouet dre youl Alamagn an Nazied.
D'ar 29 Eost 1944 e voe gourbannet an Emsavadeg broadel slovak e kêr Banska Bystrica. Goude dalc'hidigezh lec'hioù an emsavadeg gant an alamaned e kreiz Slovakia e kavas repu ar soudarded hag ar partizanted slovak er menezioù.
Dieubidigezh ar vro diouzh an dalc'hidigezh nazi a grogas gant enkerzh an Arme ruz e Slovakia d'ar 6 a viz Here 1944 e rannvro ode Dukla. Dieubet eo bet Bratislava d'ar 4 a viz Ebrel 1945 gant ar memes arme.
E Mae 1945 e voe adsavet ar Republik Tchecoslovak.
E dilennadegoù an diskar-amzer 1947 n'eo ket trec'h ar gommunourien slovak, kontrol d'o c'henseurted tchek. Slovakia a gouezh avat dindan beli ar galloud soviedelduad goude taol-stad kommunour miz C'hwevrer 1948.
Etre Genver 1968 hag Eost 1968 politikourien slovak bleniet gant Alexander Dubcek a gemeras ur perzh oberiant e Never-Amzer Praha, a gase war-raok un demokrateladur leun a bromesaoù eus ar riez hag ar gevredigezh. An argerzh a zo bet harpet taer e miz Eost 1968 pa voe dalc'het ar vro gant armeoù Feur-Emglev Varsovia. E miz Here 1968 e yeas ar riez da Republik Kevreadel.
An Dispac'h Voulouz, e miz Du 1989, a zegas kemmoù politikel krenn. Kollet o c'halloud gant ar gommunourien, setu digor an hent d'an demokratelezh ha d'al liested. Annezidi Bratislava ha kêrioù ha kêriadennoù slovak all a gemer ur perzh oberiant er manifestadegoù a-yoc'h.
Mezheven 1990 : kentañ dilennadegoù dieub abaoe 1946.
[kemmañ] An dizalc'hiezh
Abaoe ar 1añ a viz Genver1993 ez eus ur riez dizalc'h ha riek eus Slovakia. Mont a reas ar riez slovak nevez da ezel eus an ABU d'an 19 a viz genver. D'ar 15 a viz C'hwevrer e voe dilennet Michel Kovac da gentañ prezidant ar riez demokratel-se gant bodadenn vroadel ar Republik slovak.
D'ar 29 a viz Meurzh2004 e yeas Slovakia da ezel eus AFNA ha d'ar 1añ a viz Mae da ezel eus Unaniezh Europa.
[kemmañ] Politikerezh
Ur republik parlamantel eo Slovakia er penn anezhi ur prezidant, dilennet bep pempvet bloaz gant ar bobl slovak en un dilennadeg daou dro dezhi. Mont a ra un emstriver da brezidant en ur zastum kreñv da 50% eus ar mouezhioù.
Pleustret e vez ar galloud sevener dreist-holl gant penn ar gouarnamant, ar C'hentañ ministr, a zo peurvuiañ penn ar strollad pe ar c'hengevread muianiverel er parlamant, hag a vez anvet gant ar prezidant. Anvet e vez nemorant ar gouarnamant gant ar prezidant war erbedadenn ar c'hentañ ministr.
Ar galloud lezennel a zo ouzh e ober Kuzul broadel ar Republik slovak (Národná rada Slovenskej republiky), parlamant ungambrel ennañ 150 ezel. Dilennet eo ar c'hannidi evit ur leuriadur a bevar bloaz dre vouezhiadeg kenfeurel.
Strolladoù | Mouezhioù | % | Sezioù |
---|---|---|---|
Renerezh - Demokratelezh Sokial (Smer - sociálna demokracia) | 671.185 | 29,14 | 50 |
Unaniezh demokratel ha kristen slovak - Strollad Demokratel (Slovenská demokratická a krestanská únia - Demokratická strana) | 422.815 | 18,35 | 31 |
Strollad broadel slovak (Slovenská národná strana) | 270.230 | 11,73 | 20 |
Strollad ar c'hengevread hungariat (Strana maďarskej koalície - Magyar Koalíció Pártja) | 269.111 | 11,68 | 20 |
Strollad poblek - Luskad evit ur Slovakia demokratel (Ludová strana - Hnutie za demokratické Slovensko) | 202.540 | 8,79 | 15 |
Luskad demokratel kristen (Krestanskodemokratické hnutie) | 191.443 | 8,31 | 14 |
Strollad kommunour slovak (Komunistická strana Slovenska) | 89.418 | 3,88 | - |
Forom dieub (Slobodné fórum) | 79.963 | 3,47 | - |
Emglev ar c'heodad nevez (Aliancia Nového Obcana) | 32.775 | 1,42 | - |
Luskad evit an demokratelezh (Hnutie za demokraciu) | 14.728 | 0,63 | - |
Spi (Nádej) | 14.595 | 0,63 | - |
Hollad (Perzhiadur 54,67 %) | 150 |
Ar barnerezh uhelañ a zo al Lez Bonreizhel (Ústavný súd), a ziviz war ar c'hrafoù bonreizhel. Anvet eo an 13 ezel anezhi gant ar Prezidant, diwar ur roll anvioù diuzet gant ar Parlamant.
