Sierra Leone
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Republic of Sierra Leone Republik Sierra Leone |
|||||
|
|||||
Ger-stur: "Unity - Freedom - Justice" | |||||
Kan broadel: High We Exalt Thee, Realm of the Free | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Freetown |
||||
Yezh(où) ofisiel | Saozneg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Republik vonreizhel | ||||
- Prezidant | Ernest Bai Koroma | ||||
Dizalc'hded | |||||
- diouzh ar Rouantelezh-Unanet | 27 Ebrel 1961 | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 71.740 km² (119vet) | ||||
- Dour (%) | 1 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur Gouere 2007 | 5,866,000 (103e) | ||||
- Stankter | 83/km² (114vet) | ||||
Moneiz | Leone (SLL ) |
||||
Gwerzhid-eur | GMT (UTC+0) | ||||
Kod kenrouedad | .sl | ||||
Kod pellgomz | +232 |
Sierra Leone (Republic of Sierra Leone ent-ofisiel) zo ur vro eus kornôg Afrika. Emañ etre Guinea en hanternoz, Liberia er gevred, hag ar Meurvor Atlantel er mervent. Freetown eo ar gêr-benn.
Dont a ra anv ar vro eus an anv roet dezhi gant ergerzherien eus Portugal: Serra Leoa, a dalvez "Menez al Leoned". Ur greizennn a bouez e voe evit ar morianeta, betek 1787 pa voe savet Freetown evit reiñ bod da dud bet sklaved en trevadennoù saoz en Amerika (Stadoù-Unanet, Antilhez). Evel ar vro amezek, Liberia, e voe savet Sierra Leone, dreist-holl, gant sklaved bet dieubet. E 1808 e teuas Freetown da vezañ un drevadenn saoz, ha diabarzh ar vro a zeuas da vezañ ur vro dindan gwarez Breizh-Veur e 1896. An drevadenn hag ar vro-warezet a voe unanet e 1961 hag embannet e voe dizalc’hiezh ar vro nevez. Etre 1991 ha 2002 eo bet drastet Sierra Leone gant ur brezel diabarzh didruez. Abaoe e klasker doujañ an demokratelezh.
Ar saozneg eo ar yezh ofisiel ; ar c’hrio (un doare kreoleg saoznek), ar mende hag an temne eo ar yezhoù komzet ar muiañ avat.
Aljeria • Angola • Aod an Olifant • Benin • Botswana • Burkina Faso • Burundi • Djibouti • Egipt • Eritrea • Etiopia • Gabon • Gambia • Ghana • Ginea • Ginea-Bissau • Ginea ar C'heheder • Kab Glas • Kameroun • Kenya • Komorez • Republik Kongo • Republik Demokratel Kongo • Republik Kreizafrikan • Lesotho • Liberia • Libia • Madagaskar • Malawi • Mali • Maouritania • Maroko • Mozambik • Maoris • Namibia • Niger • Nigeria • Ouganda • Rwanda • São Tomé ha Príncipe • Senegal • Sechelez • Sierra Leone • Somalia • Soudan • Suafrika • Swaziland • Tanzania • Tchad • Togo • Tunizia • Zambia • Zimbabwe
Tiriadoù dalc'het: Inizi Kanariez • Ceuta • Melilla • Mayotte • Madeira • Reunion • Saint Helena • Tiriad breizhveuriat Meurvor Indez
Broioù ha n'int ket anzavet: Sahara ar C'hornog • Somaliland
|
|||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Stadoù dizalc'h |
|
||||||||
Tiriadoù emren |
|
|
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili |
|
||||||
Arsellerien |
|