Bulgaria
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||
Kan broadel | Мила родино (Mila rodino, "Mammvro ger") |
||||||
Ger-stur | Съединението прави силата ("Unaniezh a ra nerzh") |
||||||
Yezh ofisiel | Bulgareg | ||||||
Kêr-benn | Sofia | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
110 994 km² 0.3% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
7 718 750 (2005) 70/km² |
||||||
Prezidant | Georgi Parvanov | ||||||
Kentañ ministr | Sergei Stanichev | ||||||
Gouel broadel | 3 a viz Meurzh | ||||||
Moneiz | Lev | ||||||
Kod pellgomz | 359 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .bg |
Bulgaria (e bulgareg България, IPA: /bɤlgˈariɤ/) a zo ur riez e gevred Europa. Harzoù he deus gant Turkia ha Gres er Su, Serbia ha Republik Makedonia er c'hornôg ha Roumania en Norzh. Er Reter emañ-hi war riblenn ar Mor Du.
Anavezet eo evel bro ar Vulgared adalek 661, ha gant-se ez eo unan eus broioù koshañ Europa. Unan eus riezoù an OTAN eo. D'ar 1añ a viz Genver 2007 eo deuet da vezañ ezelez eus Unaniezh Europa. Komzet e vez bulgareg gant darn-vuiañ an annezidi, met un vinorelezh tud a gomz turkeg a zo ivez dre m'eo bet ar vro dindan beli an Impalaeriezh otoman tri gantved-pad.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
E penn-kentañ ar XVIvet kantved ec'h antreas ur skourr eus ar Vulgared, bleniet gant Khan Asparuh, er Balkanoù. Eno en em veskjont gant meuriadoù slavek hag ar pezh a chome eus an Drased da grouiñ ar stad vulgar kentañ e 681. Ar stad slav kentañ en istor Europa e oa ivez.
Ur stad pouezus a oa an impalaeriezh vulgar e-pad ar IXvet hag ar Xvet kantved ha stourmañ a reas ouzh Impalaeriezh Bizantion evit kontroll ar Balkanoù. Faezhet e voe, avat, gant ar Rused e 969 ha staget d'an impalaeriezh bizantat gant Bazil II e 1018.
Adsavet e oa e 1185 hag ur galloud bras a gendalc'has da vezañ evit daou gantved. Stourmañ a rae ouzh Impalaeriezh Bizantion, Hungaria ha stadoù ar Groazidi e Gres. E penn ar XIVvet kantved e oa aloubet gant an Impalaeriezh otoman. Distrujet e oa ar rouantelezh neuze met un dorniad tierniezhioù sujet a dreuzvevas. Un arnodenn dieubidigezh, bleniet gant Wladislaus III Polonia, a c'hwitas en Emgann Varna e 1444.
Un diernegezh vulgarat emren a voe adgrouet gant feur-skrid San Stefano da 3 ar viz Meurzh 1878 goude ar brezel 1877-1878 etre Turkia ha Rusia. Nac'het e voe ar feur-emglev gant ar galloudoù meur, avat. Aon a oa ganto e servijo ur stad slaveg bras er Balkanoù interestoù Rusia.
Gant feur-emglev Berlin (1878) e voe krouet un diernegezh emren hag en em astenne war Moesia ha rannvro Sofia, Alexander Battenberg a oa he ziern kentañ. Evel-se un harz e oe lakaet da vennozh Bulgaria vras a vounte Rusia evit e sevel ha chom a rae meur a vulgareger dindan beli ar broioù nes. Darn vrasañ Trakia a dalc'he tiernegezh emren Roumelia ar Reter tra ma oa adroet ar peurrest da Durkia.
Goude hec'h unvaniezh gant Roumelia ar Reter e 1885 goude ar brezel serbek-bulgarek e yeas an diernegezh d'ur rouantelezh wir e 1908. He roue kentañ a oa Ferdinand Iañ Bulgaria en-doa kemeret ar galloud goude ma oa bet ret da Alexander Battenberg da zilezel an tron.
Bulgaria a gemeras perzh er brezelioù balkanek e 1912 ha 1913. Strollet da gentañ gant Gres, Serbia ha Montenegro a-enep Turkia e stourmas ouzh he c'henstrollidi gozh ur bloavezh war-lerc'h. Goude he faezhedigezh e kollas Bulgaria ar pezh he-doa gounezet ha Dobroudja ouzhpenn. E tu Alamagn edo e-pad ar Brezel-Bed Kentañ ha douareier arall a gollas e 1918. Gant Alamagn en em gevredas e-pad an Eil Brezel-Bed ivez ha pa ne gasas soudard ebet da Rusia.
