Svalbard
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||||
Yezh ofisiel | Norvegeg | ||||||
Kêr-benn | Longyearbyen | ||||||
Statud politikel | Tiriad tramor eus Norvegia |
||||||
Gouarnamant - Roue - Gouarnour |
Harald V Per Sefland |
||||||
Gorread - En holl - % dour |
62 049 km² |
||||||
Poblañs - En holl (2004) - Stankter |
2 756 0,04/km² |
||||||
Moneiz | Krona (NOK) | ||||||
Kan broadel | Ja, vi elsker dette landet (kan broadel Norvegia) |
||||||
Kod war ar Genrouedad | .no (.sj ivez, a-gevret gant Jan Mayen, met n’emañ ket en implij) | ||||||
Kod pellgomz | 47 |
Svalbard a zo un enezeg e Meurvor Arktika, en norzh da Europa, hanter-hent etre Norvegia ha Pennahel an Norzh. Ur strollad inizi eo, lec’hiet etre 76º ha 81º ledred norzh hag etre 10º ha 32° hedred reter. Stag eo an enezeg ouzh Rouantelezh Norvegia. Teir enezenn a zo tud o chom warno : Spitsbergen, an hini vrasañ, Bjørnøya ha Hopen. Longyearbyen eo ar gêr vrasañ hag ar gêr-benn. Gant Emglev Svalbard, sinet e 1920, e voe anavezet riegezh Norvegia war an enezeg. Gant Feur-emglev Svalbard e 1920, e teuas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Norvegia (deuet en he c'herzh e 1925), met bez ez eo c’hoazh unan eus ar ziriad er bed a zo anavezet o statud arbennik gant emglevioù etrebroadel. Gwechall e veze anvet an holl enezeg Spitsbergen (Spitzberg e galleg) diwar anv an enezenn vrasañ. Spitsbergen a zo evit "menez pikerniet".
[kemmañ] Istor
Marteze eo bet dizolet inizi Svalbard gant ar Vikinged er 12vet kantved pa 'z eus anv eus Svalbard(= riblenn yen) er sagaioù hennorvegeg, met lod a soñj e c'hell bezañ ur riblenn yen all evel an enezenn Jan Mayen pe ar Greunland.
En ur doare suroc'h e c'heller tennañ kont eus an dizoloadenn graet gant an ergerzher izelvroat Wilem Barentz e 1596. Er 17vet ha 18vet kantvet e oe korvoet an enezenn Spitsbergen evel un annez etrebroadel evit ar balmumetañ ken e yeas da get balum ar Greunland. Gant bagoù an Izelvroiz, an Daned, Breizhveuriz, ar C'hallaoued hag an Norvegiz e oe chaset ar balumed hag 60 000 anezho gant an Izelvroiz nemeto.
Ul lec'h evit mont da ergerzhañ Arktika eo bet ivez p'emañ e kreiz Meurvor Arktika.
E derou an XXvet kantved e krogas embregerezhioù eus meur a vro kleuziañ mengleuzioù glaou. Gant ar "Feur-emglev o tennañ da Spitsbergen" sinaet e 1920 e oe anavezet riegezh Norvegia, met gant gwirioù bevennet. Chom a rae pep a stal korvoiñ evel m'emaint (mengleuzioù glaou peurvuiañ) ha ne oa ket aotreet da Norvegia staliañ he lu.
Krediñ a ra lod an istorourien eo bet roet Svalbard da Norvegia evit he drugarekaat p'he doa stourmet taer war vor a-enep d'an Alamaned e-doug ar Brezel-Bed kentañ ha kollet un toullad bras tud ha bagoù ganti.
Hiriv ne chom nemet mengleuzioù glaou norvegat ha rusian. E 2008 eo bet krouet ur gwarez danzouar evit hadoù ar bed.
[kemmañ] Douaroniezh
|
|
---|---|
Enez Bouvet · Jan Mayen · Tir ar Rouanez Maud · Enez Peter I · Svalbard |