Emezelet eo Slovakia en Unaniezh Europa d'ar 1añ a viz Mae 2004.
[kemmañ] Douaroniezh
Bratislava eo ar gêrbenn (Prešporok gwezhall) enni 430 000 annezad. E-touez ar c'hêrioù pennañ all emañ Košice, Prešov, Nitra, Žilina, Banská Bystrica, Trnava ha Martin.
An dremmvroioù slovak a zo liesseurt-kenañ a-fet torosennadur. Ar C'harpatoù (a grog e Bratislava) en em led war ar bras eus hanterenn norzh ar vro. A-hed ar gwareg meneziek-se e verzer pikernioù uhel an Tatra (Tatry), a zo ur pennroud poblek-tre evit ar ski hag a gaver enno lennoù ha traoniennoù niverus war un dro gant kein Slovakia, ar Gerlachovský štít (2 655 m), hag ar C'hriváň, arouez ar vro.
Emañ ar c'hompezennoù er Mervent (a-hed an Danav) hag er gevred. E-touez brasañ stêrioù slovak, ouzhpenn an Danav (Dunaj) ma 'z int adstêrioù anezhi, emañ ar Váh hag ar Hron, ha c'hoazh ar Morava a dalvez da vevenn gant Aostria.
Un hin hin kevandirel kreñvaet eo hin Slovakia gant koulzoù-amzer dezho ul lusk reoliek. Miz Genver eo an hini yenañ (keidenn a -2°C) ha miz Gouere an hini tommañ (keidenn a +21°C). E rannvro Bratislava ez eo dousoc'h an hin er goañv ha tommoc'h en hañv.
[kemmañ] Isrannoù
Rannet eo Slovkia en 8 rannvro (kraje, unander kraj), anvet diwar o c'hêrbenn :
- Bratislavský kraj (Bratislava)
- Trnavský kraj (Trnava)
- Trenciansky kraj (Trencín)
- Nitriansky kraj (Nitra)
- Žilinský kraj (Žilina)
- Banskobystrický kraj (Banská Bystrica)
- Prešovský kraj (Prešov)
- Košický kraj (Košice)
Menegomp ivez bezañs 65 distrig (okres), tonket da vont da get, war hir dermen, gant ar rannvroioù o sershaat o c'halloudoù .
[kemmañ] Skeudennaoueg
Nitra Castle.JPG
Nitra |
[kemmañ] Poblañsouriezh
Slovaked eo ar bras eus annezidi Slovakia (86 %). Neoazh ez eus er vro ur minorelezh hungareger bras a-walc'h er c'hreizteiz hag er reter (10 % eus ar boblañs hollek). Ar c'henelioù all a zo ar Romed (Tsiganed), an Tcheked, ar Rutened, an Ukrainiz, an Alamaned hag ar Poloniz.
[kemmañ] Armerzh
[kemmañ] Proadurioù
Armerzh Slovakia a denn splet eus bezañ enframmet en Unaniezh Europa. Dre benn d'he zud labour perzhek a-walc'h, d'he goproù dister hag d'ur gwir al labour gwevn, e zedenn ar vro embregerezhioù greantel niverus. Goude Volkswagen e Bratislava, PSA Peugeot Citroën an hini en deus kemennet ur postadur e Trnava, ha da heul Hyundaï Kia e Žilina. A-benn 2007 e vefe evel-se Slovakia kentañ kenderc'her karrbedoù dre annezad er bed ! War-bouez ar vetalouriezh (tro-dro d'ar gêrbenn ha da Košice), obererezhioù pennañ ar vro a zo ar prenn hag e zeveradoù (rannvro Banská Bystrica ha Ružomberok), ar madoù aveiñ ha, d'ul live disteroc'h, an elektronik hag an dilhata. Ar vro a c'horvo ivez glaou. Evelato e vane da 17% feur an difred e 2004, daoust d'ur gresk armerzhel a 5,5%. Da neuze a save ar PDK da 42,5 miliard a zollaroù, a ra 7 200 $ dre annezad. Sevel a ra feur nemetañ an tailhoù da 19 % ha kement-se evit an embregerezhioù kenkoulz hag ar brevezidi.