Gant al Lu Ruz e oe aloubet Bulgaria e 1944 hga ur renadur komunour a oe staliet war ar vro. Hemañ a badas betek 1989 pa dennas kuit an Unaniezh Soviedel e skor. An diktatour komunour Todor Jivkov a zilezas ar galloud d'ar 10 a viz Du 1989. Hiziv eo Bulgaria un demokratelezh mod ar C'hornôg. Met he zremen d'un armezh digor n'en deus ket kalz berzh, hag en tu-hont da 600.000 a Vulgariz o deus divroet.
[kemmañ] Politikerezh
Evit pemp bloavezh e vez dilennet prezidant Republik Bulgaria (Georgi Parvanov adalek ar 22 miz Genver 2002) hag ur wech hepken e c'hell bezañ adzilennet. Penn ar stad eo, hag arc'hpenn al lu. Penn ar C'huzul-kuzuliañ evit ar Sureñtez Vroadel ha tra n'en-deus ar gwir da reiñ lusk d'al lezennoù e c'hell goulenn ma vo adimbourc'het ul lezenn.
Kuzul ar vinistred a zo reolet gant ar ministr kentañ Sergey Stanichev adalek 17 a viz Eost 2005 hag a zo ar c'horf pennañ eus skour-oberiant ar gouarnamant. 20 ministr a zo ennañ. Gant ar strollad brasañ er parlamant eo anvet ar ministr kentañ.
Ar c'hengevredad er galloud a zo kenaozet gant Ar Strollad Sokialour Bulgarat, an Emsav Broadel Simeon II hag an Emsav evit ar Gwirioù hag ar Frankizoù (strollad ar vinorelezh durkeger).
Ur gambr nemeti a zo er parlamant broadel (pe Narodno Sabranie, 240 kannad enni. Evit pevar bloavezh ez int dilennet en ur voterezh kenfeurel. E pep proviñs e vez kinniget listennoù a zle dastum muioc'h eget 4% ma fell dezho kaout kannidi. E 2005 e c'hoarvezas an dilennadeg diwezhañ, an hini da zont a c'hoarvezo e 2009.
Votiñ a ra ar parlamant al lezennoù hag ar budjed-stad. Eñ eo a c'hell aotren ar brezel ha dilenn a ra ar ministr kentañ. Dleout a ra asañtin da gasadeg soudarded er-maez Bulgaria ha gallout a ra diskar ar gouarnamant.
Pevar live en-deus ar frammadur-justis bulgarat :
- Lezioù rannvroel
- Lezioù-bann
- Lezioù-galv
- Ul lez a dorridigezh
Bez' ez eus ivez ur bennlez velestradurel ha lezioù milourel. Prezidantoù al lez-torridigezh, hini ar bennlez velestradurel hag ar penn-prokulor a vez dilennet gant daou drede izili ar Penn-kuzul-justis. Anvet ez int gant prezidant ar Republik. Gant ar Penn-kuzul-justis eo melestret ar justis.
Ur Lez ar Vonreizh a zo karget da wiriañ eo klok gant lezenn-diazez ar vro lezennoù votet gant ar parlamant
[kemmañ] Proviñsoù Bulgaria
Abaoe 1999 eo rannet Bulgaria e 28 proviñs pe oblast a denn o anv eus o c'hêr-benn. Renet ez int gant un rener proviñs anvet gant ar gouarnamant.
|
|
|
[kemmañ] Douaroniezh
Darnioù eus ar rannvroioù klasel Trakia, Moesia, and Makedonia a endalc'h Bulgaria. Menezek eo mervent ar vro pa 'z eus div aradennad-venezioù pennañ : Rila ha Prin ha pelloc'h, war-du ar reter, ar Menezioù Rhodop, izeloc'h, met ec'honoc'h. Er Menezioù Rila emañ poent uheloc'h ar vro : menez Musala, a dizh 2925 metr.
