Impalaeriezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Un impalaeriezh a zo ur strollad broioù lakaet dindan beli un impalaer. Dont a ra ar ger eus al latin imperium (beli). Pa gomzer eus un impalaeriezh e vez kaoz eus tiriadoù divent ha liessevenadurel. Ur galloud milourel a ya atav gant mennozh ar framm politikel-kevredigezhel-se. Ur monarkiezh pe unpenniezh eo an impalaeriezh.
An impalaeriezhoù koshañ (ar re bet anavezet dre an enklask istorel) a zo bet hini Henegipt, hini Sina hag ar re staliet e Mezopotamia abaoe an 3e kantved kent Jezuz-Krist.
Graet e vez alies a-walc'h an "impalaeriezh amerikan" eus ar sistem emglevioù milourel ha kenwerzhel a ro ur galloud divent d'ar Stadoù-Unanet. Koulzkoude pa n'eo ket ur riez liesvro, n'eo ket dereat meskañ an dra gant an impalaeriezhoù a zo kaoz anezho amañ. Anvet e vez ar sistem emglevioù an impalaerouriezh. Savboentoù liesseurt a sav war ar meizad-se.
Hiziv n'eus nemet impalaer ar Japan a zoug an titl-se, met n'eus ket mui kaoz eus an impalaeriezh p'eo aet bihannoc'h tiriadoù ar Japan dre goll Korea hag ar broioù aloubet er XXvet kantved. N'eo ket mui ur riez liesbobl Japan, nemet e-keñver an Ainoù hag ar Goreidi envroet.
Taolenn |
[kemmañ] Impalaerezhioù
[kemmañ] Afrika
- Impalaeriezh Henegipt
- Impalaeriezh Etiopia
- Impalaeriezh Songhai
[kemmañ] Amerika
- Impalaeriezh aztekat
- Impalaeriezh inka
- Impalaeriezh Brazil
- Impalaeriezh amerikan
[kemmañ] Azia
- Impalaeriezh Sina
- Impalaeriezh persat
- Impalaeriezh mongol
- Impalaeriezh rusian
- Impalaeriezh ottoman (astennet da Europa ha da Afrika)
- Impalaeriezh Japan
- Impalaeriezh Iran
[kemmañ] Europa
- Impalaeriezh Aten (astennet da Azia)
- Impalaeriezh Aleksandr (astennet da Azia ha da Afrika)
- Impalaeriezh Aostria (1804 - 1918)
- Impalaeriezh Alamagn (1870 - 1918)
- Impalaeriezh Roma
- Impalaeriezh roman ar Reter
- Impalaeriezh ar C'hornôg
- Impalaeriezh Santel German
- Impalaeriezh gall Napoleon Iañ (An "Impalaeriezh kentañ")
- Impalaeriezh gall Napoleon IIIde (An "Eil Impalaeriezh")
- Impalaeriezh trevadennel gall
- Impalaeriezh trevadennel breizhveuriat
- Impalaeriezh trevadennel Portugal