Aostralia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Emañ Aostralia, pe Commonwealth of Australia hervez hec'h anv riez en Emisferenn ar Su e Gevred Azia. Endalc'h a ra ar c'hevandir bihanañ a zo er bed ha meur a enezenn e Meurvor Indez, e Meurvor ar Su hag ar Meurvor Habask. Ar broioù amezek dezhi a zo Indonezia, Timor ar Reter ha Papoua-Ginea Nevez en Norzh, Inizi Salomon, Vanuatu ha tiriad gall Kaledonia-Nevez (Kanaky) er Biz ha Zeland-Nevez er Gevred.
E-pad 40 000 bloaz ne oa nemet Aostralianed a-orin (an Aborijened) o vevañ er c'hevandir a-bezh. Gweladennet e oa an tiriad gant pesketaerien eus an inizi tost, met ne dizhas an enezenn vras ergerzherien ha marc'hadourien europat nemet er XVIIvet kantved. E 1770 ec'h embannas Breizh-Veur he gwirioù war ar vro goude dilestrañ James Cook, met tizhet e oa bet Botany Bay gant Louis de Saint-Allouarn en e raok hep ma voe embannet an dalc'h e anv ar roue gall Loeiz XV. E 1788 e stalias Breizh-Veur un drevadenn anvet "Kembre-Nevez"' evit kas ar c'haleourien di. Kement a gresk a voe e niver ar boblañs ken e krouas ar Saozon trevadennoù roueel all a-hed an XIXvet kantved.
E 1901 e voe savet kevread Aostralia dre unvanidigezh 6 trevadenn bodet dindan an anv Commonwealth of Australia (Kenglad Aostralia) staget ouzh Rouantelezh Breizh-Veur. Ur gouarnamant dibar a zo bet staliet gant ur renad-parlamant hag ur vuhez politikel demokratel. Tizhet en deus ar boblañs 20,4 milion a dud, an darn-vuiañ anezho a zo o vevañ er c'hêrioù bras, an holl anezho war an aodoù. Ar c'hêrioù pennañ a zo Sydney, Melbourne, Brisbane, Perth hag Adelaide.
[kemmañ] Gerdarzh an anv
Dont a ra ar ger Aostralia eus al latin australis = eus ar c'hreisteiz. Kredet e veze er Grennamzer e c'hellje bezañ ur c'hevandir bennak er Su da Azia, met den ne ouie e pelec'h e oa.
[kemmañ] Banniel
Tresadenn banniel Aostralia a oa bet dibabet gant ur c'honkour aozet e 1901, a c'houde adveret e 1909. Ar sterenn vras seizh barr dindan UNION Jack, ne oa nemet c'hwec'h barr e orin, a arouezi c'hwec'h stad (Aostralia-Kornôg, Aostralia-ar c'hreisteiz, Queensland, Kembre ar Su ,Tasmania hag an dachenn norzh. Ar pemp sterenn da zek eur rik a arouezi ar Groaz Su, ar steredeg hanterzouar kreisteiz.
Aostralia • Enez Christmas • Inizi Cocos (Keeling) • Enez Norfolk |
||
Melanezia |
Fidji • Kaledonia-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Inizi Salomon • Vanuatu • Papoua ar C'hornaoueg |
|
Mikronezia |
Stadoù kevreded Mikronezia • Guam • Kiribati • Inizi Marshall • Nauru • Inizi Mariana an Hanternoz • Palau • Hawaii • Midway |
|
Polinezia |
Samoa Amerikan • Inizi Cook • Polinezia C'hall • Zeland-Nevez • Niue • Pitcairn • Samoa • Tokelau • Tonga • Tuvalu • Wallis ha Futuna • Enez Pask |
|
|||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stadoù dizalc'h |
|
||||||||
Tiriadoù emren |
|
Afrika: Lesotho • Maroko* • Swaziland°
Azia: Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Kambodja^ • Japan • Jordania* • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Arabia Saoudat° • Thailand • Emirelezhioù Arab Unanet^
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Kanada • Grenada • Jamaika • Zeland-Nevez • Papoua Ginea-Nevez • Sant Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Rouantelezh Unanet
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Izelvroioù • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damm-bonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù
Kevandirioù ha rannvedoù | |||
Norzhamerika |
Europa |
Eurazia |
Azia |
Amerikaoù |
Eurafrazia |
Okeania |
Aostralia |
Suamerika |
Afrika |
Antarktika |
Gourgevandirioù kozh : Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia |