Toronto
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Toronto eo kêr vrasañ Kanada gant ouzhpenn 2,5 milion a annezidi (6 136 654 e Toronto vras e 2006) war 630 km².
Taolenn |
[kemmañ] Lec'hiadur
Kêr-benn Ontario eo Toronto, ha meurgêr armerzhel ar c'hevread kanadian. War lez norzh al Lenn Ontario emañ, e proviñs Ontario. Toronto zo ur gêr vodern gant ul liv liessevenadurel. 40% eus ar boblañs zo genidik eus Breizh-Veur hepken. Ar saozneg eo bet dalc'hmat al lingua franca. An italianeg, ar portugaleg hag ar sinaeg a vez komzet kalzig ivez.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Armerzh
Bet un greizenn lazhti moc'h, al lusk greantel zo bet roet gant tangarrerezh ar proviñs. Hiziv eo kalon bank hag arc'hant Kanada. Ar greanterezh sevenadurel hag ar stlennegezh emañ o tiorren buan ivez.
[kemmañ] Sevenadur
Kalon buhez-spered ha sevenadurel ar C'hanada saoznek eo Toronto. Menegomp e Festival etrevroadel sinema ([1]).
[kemmañ] Gevellerezh
- Chicago (Stadoù-Unanet)
- Chongqing (Republik Pobl Sina)
- Frankfurt am Main (Alamagn)
- Milano (Italia)
- São Paulo (Brazil)
- Kaero (Ejipt)
- Kiev (Ukraina)
- Amsterdam (Izelvroioù)
- Hô-Chi-Minh-Ville (Viêt Nam)
- San Francisco de Quito (Ecuador)
- Sagamihara (Japan)
- Varsovia (Polonia)
[kemmañ] Lec'hiennoù touristel
- Ar CN Tower, tour broadel Kanada, 553 metr e uhelder.
- Osgoode Hall
- SkyDome pe Rogers Centre, ur greizenn sport
- Ti-kêr Toronto
- Iliz-Veur San Mikael Toronto
- Iliz-Veur St. James
- Princess of Wales Theatre ha Royal Alexandra Theatre
- Mirdi ar Roue Ontario
- Skol-Veur Toronto
- Bata Shoe Museum
- Little Glenn
- Kastell Casa Loma
- An Hockey Hall of Fame
- Redva-kezeg Woodbine
[kemmañ] Sportoù
Sportoù ar bobl zo an hockey war skorn, ar mell-droad ivez.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- City of Toronto - Lec'hienn ofisiel ar gêr
- (en) Toronto Info Center - Kreizenn titouroù Toronto
- (en) Ti an douristed Toronto
- (en) Sturlevr beajiñ Toronto
- (en) Gweloù ha dremmvroioù Toronto
- (fr) Istor an anv Toronto
- (fr) Beajiñ da dToronto