[kemmañ] Moneiz
Moneiz ar vro eo ar gurunenn Slovak (Slovenská Koruna) SK pe SKK.
Ar moneiz-paper a zo ouzh e ober bilhedoù-bank 5 000, 1 000, 500, 200, 100, 50 ha 20 Sk.
Talvoudegezh ar pezhioù a zo 10, 5, 2, 1 Sk, ha 50 halierov (d.l.e. sent, 0,5 Sk). Pezhioù 10 ha 20 halierov a zo bet ivez en amred eus 1993 da 2003.
Emañ e soñj ar gouarnamant slovak degemer an euro da voneiz war-dro miz Genver 2009[1]. Ur mon eskemm kreizat nevez, 35,4424 kurunenn evit 1 euro, a zo bet kevraouet etre ar pennadurezhioù slovak ha Bank kreiz Europa, aet eo e talvoud d'an 19 a viz Meurzh 2007, en ur erlec'hiañ ar feur kozh (38,455) degemeret p'he doa Slovakia emezellet er gwikefre ar feur eskemm europat (ERM II)[2].
Tu penn ar pezhioù slovak en euro a zo bet degemer gant Bank kreiz Slovakia e miz Kerzu 2005 (gwelet en:Slovak euro coins). Goulennet en deus ar gouarnamant slovak digant Unaniezh Europa lakaat en amred bilhedoù 1 ha 2 euro a-benn na grouiñ e-touez an dud santad e yafe ar prizioù war-gresk. Ar pezh moneiz uhelañ e werzh hiziv an deiz, hini 10 kurunenn, a dalvez war-dro 30 sent, hag ar bilhed e werzh izelañ, hini 20 kurunenn, a dalvez neuze en tu-mañ d'un euro, hini 50 kurunenn en tu-mañ da 2 euro.
[kemmañ] Sevenadur
Hockey war skorn eo ar sport broadel. Aet eo ar maout gant ar Slovaked da-geñver kampionad ar bed e 2002.
Un esperded douristel dibaot ha dedennus a c'heller gwelout e Slovakia ar Reter (nes da Košice) a zo an niver bras a ilizoù war ar maez e koad, a zegas da soñj eus ar stavkirke a Norvegia.
Arzourien :
- ar c'haner Richard Müller;
- ar barzh Pavol Országh Hviezdoslav.
Deiziad | Anv slovak | Troidigezh vrezhonek | Evezhiadenn |
---|---|---|---|
1añ a viz Genver (1993) | Novy Rok + Deň vzniku Slovenskej republiky | Ar bloaz nevez + Devezh diazezadur ar republik Slovak | torret dimez Tchekoslovakia, mont a ra ar Republik Tchek ha Slovakia da zizalc'h |
6 a viz Genver | Zjavenie Pána (Traja králi a vianočný sviatok pravoslávnych kresťanov) | Gouel ar Sterenn (Gouel ar Rouaned ha devezh Nedeleg ar gristenien reizhkredennek) | |
hegemm | Veľkonočný piatok | Gwener ar Groaz | |
hegemm | Veľkonočný pondelok | Lun Fask | gwelet ivez Gouel Dyngus |
1añ a viz Mae (1886) | Sviatok práce | Devezh al labour | kroget eo an hengoun anezhañ da heul Kabaduilh Haymarket e Chicago |
8 a viz Mae (1945) | Deň víťazstva nad fašizmom | Devezh trec'h war ar faskouriezh | diwezh an Eil brezel bed e Europa ; lidet e veze un devezh diwezhatoc'h da gentañ penn |
5 a viz Gouere (863) | Sviatok svätého Cyrila a Metoda | Gouel sent Kiril ha Metodius | donedigezh e Moravia-Veur misionerien ar Slaved Sent Kiril ha Metodius (gwelet ivez Lizherenneg c'hlagolitek) |
29 a viz Eost (1944) | Výročie Slovenského národného povstania | Deiz-ha-bloaz an Emsavadeg broadel slovak | emsavet ar Slovaked a-enep an Alamagn Nazi |
1añ a viz Gwengolo (1992) | Deň Ústavy Slovenskej republiky | Devezh Bonreizh ar Republik Slovak | degemeret bonreizh Slovakia dizalc'h (da zont) e Bratislava |
15 a viz Gwengolo | Sviatok Panny Márie Sedembolestnej, patrónky Slovenska | Gouel Itron Varia a Seizh Kleze, patronez Slovakia | ar Gwerc'hez Vari gwenvidik eo patronez Slovakia |
