Meurvor Atlantel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Unan eus meurvorioù ar blanedenn Douar eo ar Meurvor atlantel, er reter da gevandir Amerika, hag er c'hornôg da Europa hag Afrika, hag an eil brasañ eo ivez. Goleiñ a ra tost d'ur bemvedenn (1/5) eus gorread ar blanedenn.
E Norzh ar Meurvor atlantel e kaver Meurvor Arktika, hag er Su Meurvor Antarktika.
3×1017m³ eo kementad ar meurvor.
[kemmañ] An anv
Dont a ra e anv eus hini Atlas, a oa un Titan e mojennoù Hellaz kozh. Talvezout a ra kement ha "Mor Atlas". Koshañ meneg anezhañ a gaver en Istorioù Herodotus war-dro 450 kent JK.
[kemmañ] Er yezhoù keltiek
- Cefnfor Iwerydd a vez graet anezhañ e kembraeg.
- Cuan Siar eo e gouezeleg Skos.
[kemmañ] Muzulioù
3 338 metrad eo donder well-wazh ar meurvor, ma talc'her ar morioù amezek er gont, pe 3 926 metrad ma ne reer ket. Donañ ma'z eo eo 8 605 metrad er Puerto Rico Trench.
Evit al ledanded a ya eus 2 848 kilometrad etre Brazil ha Liberia da ur 4 830 kilometrad etre SUA hag Afrika an Hanternoz.