See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Danmark - Wikipedia

Danmark

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Kongeriget Danmark
Banniel Danmark Skoed-ardamez Danmark
(Banniel Danmark) (Skoed-ardamez Danmark)
Skeudenn:LocationDenmark.png
Kan broadel Der er et yndigt land
Yezh ofisiel Daneg1
Kêr-benn Kopenhagen (København)
Gorread
-En holl
-% dour

43 094 km²
1.6%
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

5 432 335 (2005)
125/km²
Rouanez Margrethe II
Kentañ ministr Anders Fogh Rasmussen
Gouel broadel 16 a viz Ebrel
Moneiz Kurunenn Danmark (DKK)
Kod pellgomz 45
Kod war ar Genrouedad .dk
1 Kenofisiel gant ar greunlandeg e Greunland, ha gant ar faeroeg en Inizi Faero. Anavezet eo an alamaneg evel yezh vinorel e kreisteiz Jylland. En hevelep doare eo anavezet ha gwarezet an daneg e Schleswig-Holstein en Alamagn.

Ur riez eus hanternoz Europa eo Danmark. War-dro 5 400 000 a dud zo o chom enni. Ur vro gompez a-walc’h eo, pa n’eus ket a venezioù. Kalzik inizi zo avat. War ribl Mor an Hanternoz emañ Danmark. Ur rouantelezh eo.

Kopenhagen (a-wechoù Kopenhag) eo ar gêr-benn.

Bro an Daned e talvez anv Danmark : ur bobl c’herman gozh e oa an Daned ha mark a dalvez marz. Ouzh Rouantelezh Danmark eo stag an Inizi Faero er Meurvor Atlantel, ha Greunland e Norzhamerika. En div vro-se ez eus pobloù all, dezho yezhoù disheñvel diouzh an daneg.

Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

An hini vihanañ eus broioù Skandinavia eo Danmark. Er su emañ Alamagn, er reter emañ Sveden, hag en norzh Norvegia. Kelc’hiet eo ar vro gant ar mor pe dost. Er gevred emañ ar Mor Baltel, er c’hornôg Mor an Hanternoz, en hanternoz strizh-mor ar Skagerrak, hag er biz strizh-mor ar c’h-Kattegat.

Ul ledenez eo douar-bras Danmark, er c’hornôg, ha Jylland a reer anezhi. Al lodennoù all eus ar vro zo inizi : 79 anezho zo tud o chom warno. Pelloc’h er reter emañ enez Bornholm er Mor Baltel.

Kompez a-walc’h eo ar vro, gant torgennoù izel, lennoù, koadoù, hag aodoù troc’h-didroc’h ha kammigellek. Ne vezer gwech ebet gwall bell diouzh ar mor.

[kemmañ] Amzer

[kemmañ] Istor

[kemmañ] Sevenadur

E-touez an Daniz zo brudet dre ar bed a-bezh e c’heller menegiñ ar skiantour Ole Rømer, an den en deus kavet tizh ar gouloù, ar prederour Søren Kierkegaard hag ar skrivagner Hans Christian Andersen.

Anvioù un nebeud tud vrudet all, genidik eus Danmark :

[kemmañ] Yezh

Daneg eo ar yezh a gaozeer e Danmark. Kalz tud er vro a oar saozneg ivez. An anaoudegezh eus an alamaneg zo ledet a-walc’h ivez, dreist-holl er c’hreisteiz.

En Inizi Faero e komzer faeroeg, hag e Greunland e kaozeer greunlandeg. E kreisteiz Jylland (Slesvig) ez eus tud a gomz alamaneg.

Kar-nes eo an daneg d’ar yezhoù a gomzer e Norvegia hag e Sveden.


E yezhoù all


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -