Osetia ar Su
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
Yezh ofisiel | Oseteg | ||||
Kêr-benn | Tskhinvali | ||||
Prezidant | Edouard Djabeevitch Kokoity | ||||
Kentañ Ministr | Igor Viktorovitch Sanakoyev | ||||
Gorread – Hollad – % dour |
3.900 km² 0% |
||||
Poblañs – Total – Stankter |
(2004) 70.000 (aprox.) 18 hab/km² |
||||
Dizalc'hiezh – Disklêriet – Anzavet |
diouzh Jorjia 28 a viz Du 1991 morse |
||||
Moneiz | Roubl ha lari | ||||
Rann eur | UTC +3 |
Republik Osetia ar Su (en oseteg: Республикæ Хуссар Ирыстон, treuzlizherennadur Respoublikae C'housar Iriston, e rusianeg: Республика Южная Осетия, treuzlizherennet Respoublika Ioujnaia Osetia hag e jorjianeg: სამხრეთი ოსეთია, treuzlizherennet Samkhreti Osetia) a zo anezhi ur republik dizalc'h de facto diouzh Jorjia, met n'eo anzavet gant riez ebet er bed. Gouarnamant kreiz Jorjia en deus lavaret ec'h adpiaouo deiz-pe-zeiz ar veli war ar vro-se, anvet gantañ gant an anv kozh Samatxlabo pe rannvro Tskhinvali (anv ar gêr-benn).
[kemmañ] Statud politikel
N'eo ket anavezet Osetia ar Su gant Aozadur ar Broadoù Unanet pe Unaniezh Europa, a varn anezhi evel un dar eus Jeorjia. Un eil referendom eñ-deus aozet gouarnamant disranner Osetia ar Su e miz du 2006 goude ma oa bet nac'het an hini kentañ gant rest ar bed. Evel ma oa rakwelet e choazas darn vrasañ poblañ ar vro da vont kuit diouzh Jeorjia.
[kemmañ] Referendom war an dizalc'hiezh
D'an 12 a viz Du 2006 ez eus bet dalc'het ur referendom war an dizalc'hiezh. En tu-hont da 90 % eus an dud a zo aet da votiñ, ha tost da 99 % o deus votet "ya". N'eo ket bet degemeret ar referendom-se gant ar gumuniezh etrebroadel.