1añ a viz Du | Sviatok všetkých svätých | An Hollsent | gweladennet e vez ar beredoù an devezh-se pe tro-dro |
17 a viz Du (1989/1939) | Deň boja za slobodu a demokraciu | Devezh ar stourm evit ar Frankiz hag an Demokratelezh | evit lidañ manifestadeg ar studierien a-enep an dalc'hidigezh Nazi e 1939, ha war un dro manifestadeg 1989 e Praha a vez sellet outi evel deroù an Dispac'h Voulouz |
24 a viz Kerzu | Štedrý večer | Derc'hent Nedeleg | profoù Nedeleg a vez digoret d'an abardaez derc'hent Nedeleg e Slovakia |
25 a viz Kerzu | Prvý sviatok vianočný | Nedeleg | ger ha ger kentañ devezh Nedeleg |
26 a viz Kerzu | Druhý sviatok vianočný | Sant-Stefan | ger ha ger eil devezh Nedeleg |
[kemmañ] Liesseurt
Slovaked brudet :
- Alexander Dubcek (politikour)
- Daniela Hantuchová (sportourez)
- Adriana Sklenáriková (jakdudenn, pried ar footballer Christian Karembeu)
- Andy Warhol (arzour stadunanat a orin slovak)
- Milan Rastislav Štefánik Haroz gall-ha-slovak
[kemmañ] Daveennoù
- ↑ lennit Robert ValjentBanks already gearing up for euro adoption, Slovak Spectator, May 7, 2007
- ↑ Ľuboš Jančík, New crown exchange rate a good sign, Slovak Spectator, March 26, 2007
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (sk) (en) Lec'hienn ofisiel Prezidant ar Republik
- (sk) (en) Lec'hienn ofisiel ar Gouarnamant
- (sk) (de) (en) Lec'hienn ofisiel ar C'huzul broadel (Parlamant)
- (sk) (fr) Ofis Slovak an touristerezh
- (sk) (en) (fr) (de) (es) Herberc'h e Slovakia
- (en) Slovakia today - Kelaouenn enlinenn
- (sk) Slovakia air portal
Republik Tchek • Polonia] • Slovakia • Bosnia-ha-Herzegovina • Bulgaria • Kroatia • Montenegro • Republik Makedonia • Serbia • Slovenia • Belarus • Rusia • Ukraina • Treuznistria (nann-anavezet)
Alamagn • Belgia • Bulgaria • Kanada • Republik Tchek • Danmark • Spagn • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Izelvroioù • Polonia • Portugal • Roumania • Slovakia • Slovenia • Turkia • Breizh-Veur • Stadoù-Unanet Amerika
|
|
---|---|
Izili | Albania • Andorra • Belgia (Kumuniezh galleger Belgia) • Benin • Bulgaria • Burkina Faso • Burundi • Kambodja • Kameroun • Kanada (New Brunswick • Kebek) • Kab Glas • Republik Kreizafrikan • Tchad • Kiprenez1 • Komorez • Republik Demokratel Kongo • Republik Kongo • Aod-an-Olifant • Djibouti • Dominika • Egipt • Ginea Kehederel • Republik Makedonia • Bro-C'hall • Gabon • Ghana1 • Gres • Ginea • Ginea-Bissau • Haiti • Laos • Luksembourg • Liban • Madagaskar • Mali • Maouritania • Moris • Moldova • Monako • Maroko • Niger • Roumania • Rwanda • Stz. Lusia • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Suis • Togo • Tunizia • Vanuatu • Viêt Nam |
Arsellerien | Armenia • Aostria • Kroatia • Republik Tchek • Jorjia • Hungaria • Lituania • Mozambik • Polonia • Serbia • Slovakia • Slovenia • Ukraina |
1 Izili kevreded.
|
|
||
---|---|---|
Izili hollbadus | Sina • Bro C'hall • Rusia • Rouantelezh Unanet • Stadoù Unanet Amerika | |
Kefridi betek 31 Kerzu 2007 | Republik Kongo (Kongo-Brazzaville) • Ghana • Perou • Qatar • Slovakia | |
Kefridi betek 31 Kerzu 2008 | Belgia • Indonezia • Italia • Panamá • Suafrika |