Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Impalaeriezh trevadennel Portugal - Wikipedia

Impalaeriezh trevadennel Portugal

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Impalaeriezh trevadennel Portugal a reer eus hollad an douaroù tramor renet gant Portugal etre 1415 ha 1999. E-touez galloudoù trevadenner Europa eo bet Portugal an hini zo kroget an abretañ da drevadenniñ ha padet ar pellañ. Goude ar Reconquista gristen echuet e 1272, Portugal a gendalc’has da astenn e c’halloud pelloc’h, war-zu ar c’hreisteiz, a-hed aodoù Afrika da gentañ. Goude beajoù ergerzherien evel Bartolomeu Dias ha Vasco da Gama e voe kavet hent Indez, tra ma laboure moraerien all evel Fernan Magalhaes pe Torres evit Impalaeriezh Spagn, er Meurvor Habask.

En XVIIIvet kantved e voe troet e selloù gant Portugal war-zu Brazil ha lec’hioù zo en Afrika hag en Azia.

Impalaeriezh trevadennel Portugal a voe lakaet dezhi un dibenn da vat pa voe roet Macau da Sina e 1999.


Taolenn

[kemmañ] Deroù an impalaeriezh (1415-1580)

E broioù al ledenez iberek (Spagn ha Portugal bremañ), e-pad ul lodenn vat eus ar Grennamzer, e voe brezelioù etre ar Gristenien hag ar Vuzulmaned. Eus ar brezelioù-se e reer ar Reconquista (pe adaloubadeg e brezhoneg). Rouantelezhioù kristen an hanternoz en em ganne a-enep rouantelezhioù muzulman ar c’hreisteiz.

Evit Portugal e voe echuet ar Reconquista e 1272, pa voe aloubet Algarve gant ar roue Afonso III. Neuze en doa tizhet Portugal an harzoù zo gantañ bremañ el ledenez iberek. Goude-se e stagas rouantelezh Portugal d’en em astenn pelloc’h c’hoazh, eus tu ar mor.

Gant soudarded eus Portugal e voe aloubet kêr Ceuta (war arvor Norzh Afrika) e 1415.

E 1419 en em gavas daou eus kabitened ar Priñs Herri ar Merdeer war enez Madeira, kaset betek eno gant ar gwallamzer. E 1427 en em gavas unan all en enezeg an Azorez. Inizi didud e oant. Gant ar Priñs Herri ar Merdeer, e deroù ar XVvet kantved, e voe kaset an ergerzh war-raok. Klask madoù ha pinvidigezhioù e oa ar pal, evel-just, kement ha dizoleiñ douaroù dianav. Tamm-ha-tamm ez eas Portugaliz pelloc’h-pellañ a-hed aodoù Afrika, o kartennaouiñ ar vro hag oc’h ober kenwerzh gant an henvroidi. E 1434 e voe degaset ar sklaved kentañ eus Afrika da Bortugal. Gant an drafikerien sklaved e krogas ur c’henwerzh nevez ha gounidus.

A-benn ar fin e voe tizhet Indez, ur rannved binvidik anezhi, gant ar voraerien eus Portugal. Gant an Durked e oa bet troc’het al liammoù kenwerzhel dre zouar a oa gwechall etre Indez hag Europa. Kavout un hent dre vor da vont da India hag Azia a roe da Bortugal an tu d’ober kenwerzh ar spisoù a oa kement a glask warno. E 1499 e tistroas Vasco da Gama eus e veaj kentañ betek Indez, gant ur vagad pebr.

Impalaeriezh trevadennel Portugal (1410-1999)
Impalaeriezh trevadennel Portugal (1410-1999)

E-keit-se e oa bet staliet tud war inizi didud Madeira, an Azorez hag ar C’hab Glas. Kregiñ a rejont da labourat an douar eno. Diouzh un tu all e oa kroget mat ar c’henwerzh gant pobladoù aodoù Afrika. Eus Portugal ez ae listri karget a vrizhvarc’hadourezh war-zu rouantelezhioù pleg-mor Ginea. Eno e veze eskemmet ar varc’hadourezh-se evit sklaved pe aour. Kontouerioù a veze savet war an aod, evel en Elmina (e Ghana hiziv), savet e 1482. Fellout a rae da Bortugaliz ober o renkoù dre eno ha ne lezent ket tud eus broioù all Europa da zont d’ober kenwerzh war an aodoù-se.

