Tiriad
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Un tolead pe ur bastell-vro en dalc'h ur strollad tud pe e-lec'h m'en deus graet e annez eo un tiriad. Emañ e darzh er gwrizienn indezeuropat *tir a gaver e iwerzhoneg (Tir nan Og, Douar ar Yaouankiz) koulz hag e latin (terra). Kevatal eo da douar eo bet.
Skor retañ ar galloud eo an tiriad hag eo ret ivez d'an dud kavout un tiriad ma vez sachet boued ha traoù ret diwarnañ. Termeniñ an tiriadoù en un doare resis-tre a zo pal kentañ ar mentoniezh marteze. E studi ar Gwir e kaver meur a lodenn a denn da gudennoù an tiriad : Gwir etrebroadel (termeniñ harzoù ar riezoù ha petra a vez graet en o c'hichen), Gwir ar brezel (aloubiñ un tiriad eo pal ar brezel peurvuiañ), Gwir keodedel (termeniñ harzoù ar berc'henniezh).