See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Chicago - Wikipedia

Chicago

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Image:32px-Labour_zo.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Skeudenn kemeret gant ul loarell eus Chicago
Skeudenn kemeret gant ul loarell eus Chicago

Chicago, kêr eus SUA, en Illinois, an trede kêr vrasañ eus ar Stadoù-Unanet. Kêr staliet e Norzh ar SUA, lec’hiet e Reter ar mississippi, en Illinois.











Taolenn

[kemmañ] Geografiezh

Sears Tower
Sears Tower

Chicago a zo trede kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet hag ur penn-ahel ekonomikel pouezhus. Ur mor a dourioù uhel a ziskouez ar Cental Business District (CBD), pe karter an aferioù. Tri eus tourioù uhel Chikago a zo e touesk 20 tour uhelañ er bed : An John Hancock Center (344 metrad uhelder, an Aon Center (346 metrad uhelder) hag ar Sears Tower (442 metrad uhelder). Chicago a en em led war 47 km war mervent ribl ar ster eus al lenn Michigan. A gêr a zo anvet windy city (kêr an avelioù) abalamour ma ‘z eus avelioù kreñv a-hed ar bloavezh.










[kemmañ] Ekonomiezh

Trede kêr vrasañ ar Stadoù-Unanet goude New-York ha Los Angeles, Chicago a zo ar greizenn trenoù gentañ. Kalz a genwerzh a vez graet, ur penn-ahel industriet pouezhus eo (govelerezh, metalouriezh, kimiezh, moullañ, agrovouedel, elektronek, hag all) hag unan eus ar marc’hadoù bedel brasañ e-keñver evit an hedoù hag ar chatal.

Chicago a zo rannet e tri c’harter bras: an norzh (kentoc’h tiez ha tourioù evit lojañ), ar c’hornog ( lodenn greantelaet) hag ar su (karterioù evit lojañ).Bez ‘z eus ivez ar c’hreiz kêr, the loop (ar c’helc’h). War-bouez un nebeut kilometradoù aod riblet gant greanterezhioù, tost tout an aodoù a zo implijet evit an amzer vak (mirdioù, aodoù ha gourliorzhoù). Savadur an tour-uhel Amerikan gentañ e 1885, en deus merket ganedigezh skol Chicago, an dudennoù skouerius o vezañ Louis Sullivan, William Baron Jenney, Daniel H. Burnham, Frank Lloyd Wright ha Mies van der Rohe. Ar Sears Towers, 110 estaj, a zo bet e-pad pell an tour brasañ er bed, a-raok bezañ dipaseet gant an tourioù Petronas (452 metrad uhelder) eus Kuala Lumpur.


[kemmañ] Sevenadur

Ar field museum
Ar field museum

Mirdioù bras a zo e Chicago, an art Institute of Chicago (1879) da skouer, unan eus mirdioù amerikan pouezhusañ en arzhoù kaer, pe c’hoazh, ar Field Museum of Natural History (skiantoù naturel ha skiantoù ar vuhez diwar-benn an den). Laz-seniñ simfoniek Chicago, krouet e1891 a zo anavezet e-giz unan eus ar re wellañ er bed. Ar gêr a zo kerbenn ar blues: eus stadoù ar su eo deuet kalz a sonerien evit klask muioc’h a arvesterien.






[kemmañ] Istor

E 1673, an ergerhourien c’hall Jacques Marquette ha Louis Jolliet a zizolo an dachenn e lec’h m’emañ Chicago staliet bremañ, ur c’hantved a-raok ma grokfe an dud da erruout evit staliañ ar gêr. E 1848, gant kleuzadenn kanol an Illinois ha gant donedigezh an hentoù houarn a aotren brasadenn ar gêriadenn setu perak e teu kalz a dud da staliañ o zi. E-kerzh ar berzh (1919-1933), Chicago a zeu da vezañ brudet gant al laerien hag al lazherien, Al Capone o vezañ an hini anevezetañ. E-pad ar bloavezhioù ziwezhañ, kalz a labourioù a zo bet graet evit adnevesaat karterioù

[kemmañ] Gevellerezh

Chicago zo gevellet gant seizh kêr war ugent [1] Kalz anezho zo, evel Chicago, eil kêr o bro. Ul lodenn all zo kêr pennañ o bro, hag n'he deus kaset kalz disvroidi da Chicago.

[kemmañ] Daveoù

  1. Sister Cities designated by Chicago Sister Cities International Retrieved on May 22, 2007.
Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -