Priz Nobel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar priz Nobel a zo ur priz roet bep bloaz d'an dud o deus kaset ar skiant pe ar gevredigezh war-raok. Krouet e oa hervez testamant Alfred Nobel e 1895. Roet e voe ar wech kentañ e 1901, gant roue Sveden. Lidet e vez ar prizioù d'an 10 a viz Kerzu, deiz ganedigezh marv Alfred Nobel. An neb az a ar maout gantañ a c'hounez ivez un tammig muioc'h evit ur milion a euroioù.
War pemp tachenn e vez roet prizioù: ar peoc'h, al lennegezh, ar gimiezh, ar vezegiezh, hag ar fizik. Ur priz all, Priz bank real Svedenn e skiantoù an armerzh e koun Alfred Nobel, a oa savet gant bank real Svedenn e 1968 ha roet evit ar wezh kentañ e 1969.[1] Ar prizioù Nobel war ar gimiezh, ar fizik, ar c'horfadurezh pe ar vezegiezh, hag al lennegezh ha priz skiantoù an armerzh, a vez "hevelebet oute" peurliesañ, a vez sellet oute evel ar prizioù brasañ a c'haller da gaout war an tachennoù-se.[2] Priz Nobel ar peoc'h a zegas ivez kalz brud, ha rendael a vez alies a-zivout ar priz-se war an dachenn bolitikel. War-bouez priz Nobel ar Peoc'h e vez roet ar prizioù Nobel ha priz skiantoù an armerzh e Stockholm, Sweden, da-geñver lid bloaziek ar priz Nobel, d'an 10 a viz Kerzu, deiz-ha-bloaz marv Nobel. Komz a ra an Ensavadur Nobel eus ar 6 priz-se roet e Stockholm evel ar "Prizioù svedat."[3] Priz Nobel ar Peoc'h a vez roet da-geñver ul lid bloaziek en Oslo, e Norvegia, d'an 10 a viz Kerzu ivez.[4][5] Prezegennoù loreidi ar "Prizioù svedat" a vez graet d'an 9 viz Kerzu.[6] "Evel ma vez sellet ouzh ar priz Nobel evel ar priz lufrusañ er bed, lid ar prizioù hag ar banvez e Stockholm hag Oslo zo deuet da vezañ e darvoudoù etrebroadel a-bouez bras ma kaver dileuridi eus kazetennoù, radioioù ha skinwelioù ar bed a-bezh."[6]
[kemmañ] Notennoù
- ↑ "Nobel Prize" (2007), en Encyclopædia Britannica, lennet e miz Du 2007, war Encyclopædia Britannica Online. Daoust ma n'eo ket unan eus ar prizioù Nobel, e vez hevelebet ouzh ar prizioù all; Bannet e vez anv al loreidi war un dro gant anv loreidi ar priz Nobel, hag priz skiantoù an armerzh a vez kinniget e-doug lid ar prizioù Nobel.
- ↑ >"Nobel Prize" (2007), en Encyclopædia Britannica, lennet e miz Du 2007, war Encyclopædia Britannica Online.
- ↑ Lemmel
- ↑ "The Nobel Prize Awarders", nobelprize.org,
- ↑ Nobel Peace Prize 2007, nobelprize.org.
- ↑ 6,0 6,1 "The Nobel Prize Award Ceremonies", nobelprize.org.