An Aradennad ar Balkanoù a red a-dreuz Bulgaria e haternoz "Traonien ar Roz". War du ar gevred hag ahed ar Mor Du e kavor un tir a blaenennoù ha torgennoù a red ag-he-zreuz an Danav, stêr pennañ ar vro. Ar stêrioù bras arall a zo ar Strumahag ar Varitsa er c'hreisteiz
Damgevandiriek eo an hinad gant goañvioù yen ha gleb ha hañvioù sec'h ha tomm.
Ar c'herioù pennañ a zo
- Sofia, kêrbenn ar vro (1,203,680)
- Plovdiv (376,918)
- Varna (345,522)
- Burgas (259,985)
- Rouse (177,538)
- Stara Zagora (163,193)
- Pleven (121,700)
- Dobrich (115,861)
- Sliven (100,300)
[kemmañ] Armerzh
Digreskiñ a reas kalz armerzh Bulgaria goude divodadur ar COMECOM e 1999, a zo e izili ur mac'had pouezus eviti. Ouzhpenn-se e ra kalz droug ar c'hastizoù a-enep Yougoslavia. Al live a vuhez a gouezhas a 40% e-pad un nebeut bloavezhioù ha goude ur welladeg vihan e 1994 pa grogas adarre ar PNB ha ar c'hwezadur da zigresk, e oa un enkadenn vras e 1996. Da bignat adarre en-deus kroget adarre e 1997, avat, hag e 2004 en-deus addizhet e live a 1990. War-dro 4% e kresk an armerzh pep bloazh.
Hervez diouganoù armerzhel e tlefe ar greskadenn kenderc'hel er bloavezhioù da zont. Etre 5% ha 6% e telefe bezañ e 2006 a digreskiñ a zlefe an dilabour eus 11,5% da nebeutoc'h eget 10% e 2006.
[kemmañ] Demografiezh
Hervez kontadeg 2001 eo kenaozet poblañs Bulgaria eus Vulgariz dreist holl (83,9%) gant div vinorelezh vras : an durked (9,4%) hag ar Romed (4,7%). 0,9% a berc'henn d'ar minorelezhioù bihan : rusiz, armeniz, vlac'hed, yuzevien, tatared Krimea, ha karakchaned.
Mammyezh 84,8% ar boblañs eo ar bulgareg hag an hini ofisiel nemeti. Komzer a ra turkeg ha romaneg ivez, avat.
War zigresk eo poblañs Bulgaria adalek dibenn ar bloavezhioù 80 abalamour d'ar divroadur. Hogozik hanter ar vinorelezh durkat a zo ermaeziet eus ar vro pa arnodas gouarnamant Todor Zhivkov d'o bulgarekaat. Goude diskar ar gumunouriezh o-doa divroet kalz bulgariz ur vicher vat ganto davet broioù ar c'hornôg ha da izel-tre eo aet ar feur-genel.
[kemmañ] Sevenadur
Er c'hroaz-hent etre ar c'hornog ha ar reter emañ Bulgaria. Kreizenn an Europa slavat e oa e-pad ar c'hrennamzer hag ul levezon ment o-do a skolioù Preslav ha Ohrid. Enno e voe ijinet ar skritur kirillek.
Brudet eo ar vro evit he sonerezh hengounel hag he mojennoù. He a zo ivez mammvro kannerien brudet (Nicolai Ghiaurov, Boris Christoff, Raina Kabaivanska, Ghena Dimitrova) hag azourien evel Christo Javacheff, Pascin, Vladimir Dimitrov.
Nav lec'hienn he-deus Bulgaia war listenn ar World Heritage Sites. Div anezho a zo bezioù trasat e Sveshtari hag e Kazanlak. Teir a zo monumantoù eus ar c'hrennamzer ( Iliz Boyana, Manati Rila hag Ilizioù Ivanovo. Unan a zo ur gêr a-bezh : Nesebar. War al listenn e kaver ivez ar parkoù naturel Pirin ha Srebarna, ha bered-veur Varna.
[kemmañ] Touristelezh
E-pad ar goañv e c'heller ober ski e Borovetz, Bansko ha Pamporovo. Un nebeut kêrioù-kouronk ez eus war aodoù ar Mor Du. Ar re vrudetañ a zo : Sozopol, Nessebur, Golden Sands, Sunny Beach, Albena, St. Constantine & Helena. D'un dermen-veaj vrudet e ya Bulgaria a-drugarez da bezrzh he zraezh ha d'he frizioù hag a zo izeloc'h eget e broioù ar c'hornôg.
