Rouantelezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ur stumm politikel eo ar rouantelezh e-lec'h ma weler ur roue pe ur rouanez o ren war un tiriad bihan pe vras. Ur monarkiezh (pe unpenniezh) eo ar rouantelezh, unan eus ar stummoù koshañ m'o deus kavet an dud evit en em aozañ ha sevel ur gevredigezh etrezo. Koulskoude eo liesseurt doareoù a rouantelezhioù a weler o roudoù en istor hag er ragistor ivez pa tiviner eo bet rouaned an dud beziet gant traoù kaer ha ker-kenañ.