Monarkiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur reizhiad hag ur renad politikel m'emañ fiziet ar galloud e penn ur riez d'un den hepken eo an unpenniezh pe monarkiezh. Dre hêrezh e vez treuzkaset d'an unpenn ar galloud peurliesañ ha renadoù ar rouantelezh, impalaeriezh ha priñselezh a zo unpenniezhoù. Kavout a reer unpenniezhoù hep bevennoù lakaet dre skrid hag e reer unpenniezhoù hollveliour anezho. Koulskoude en unpenniezhoù-mañ e vez reolennoù kuzh ha sistemoù kempouezañ, an enepgalloudoù ofisiel pe guzh. Kavout a reer ivez unpenniezhoù bonreizhel, da lavaret eo, ur renad ma laka reolennoù evit kempouez ar galloudoù en ur skrid, ar bonreizh e anv. Rannet e vez ar skrid-se e melladoù a zo o endalc'h deskrivadur ar c'hoari etre an dud meur, an emvodoù ofisiel pennañ hag modoù o sevel ar re-se. Deskrivet eo bet ar bonreizh evel ur gevrad etre un unpenn hag e bobl (Jean-Jacques Rousseau, in Le Contrat social).
[kemmañ] Unpenniezh hollveliour ha bonreizhel e Bro-C'hall
Abaoe deroù rouantelezh ar Franked (ar C'hallaoued a rae ar Vrezhoned eus outo) e oa bevennoù strizh da galloud ar roued pa oa ret dezho ren aferioù ar rouantelezh diwar ali o gwizien pennañ hag hini an eskibien. Ar re-se a dlefe degas soudarded pa veze goulennet gant ar roue, met e mod-se ne oa ket hemañ dieub evit ober hervez e soñj.