[kemmañ] Relijion
Darn vrasañ ar vulgariz a berc'henn d'an Iliz Ortodoks Vulgarat. Diazezet e voe e 870 gant Patriarch Kergustin a anvas he fenn kentañ ha roas he zestennoù sakr dezhi. Dizalc'h eo adalek 927. Patriarkiezh Bulgaria a voe krouet e 1870. Evel ar skourioù aral eus kristieniezh ar reter eo-he un iliz vroadel zieub hag un darn bouezus eus an heñvelded vulgariat. Div wech en hec'h istor e yeas da sujet an Iliz Ortodoks C'hresian : goude distrujadur an impalaeriezh vulgar gentañ etre 1018 ha 1185 hag dndan an impalaeriezh otoman etre 1396 ha 1878. Pep gwech e voe adsavet goude dieubidigezh ar vro. Disheñvelder teolojian ebet ez eus etrezi hag peurest kristieniezh Ortodoks ar Reter. 6,552,000 ag izili he-doa an iliz e 2004 (82,6% eus ar boblañs), zoken ma n'int ket relijiel tre an dud desavet dindan ar gouarnamant komunour.
Relijionoù arall ez eus e Bulgaria, avat : an Islam, ar Relijion Gatolik hag ar brotestantiezh. Erruet eo an Islam e Bulgaria gant an durked er XIVved kantved. Skignañ a reas etre ar XVved hag ar XVIved kantved a-drugarez d'an embroadeg durkat. Un darn vras eus ar vulgariz a kemmas o feiz ivez. E 1878, pa yeas da zieub ar vro, e oa muzulman 40% eus ar boblañs. An darn vrasañ o-deus divroet, avat, hag e 2001 ne chome nemet 967,000 muzulman (12,2% ar boblañs) er vro.
E-pad ar XVIved hag ar XVIIved kantved e c'hounezas misionerien eus Roma un nebeut bulgariz d'ar relijion gatolik. Paulisiz e anver anezho ha war-dro 44.000 ez int hiziv. Emporzhiet e vo ar brotestantiezh gant misionerien amerikan 1857. War dro 42.000 protestant ez eus e Bulgaria hiziv.
[kemmañ] Parkoù broadel
10 park bras ez eus e Bulgaria
- Park Broadel Kreiz-Valkan
- Park Broadel Golden Sands
- Park Broadel Pirin
- Park Broadel Rhodope
- Park Broadel Rila
- Roussenski Park Broadel Lom
- Park Broadel Sinite Kamani
- Park Broadel Shoumen
- Stara Planina (Balkan Mountains)
- Strandja National Park
- Vitosha National Park
- Vratchansky Balkan National Park
Republik Tchek • Polonia] • Slovakia • Bosnia-ha-Herzegovina • Bulgaria • Kroatia • Montenegro • Republik Makedonia • Serbia • Slovenia • Belarus • Rusia • Ukraina • Treuznistria (nann-anavezet)
Alamagn • Belgia • Bulgaria • Kanada • Republik Tchek • Danmark • Spagn • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Izelvroioù • Polonia • Portugal • Roumania • Slovakia • Slovenia • Turkia • Breizh-Veur • Stadoù-Unanet Amerika
|
|
---|---|
Izili | Albania • Andorra • Belgia (Kumuniezh galleger Belgia) • Benin • Bulgaria • Burkina Faso • Burundi • Kambodja • Kameroun • Kanada (New Brunswick • Kebek) • Kab Glas • Republik Kreizafrikan • Tchad • Kiprenez1 • Komorez • Republik Demokratel Kongo • Republik Kongo • Aod-an-Olifant • Djibouti • Dominika • Egipt • Ginea Kehederel • Republik Makedonia • Bro-C'hall • Gabon • Ghana1 • Gres • Ginea • Ginea-Bissau • Haiti • Laos • Luksembourg • Liban • Madagaskar • Mali • Maouritania • Moris • Moldova • Monako • Maroko • Niger • Roumania • Rwanda • Stz. Lusia • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Suis • Togo • Tunizia • Vanuatu • Viêt Nam |
Arsellerien | Armenia • Aostria • Kroatia • Republik Tchek • Jorjia • Hungaria • Lituania • Mozambik • Polonia • Serbia • Slovakia • Slovenia • Ukraina |
1 Izili kevreded.
|