[kemmañ] Sevel an impalaeriezh

E-pad ar XVIvet kantved e teuas Portugaliz da vezañ mistri war Meurvor Indez. Ober a rejont o stal d’ar stadoù muzulman bihan ha sevel a rejont kreñvlec’hioù a-hed an aodoù, eus Mozambik d’ar Molukez en ur dremen dre Aod Malabar. War-raok ez ejont bepred, c’hoantek d’ober kenwerzh ar spisoù (pebr, tachoù-jenofl, kraoñ-muskadez, kanell). E 1506 e voe tizhet Selan ganto ; e 1507 enez Moris. Goude emgannoù e Diu e 1509 ha 1538 e voe kadarnaet galloud Portugal en India. Ren a raent war ar c’henwerzh e Meurvor Indez, n’eo ket hepken war ar c’henwerzh etre Indez hag Europa met ivez war ar c’henwerzh etre broioù Azia.

E Brazil e voe savet an trevadennoù kentañ er bloavezhioù 1530 (krouidigezh São Paulo e 1530 da skouer). Rio de Janeiro a voe savet e 1567. Ur wech savet kêrioù war an arvor e teuas Portugaliz d’ober o annez eno, c’hoant ganto da c’hounit arc’hant diwar ar c’horz-sukr, ar c’hafe pe an aour. Evit gounit korz-sukr e voe ezhomm tud da labourat er parkeier ha kroget e voe da zegas sklaved d’ar vro. Tamm-ha-tamm ez eas tud an arvor war-zu diabarzh an douaroù. Kreskiñ a reas poblañs ar vro ha tamm-ha-tamm e teuas da vezañ brasoc’h eget hini Bortugal.

[kemmañ] Diskar an impalaeriezh

Tonket e oa impalaeriezh trevadennel Portugal da vont da get, gant an digempouez a oa etre ar vro-benn, dezhi ur milion a annezidi hepken, hag an trevadennoù a-strew dre ar bed. Etre 1580 ha 1640 e voe stag Portugal ouzh Spagn. E-keit-se e voe aloubet meur a drevadenn bortugalat gant ur galloud nevez-savet, an Izelvroioù (Kab ar Spi Mat, Selan). Goude brezelioù Napoleon e teuas Brazil d’en em zistagañ diouzh Portugal. Adalek 1822 ne oa ket Brazil un drevadenn ken. Diouzh an tu all e kreske ment trevadennoù Portugal en Afrika (Angola, Mozambik, Ginea-Bissau), evel ma kreske an trevadennoù europat all war ar c’hevandir-se e-pad an XIXvet kantved. Er bloavezhioù 1960 e klaskas an diktatour Salazar mirout ar broioù-se daoust d’ar brezelioù dieubidigezh a oa oc’h ober o reuz eno. Echuiñ a reas ar brezelioù-se e 1975, goude Dispac’h ar jenoflez (Revolução dos cravos e portugaleg). E-touez broioù Europa e voe Portugal an hini ziwezhañ o tilezel he zrevadennoù. Macau e voe an hini ziwezhañ ha roet e voe da Sina e 1999.

Trevadennoù kozh Portugal aet bremañ d’ober stadoù dizalc’h a zo bodet en un unaniezh anvet Kumuniezh ar Broioù Portugalek (e portugaleg Comunidade dos Países de Língua Portuguesa pe CPLP).

[kemmañ] Trevadennoù Portugal

E penn un impalaeriezh trevadennel vras eo bet Portugal. Enni e oa ar broioù-mañ :

Notenn : enezegoù Madeira hag an Azorez a oa didud pa oant bet kavet gant moraerien eus Portugal. Gant Portugaliz eo bet poblet an inizi ha sellout a reer outo evel lodennoù eus Portugal bremañ.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com