Tanzania
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
Kan broadel | Mungu ibariki Afrika (Swahili: God Bless Africa) | ||||||
Ger-stur broadel | Uhuru na Umoja (Swahili: Freedom and Unity) | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Swahili (de facto) | ||||||
Kêr-benn | Dodoma (Dar es Salaam) |
||||||
Gorread -En holl -% dour |
945 087 km² (31ed) 6.2% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
38 329 000 (2005) 41/km² (159ed) |
||||||
Prezidant | Jakaya Mrisho Kikwete | ||||||
Ministr Kentañ | Edward Lowassa | ||||||
Gouel broadel | 26 a viz Ebrel | ||||||
Moneiz | Shilling Tanzania | ||||||
Kod pellgomz | 255 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .tz |
Tanzania zo ur vro e reter Afrika, war ribl Meurvor Indez, er su d’ar c’heheder. Harzoù he deus gant Kenya hag Ouganda en norzh, gant Rwanda, Burundi ha Republik Demokratel Kongo er c’hornôg, ha gant Malawi, Mozambik ha Zambia er su.
Div lodenn a ya d’ober Tanzania, an douar-bras, a veze graet "Tanganyka" anezhañ gwechall, hag enezeg "Zanzibar" e Meurvor Indez. Betek 1961 e oa trevadennoù saoz eus an div lodenn-se (anvet broioù-gwarezet). E 1961 e teuas Tanganyika da vezañ dizalc’h, ha kementd-all a c’hoarvezas gant Zanzibar e 1963. Unanet e voent en ur stad hepken e 1964.
An anv "Tanzania" zo savet diwar silabennoù kentañ pep lodenn eus ar c’hevread : Tanganyika ha Zanzibar. E-pad meur a vloaz e oa bet ar gêr-benn e Dar es Salaam, ur gêr vras war an aod, met e 1996 e voe divizet lakaat Dodoma, ur gêr e diabarzh ar vro, da vezañ kêr-benn. Un darn vras eus melestradurioù ar gouarnamant a yeas di, met lod zo chomet e Dar es Salaam.
[kemmañ] Liammoù diabarzh Wikipedia
[kemmañ] Liammoù diavaez
Aljeria • Angola • Aod an Olifant • Benin • Botswana • Burkina Faso • Burundi • Djibouti • Egipt • Eritrea • Etiopia • Gabon • Gambia • Ghana • Ginea • Ginea-Bissau • Ginea ar C'heheder • Kab Glas • Kameroun • Kenya • Komorez • Republik Kongo • Republik Demokratel Kongo • Republik Kreizafrikan • Lesotho • Liberia • Libia • Madagaskar • Malawi • Mali • Maouritania • Maroko • Mozambik • Maoris • Namibia • Niger • Nigeria • Ouganda • Rwanda • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Sierra Leone • Somalia • Soudan • Suafrika • Swaziland • Tanzania • Tchad • Togo • Tunizia • Zambia • Zimbabwe
Tiriadoù dalc'het: Inizi Kanariez • Ceuta • Melilla • Mayotte • Madeira • Reunion • Saint Helena • Tiriad breizhveuriat Meurvor Indez
Broioù ha n'int ket anzavet: Sahara ar C'hornog • Somaliland
|
|||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stadoù dizalc'h |
|
||||||||
Tiriadoù emren |
|