Priz Nobel ar Peoc'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Priz Nobel ar Peoc'h eo anv unan eus ar pemp priz Nobel savet gant an embregour ha skiantour Alfred Nobel. Hervez testamant Nobel, Priz ar peoc'h a zlee bezañ roet "d'an hini en do graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar vreudeuriezh etre ar broadoù, evit kas da netra pe bihanaat an armeoù pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h."
Roet eo vez ar priz Nobel bep bloaz en Oslo, kêrbenn Norvegia (spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekiz reiñ ar priz Nobel er gêr-se). Roet e vez atav d'an dek a viz Kerzu zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia. Resev a ra al loreidi tri zra disheñvel : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sall kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg priz Nobel ar peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. Choaz loreidi priz Nobel ar peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o doa implijet doareoù ober feulz a-raok evit diskoulmañ ar c'hudennoù, met graet gante goude se strivoù bras avat oc'h implij doareoù difeulz evit klask skoulmañ ar peoc'h. Ar priz-mañ eo an hini nemetañ na vez ket roet e Stockholm, e Sveden.
[kemmañ] Levrlennadur
[kemmañ] Liammoù diavaez
- "All Nobel Laureates in Peace" – meneger lec'hienn ofisiel an ensavadur Nobel.
- "The Nobel Peace Prize" – Lec'hienn ofisiel skol-uhel Nobel Norvegia evit Poellgor Nobel Norvegia.
- "The Nobel Prize Award Ceremonies" – Lec'hienn ofisiel an Ensavadur Nobel.
- "The Nobel Prize in Peace" – Lec'hienn ofisiel an Ensavadur Nobel.
- "The Nobel Prize Medals and the Medal for the Prize in Economics" – gant Birgitta Lemmel; ur pennad a-zivout istor ar vedalenn roet evit ar prizioù Nobel.
- "The Nomination Database for the Nobel Prize in Peace, 1901-1955" – Database featured on the official site of the Nobel Foundation.
- "What the Nobel Laureates Receive" – Featured link in "The Nobel Prize Award Ceremonies".