Gres (bro)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
Kan broadel | Ύμνος εις την Ελευθερίαν (Imnos is tin eleftherían) |
||||||
Ger-stur | Ελευθερία ή Θάνατος (Eleutheria i thanatos, Eleftheria i thanatos) "Ar Frankiz pe ar Marv") |
||||||
Yezh ofisiel | Gresianeg | ||||||
Kêr-benn | Aten | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
131 940 km² 0.86% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
11 018 000 (2004) 81/km² |
||||||
Prezidant | Károlos Papoúlias | ||||||
Kentañ ministr | Kóstas Karamanlís | ||||||
Gouel broadel | 25 a viz Meurzh | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 30 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .gr |
Bro-C'hres pe Gres pe Bro-Hellaz pe Hellaz (Ελλάδα, Elládha (IPA: [e̞ˈlaða]), pe Hellas (Ελλάς, Ellás (IPA: [e̞ˈlas])) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik hellenek (e gresianeg : Ελληνική Δημοκρατία). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an Norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, ar Bet-Republik Yougoslaviat Makedonia hag Albania ha gant Turkia e tu ar Reter. En em ledañ a ra ar Mor Egaios a-hed aodoù ar Reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar Gevred p'emañ Mor Ionia er Mervent hag er C'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er C'hornôg hag er Reter.
Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 bloaz kent Jezuz-Krist betek 200 bloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'en deus bet ul levezon don ken e Europa, ken e Azia hag e Afrika ivez.
[kemmañ] Etimologiezh an anv ha stummoù all
Dont a ra an anv brezhonek "Gres" dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, war e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez mojennoù Henc'hres.
Abaoe amzerioù Homero d'an nebeutañ, avat, o deus Gresiz o-unann graet Ἑλλάς (distaget [hellás] e henc'hresianeg hag [el(l)ˈas] e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα (distaget: [eˈlaða]) ouzh o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhoù. Savet e oa an anv-se diar div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h".
Da vezañ kendalc'het
Alamagn • Belgia • Bulgaria • Kanada • Republik Tchek • Danmark • Spagn • Estonia • Frañs • Gres • Hungaria • Island • Italia • Latvia • Lituania • Luksembourg • Norvegia • Izelvroioù • Polonia • Portugal • Roumania • Slovakia • Slovenia • Turkia • Breizh-Veur • Stadoù-Unanet Amerika
|
|
---|---|
Izili | Albania • Andorra • Belgia (Kumuniezh galleger Belgia) • Benin • Bulgaria • Burkina Faso • Burundi • Kambodja • Kameroun • Kanada (New Brunswick • Kebek) • Kab Glas • Republik Kreizafrikan • Tchad • Kiprenez1 • Komorez • Republik Demokratel Kongo • Republik Kongo • Aod-an-Olifant • Djibouti • Dominika • Egipt • Ginea Kehederel • Republik Makedonia • Bro-C'hall • Gabon • Ghana1 • Gres • Ginea • Ginea-Bissau • Haiti • Laos • Luksembourg • Liban • Madagaskar • Mali • Maouritania • Moris • Moldova • Monako • Maroko • Niger • Roumania • Rwanda • Stz. Lusia • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Suis • Togo • Tunizia • Vanuatu • Viêt Nam |
Arsellerien | Armenia • Aostria • Kroatia • Republik Tchek • Jorjia • Hungaria • Lituania • Mozambik • Polonia • Serbia • Slovakia • Slovenia • Ukraina |
1 Izili kevreded.
|